Ab (mab)
Neuz
Ab, pe ap, zo ur ger brezhonek ha kembraek, deuet diwar an anv-kadarn mab, a gaver en un nebeud anvioù tud.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg eo deuet da vezañ ur rakger hag a gaver en anvioù-tiegezh a orin leonat :
- ab: Abalan (aliesoc'h dindan ar stumm gallekaet Abalain), Abalea, Abaofred, Abarnoù, Abazïou, Abegile (aliesoc'h dindan ar stumm gallekaet Abéguilé), Abernod, Abgrall, Abhamon, Abherve, Abiven, Abolier, Abyann (aliesoc'h dindan ar stumm gallekaet Abjean), Abily ;
- ap: Apere, Apherri (aliesoc'h dindan ar stumm gallekaet Apéry), Apriou.
Abeozen eo anv-pluenn ar skrivagner Fañch Elies.
E kembraeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kembraeg eo ur ger hag a gaver en anvioù tud,
- pe e-kreiz an anv,
- ab dirak ur vogalenn, evel e-barzh Hywel ab Owain Gwynedd,
- pe ap dirak ur gensonenn, evel e-barzh Hywel ap Cadwaladr,
- pe evel rakger,
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Albert Deshayes : Dictionnaire des noms de famille bretons, Le Chasse-Marée-ArMen, 1995(ISBN 978-2-903708-61-0)
- (en) P. H. Reaney, R. M. Wilson, David Hey : A Dictionary of English Surnames, Oxford University Press, 1997 (ISBN 978-0-19-860092-3) — En-linenn (darn)