Fernando II Aragon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ferdinant II Aragon)
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Fernando II zo ivez.
Fernando II Aragon a oa ivez Fernando V Kastilha
Poltred Izabel Iañ Kastilha ar Gatolikez, pried Fernando II Aragon, gant Juan de Flandes.

Fernando II Aragon, pe Fernando V Kastilha (Ferrando II en aragoneg, Fernando II e kastilhaneg; Ferran II e katalaneg), lesanvet Fernando ar C'hatolig, ganet d'an 10 a viz Meurzh 1452 e Sos del Rey Católico (Aragon) ha marvet d'an 23 a viz Genver 1516 e Madrigalejo, a oa :

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'ar roue Juan II Aragon (1398-1479) ha d'e eil pried Juana Enríquez (1425-1468). Da Fernando e tegouezhas madoù kurunenn Aragon goude marv e hantervreur Charlez, priñs Viana e 1461.

Pennhêr Kurunenn Aragon hag eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn da Fernando el Católico, er Jardines de Sabatini e Madrid,
gant Juan de León etre 1750 ha 1753

Pa varvas e hantervreur Carlos, priñs Viana (1461), e voe anvet Fernando da Briñs Gerona, titl roet da bennhêred kurunenn Aragon, ha kurunennet evel Roue pennhêr Aragon en Calatayud ; bloaz goude e voe anvet da letanant jeneral Katalonia ha da roue Skilia e 1468. Perzh a gemeras e Brezel-diabarzh Katalonia (1462-1472), ha kustumiñ ouzh ar stadvererezh war c'houlenn e dad.

E Kastilha e varvas an infant Alfonso Kastilha e 1468 hag anavezet e voe e geniterv, an infantez Isabel, hanterc'hoar da Herri IV Kastilha, evel pennhêrez Kastilha. Juan II Aragon neuze a boanias da glask an tu da zimeziñ e vab Fernando da bennhêrez ar rouantelezh amezek. Kement-se a voe graet e miz Here 1469, e Valladolid.

Koulskoude, pa varvas Enrique IV e 1474, e krogas Brezel Hêrezh Kastilha, ur brezel diabarzh etre harperien Isabel ha re merc'h Enrique, Juana Trastamara, lesanvet la Beltraneja, harpet gant Roue Portugal, Afonso V, a felle dezhañ dimeziñ dezhi, hag unvaniñ kurunennoù Kastilha ha Portugal.

Fernando, goude hir zivizoù gant uhelidi warizius Kastilha, a deuas a-benn da vout anvet kenrejant Kastilha gant gwirioù par da re e bried Isabel, goude sinet Concordia Segovia e 1475. Neuze e kemeras perzh e renerezh ar brezel hag en trec'h, dreist-holl e-kerzh emgann Toro e 1476, [1][2]a voe troet en un trec'h bras gounezet gant ur spered dreist a zen, hini Fernando, a ouvezas lakaat da blegañ ar c'hêrioù emsavet.

E 1476 ha 1477 e voe merour Urzh Santiago.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Here 1469 e timezas da Izabel Kastilha (1451-1504), merc'h d'ar roue Juan II Kastilha. E 1474 e teuas Izabel da vout rouanez. Ganti e renas Fernando ur brezel da zistroadañ he nizez Janed ar Beltraneja (1462-1530). Faezhet e voe ar Beltraneja en Emgann Toro e 1476.

Da varv e da Juan II e 1479 e savas war gador Kurunenn Aragon hag a-gevret e renas an daou roue goude ma chome disparti an div gurunenn.

E 1481 e voe adaozet an Ofis Santel gant Fernando hag Izabel ; e 1492 e voe kaset kuit ar Yuzevien na oant ket kristenaet, ma tec'has an darn vrasañ d'an Impalaeriezh otoman, hag aloubet e voe rouantelezh Granada. Kement-se a dalvezas dezho resev an titl a Rouaned Katolik digant ar pab spagnol Alesant VI.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp bugel en doe gant Izabel.

Sin Fernando II.

Pa intañvas e 1505 ec'h addimezas d'an 19 a viz Here, er bloaz-se end-eeun, da Germaine de Foix, un nizez da Loeiz XII (Bro-C'hall). D'ar 5 a viz Mae 1509 e voe ganet o mab Juan, met ne vevas ket pelloc'h eget un nebeud eurvezhioù.

Bugale e-maez ar briedelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Aldonza Ruiz de Ivorra

Un uheladez katalan e oa Aldonza Ruiz de Ivorra.

Gant Toda Larrea
Gant Juana Pereira

Un uheladez portugalat e oa Juana Pereira.

  • María Esperanza, abadez Nuestra Señora de Gracia el Real de Madrigal, ma voe abadez he c'hoar María ivez.[3]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. “Su momento es la indecisa batalla de Toro. Unos y otros se atribuyeron el resultado victorioso de la jornada… Las cartas escritas por el soberano a las ciudades importantes se su Reino son un modelo de habilidad… Que portentosa descripción de la batalla! La nebulosa se convierte en luz, lo dudoso cobra perfiles de triunfo cierto. El político lograba los frutos de una victoria discutida”, el historiador Antonio Ballesteros Berreta- Fernando el Católico, el mejor Rey de España, Ejército, nr 16, p. 54-66, Ministerio del Ejército, Madrid, mayo 1941.
  2. “… en la … batalla de Toro, que, aunque de resultado incierto, Fernando, con habilidad, supo explotar propagandísticamente. ”en Juan BATISTA GONZÁLEZ- España Estratégica, guerra y diplomacia en la historia de España, Sílex ediciones, Madrid, 2007, p.222.
  3. Jesús Miguel Benítez, «Agustinas de Madrigal de las Altas Torres del siglo XIV al XVII», La clausura femenina en España: actas del simposium, 1 al 4 de septiembre de 2004, Real Centro Universitario Escorial-María Cristina, vol. 1, pp. 374 y 376-384.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.