Izabel Iañ Kastilha
Rann eus | Rouaned katolik |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h |
Bro ar geodedouriezh | Kurunenn Kastilha |
Anv e yezh-vamm an den | Isabel la Católica |
Anv ganedigezh | Isabel de Castilla |
Anv-bihan | Isabel |
Moranv | la Católica |
Deiziad ganedigezh | 22 Ebr 1451 |
Lec'h ganedigezh | Monasterio de Nuestra Señora de Gracia |
Deiziad ar marv | 26 Du 1504 |
Lec'h ar marv | Palacio Testamentario |
Abeg ar marv | water retention |
Lec'h douaridigezh | Royal Chapel of Granada, Sepulcher of Isabella I of Castile and Ferdinand II of Aragon |
Tad | Juan II Kastilha |
Mamm | Izabel Portugal |
Breur pe c'hoar | Catherine, Infanta Leonor of Castile, Herri IV Kastilha, Alfonso Kastilha, Infanta Maria of Castile |
Pried | Fernando II Aragon |
Bugel | Janed Kastilha, Izabel Kastilha hag Aragon, Juan Aragon ha Kastilha, Maria Kastilha hag Aragon, Katelin Aragon |
Familh | House of Trastámara |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Micher | rener |
Karg | Roue Kastilha ha León |
Relijion | Katoligiezh |
Stad ar c'hanonizasion | Servijer Doue |
Gouel | 26 a viz Du |
Liv an daoulagad | blue-green |
Liv ar blev | blev melen |
Perc'henn war | Alcázar of Segovia |
Levezonet gant | Juan Rodríguez Fonseca |
Darvoud-alc'hwez | dynastic union of Aragon and Castile |
Prizioù resevet | Golden Rose |
Present in work | Civilization V |
Deskrivet dre | Queen Isabella I of Spain, Queen of Castille (1451-1504), Isabella I of Castile |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum of Archeology, History and Art |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Izabel Gastilha, pe Isabel I de Castilla (e kastilhaneg), pe Izabel ar Gatolikez, ganet e 1451 e Madrigal de las Altas Torres ha marvet e 1504 e Medina del Campo, a oa rouanez Kastilha adal 1474 betek 1504. Dimezet e oa da Ferdinant II Aragon (pe Fernando II de Aragón), pe Fernando ar C'hatolik, roue Aragon, ha dre an dimeziñ-se e oa rouanez kenseurtez Sikilia, adal 1469, ha hini ha Kurunenn Aragon adal 1479.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Isabel de Castilla, merc'h da Juan II Kastilha ha d'e eil pried, Isabel de Portugal (1428-1496), a oa ganet en Madrigal de las Altas Torres (Proviñs Ávila) d'an 22 a viz Ebrel, d'ar Yaou-Gamblit, e 1451 er palez deuet da vezañ Monasterio de Nuestra Señora de Gracia. Kaoze zo bet eus lec'h ha deiz ar c'hanedigezh-se, hogen pa oa ganet ne oa den evit gouzout pegement a bouez he dije ar verc'hig en dazont[1].
Madrigal a oa ur gêriadennig ma teue bep an amzer he mamm Isabel de Aviz, ha hi an hini a roas an anv-se d'he merc'h pa ne oa ket gwall baot e Spagn c'hoazh.
Daou vloaz goude, en Tordesillas, e voe ganet he breur Alfonso (1453-1468).
Ur breur all he doa, pe gentoc'h un hantervreur, mab da Juan II de Castilla ha da Maria Aragon, Enrique e anv, breur dezhi dre o zad, a zougas ar gurunenn en 1454 hag a vo anavezet evel Enrique IV, lesanvet el Impotente.
Pa varvas he zad e 1454, en em dennas gant he mamm hag he breur Alfonso da villa Arévalo, ma welas barradoù follentez he mamm Isabel.
Er mareadoù diaes-se e c'hallas Isabel kreñvaat he zemz-spered dre lenn an Aviel ha levrioù a zevosion. Sikour a gavas ivez e mignoniezh Santez Beatriz de Silva (1424 - 1491), a vo sikouret ganti diwezhatoc'h da sevel Orden de las Concepcionistas Franciscanas hag a voe roet dezhi palezioù Galiana en kêr Toledo. Tud all a bouez er prantad-se e Toledo, hag a-hed he buhez goude, e oa Gutierre de Cárdenas, e bried Teresa Enríquez ha Gonzalo Chacón.
En 1461 e voe kaset Isabel hag he breur Alfonso da Segovia, rak eno edo al lez, dre ma oa ar rouanez war-nes gwilioudiñ ha da c'henel he merc'h, Juana de Castilla. Buan e voe lesanvet Juana la Beltraneja, rak, hervez ar vrud en amzer-se, e oa merc'h d'ar rouanez, Juana de Portugal, ha da Beltrán de la Cueva.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Medina del Campo e chome hep mont er-maez. Eno e voe taget gant ar c'hleñved, hag ar c'hrign bev a gasas anezhi d'ar bez. Pa Goulenn a reas lakaat an oferennoù evit he yec'hed da vezañ lavaret evit hec'h ene. Goude bezañ nouennet e varvas d'ar 26 a viz Du 1504, e Palacio Real Medina del Campo (Proviñs Valladolid).
Gwenvidigez ha da santez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klask a reer lakaat hec'h envel da santez, daoust da enebiezh ar re a wel en ober-se un doare da genderc'hel gant ideologiezh ar faskouriezh evel en amzer Francisco Franco.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp bugel o doe Isabel ha Fernando:
- Isabel (1470 – 1498), Priñsez Asturiez (1497–1498), dimezet d'an Infant Alfonso de Portugal, hogen pa varvas ec'h addimezas en 1495 gant e genderv, Manuel, a voe Roue Portugal evel Manuel Iañ, o Afortunado. Rouanez Portugal e voe entre 1495 ha 1498, hogen mervel a eure pa c'hanas he mab Miguel da Paz.
- Juan ( 1478 – 1497), Priñs Asturiez (1478–1497). En 1497 e timezas da Varc'harid Aostria, merc'h da Masimilian Iañ; mervel a reas gant an droug-skevent c'hwec'h miz goude. Ur mab dalif en doe hogen mervel a reas e-pad gwilioud e vamm. Kuit eus Spagn ez eas Marc'harid hag ober a reas war-dro he sobrino Carlos, a voe Karl V.
- Juana (1479 – 1555), Priñsez Asturiez (1500–1504), Rouanez Kastilha (1504–1555) evel Juana Iañ. En 1496 e timezas da Felipe el Hermoso (mab d'an Impalaer Masimilian Iañ. Gantañ e tegouezhas an Tiegezh Habsbourg e Spagn, anavezet ivez Tiegezh Aostria. En 1500, fue por segunda vez madre, esta vez de su primer hijo varón, el futuro Carlos I, quien la sucedería y sería también Emperador del Sacro Imperio Romano Germánico como Carlos V. En 1503, dio a luz a Fernando, sucesor de Carlos en el Sacro Imperio como Fernando I, y restauró la rama austríaca imperial de la Casa de los Austrias. Aet e oa he spered da fall war-lerc'h marv he fried ha kraouiet e voe gant he zad Fernando en Tordesillas, gant he breur goude, hag eno e varvas.
- María (29 a viz Mezheven 1482 – 1517), dimezet en 1500 da Manuel Iañ Portugal, intañv he c'hoar. Dek bugel he doe, hag en o zouez: João III, Henrique Iañ hag an Impalaerez Isabel, a zimezas da Karl V.
- Catalina ( 1485 – 1536), dimezet d'ar príñs Arthur Tudor en 1502. Mervel a reas ar priñs un toullad mizioù goude an eured. En 1509 ec'h addimezas d'he breur-kaer Herri, a voe Herri VIII. Mamm e oa d'ar rouanez Mary Iañ Bro-Saoz.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fernández Álvarez, Manuel. Isabel la Católica. Madrid, 2003.
- Hernando Polo, Cristina. Isabel la Católica. Madrid, 2007
- Suárez Fernández, Luis. Isabel I, Reina. Barcelona, 2000.
- Prescott, William H. History of the reign of Ferdinand and Isabella, the Catholic. London, 1892.
- Walsh, William Thomas. Isabella of Spain. London, 1931.
- Walsh, William Thomas. Isabel de España. Traducción de Alberto de Mestas. Santander, 1939.
- Walsh, William Thomas. Isabel la Cruzada. Buenos Aires, 1945.
- Barón de Nervo. Isabel la Católica. Zaragoza, 1938.
- González Riz, Nicolás. Isabel de España, Isabel de Inglaterra. Barcelona, 1947.
- d'Ors, Eugenio. La vida de Fernando e Isabel. Barcelona, 1982.
- Suárez Fernández, Luis. Claves históricas en el reinado de Fernando e Isabel. Madrid, 1998. ISBN 84-89512-18-3
- Valdeón Baruque, Julio. Isabel la Católica y la política. Valladolid, 2001.
- Valdeón Baruque, Julio. Sociedad y economía en tiempos de Isabel la Católica. Valladolid, 2002.
- Valdeón Baruque, Julio. Arte y cultura en la época de Isabel la Católica. Valladolid, 2003.
- Valdeón Baruque, Julio. Visión del reinado de Isabel la Católica. Valladolid, 2004.
- Javierre, José María. Isabel la Católica, el enigma de una reina. Salamanca, 2004.
- Itinerarios de Isabel la Católica. Rutas de una reina viajera. Madrid, 2004.
- Westerveld, Govert y Garzón Roger, José Antonio La Reina Isabel la Católica: su reflejo en la Dama Poderosa de Valencia, cuna del ajedrez moderno y origen del juego de damas. Traducción de Dana Gynther. Prefacios de Ricardo Calvo y Juan Torres Fontes. Valencia, 2004.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Darn eus an oberourien a laka e oa ganet en Ávila pe Madrid. Gwelout pennad Manuel Foronda y Aguilera: Dónde y cuándo nació Isabel la Católica (1920).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Comisión para la Canonización de Isabel la Católica, Arzobispado de Valladolid
- Capilla Real de Granada
- Isabel la Católica en la Biblioteca Virtual Miguel de Cervantes
- El obispo judío que bloquea a la "santa". Una crónica sobre los defensores y los opositores a su posible beatificación en El Mundo.