Alfonso Kastilha

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bez Alfonso Kastilha e Burgos

Alfonso Kastilha, Priñs Asturiez, anavezet ivez en e amzer evel Alfonso el Inocente (Tordesillas, 17 a viz Du 1453 - Cardeñosa, 5 a viz Gouhere 1468) a oa penn un emsavadeg tud a wad uhel e Rouantelezh Kastilha, a-enep e hantervreur, ar roue Enrique IV.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Juan II Kastilha ha d'e eil pried, ar rouanez Izabel Portugal. E vreur henañ, Enrique, a oa mab da María de Aragón, pried kentañ Juan II. Breur e oa Alfonso eta da Izabel, anavezetoc'h evel Izabel ar Gatolikez.

Mab ebet n'en doa ar roue Enrique IV ha c'hoant en doa da reiñ ar gurunenn d'e verc'h Juana. Met enebet e oa darn eus an noblañsed ouzh ar roue, ma rankas envel Alfonso, en Gwengolo 1464, da Briñs Asturiez, a zo kement hag an titl ofisiel a bennhêr, diwar-goust e verc'h nemeti eta, tennet he zitl a briñsez Asturiez diganti .

Bloaz goude, e 1465, en em vodas noblañsed e gostezenn en Ávila, da embann Alfonso, daouzek vloaz dezhañ nemetken, da roue. Kement-se zo anavezet en istor Spagn evel "la farsa de Ávila" (farsadenn Ávila). Ha setu penaos e krogas ar brezel etre kostezenn Alfonso, anvet Alfonso XII, ha hini ar roue Enrique IV.

Brezel a voe eta. Daoust da se e renas Alfonso XII e-pad tri bloaz, hag e lez gantañ en Arévalo, e-kreiz ar binvidigezh hag ar sevenadur, a voe kanet gant ur c'hourtizan, ar barzh Jorge Manrique, en e oberenn Coplas a la muerte de su padre.

En 1468 e c'hoarvezas marv trumm Alfonso.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Alfonso d'ar 5 a viz Gouhere 1468, marteze dre gontamm, en Cardeñosa. Chom a reas Enrique IV da roue, heb enebiezh outañ ken adalek 1469, tra ma voe bec'h neuze etre an div infantez, Juana, merc'h ar roue, hag Izabel, hanterc'hoar Enrique IV.