Izabel Iañ Kastilha

Eus Wikipedia
Disambiguation.svg Ur pennad Izabel Kastilha zo ivez.
Poltred Izabel Iañ Kastilha ar Gatolikez, gant Juan de Flandes.

Izabel Gastilha, pe Isabel I de Castilla (e kastilhaneg), pe Izabel ar Gatolikez, ganet e 1451 e Madrigal de las Altas Torres ha marvet e 1504 e Medina del Campo, a oa rouanez Kastilha adal 1474 betek 1504. Dimezet e oa da Ferdinant II Aragon (pe Fernando II de Aragón), pe Fernando ar C'hatolik, roue Aragon, ha dre an dimeziñ-se e oa rouanez kenseurtez Sikilia, adal 1469, ha hini ha Kurunenn Aragon adal 1479.

Ardemezioù mesket ar Rouaned Katolik.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Isabel de Castilla, merc'h da Juan II Kastilha ha d'e eil pried, Isabel de Portugal (1428-1496), a oa ganet en Madrigal de las Altas Torres (Proviñs Ávila) d'an 22 a viz Ebrel, d'ar Yaou-Gamblit, e 1451 er palez deuet da vezañ Monasterio de Nuestra Señora de Gracia. Kaoze zo bet eus lec'h ha deiz ar c'hanedigezh-se, hogen pa oa ganet ne oa den evit gouzout pegement a bouez he dije ar verc'hig en dazont[1].

Madrigal a oa ur gêriadennig ma teue bep an amzer he mamm Isabel de Aviz, ha hi an hini a roas an anv-se d'he merc'h pa ne oa ket gwall baot e Spagn c'hoazh.

Daou vloaz goude, en Tordesillas, e voe ganet he breur Alfonso (1453-1468).

Ur breur all he doa, pe gentoc'h un hantervreur, mab da Juan II de Castilla ha da Maria Aragon, Enrique e anv, breur dezhi dre o zad, a zougas ar gurunenn en 1454 hag a vo anavezet evel Enrique IV, lesanvet el Impotente.

Pa varvas he zad e 1454, en em dennas gant he mamm hag he breur Alfonso da villa Arévalo, ma welas barradoù follentez he mamm Isabel.

Er mareadoù diaes-se e c'hallas Isabel kreñvaat he zemz-spered dre lenn an Aviel ha levrioù a zevosion. Sikour a gavas ivez e mignoniezh Santez Beatriz de Silva (1424 - 1491), a vo sikouret ganti diwezhatoc'h da sevel Orden de las Concepcionistas Franciscanas hag a voe roet dezhi palezioù Galiana en kêr Toledo. Tud all a bouez er prantad-se e Toledo, hag a-hed he buhez goude, e oa Gutierre de Cárdenas, e bried Teresa Enríquez ha Gonzalo Chacón.

En 1461 e voe kaset Isabel hag he breur Alfonso da Segovia, rak eno edo al lez, dre ma oa ar rouanez war-nes gwilioudiñ ha da c'henel he merc'h, Juana de Castilla. Buan e voe lesanvet Juana la Beltraneja, rak, hervez ar vrud en amzer-se, e oa merc'h d'ar rouanez, Juana de Portugal, ha da Beltrán de la Cueva.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Medina del Campo e chome hep mont er-maez. Eno e voe taget gant ar c'hleñved, hag ar c'hrign bev a gasas anezhi d'ar bez. Pa Goulenn a reas lakaat an oferennoù evit he yec'hed da vezañ lavaret evit hec'h ene. Goude bezañ nouennet e varvas d'ar 26 a viz Du 1504, e Palacio Real Medina del Campo (Proviñs Valladolid).

Gwenvidigez ha da santez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klask a reer lakaat hec'h envel da santez, daoust da enebiezh ar re a wel en ober-se un doare da genderc'hel gant ideologiezh ar faskouriezh evel en amzer Francisco Franco.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp bugel o doe Isabel ha Fernando:

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Film Sevener Aktourez
1945 La carabela de la ilusión Benito Perojo Pilar Muñoz
1948 Locura de amor Juan de Orduña s/d
1951 Alba de América Juan de Orduña Amparo Rivelles
1949 Christophe Colomb David MacDonald Florence Eldridge
1976 La espada negra Francisco Rovira Beleta Maribel Martín
1992 1492: la conquista del paraíso Ridley Scott Sigourney Weaver
2000 Isabel of Castille: The Royal Diaries William Freud Lisa Jakub
2001 Juana la Loca Vicente Aranda Susi Sánchez
2006 La reina Isabel en persona Rafael Gordon Isabel Ordaz

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Fernández Álvarez, Manuel. Isabel la Católica. Madrid, 2003.
  • Hernando Polo, Cristina. Isabel la Católica. Madrid, 2007
  • Suárez Fernández, Luis. Isabel I, Reina. Barcelona, 2000.
  • Prescott, William H. History of the reign of Ferdinand and Isabella, the Catholic. London, 1892.
  • Walsh, William Thomas. Isabella of Spain. London, 1931.
  • Walsh, William Thomas. Isabel de España. Traducción de Alberto de Mestas. Santander, 1939.
  • Walsh, William Thomas. Isabel la Cruzada. Buenos Aires, 1945.
  • Barón de Nervo. Isabel la Católica. Zaragoza, 1938.
  • González Riz, Nicolás. Isabel de España, Isabel de Inglaterra. Barcelona, 1947.
  • d'Ors, Eugenio. La vida de Fernando e Isabel. Barcelona, 1982.
  • Suárez Fernández, Luis. Claves históricas en el reinado de Fernando e Isabel. Madrid, 1998. ISBN 84-89512-18-3
  • Valdeón Baruque, Julio. Isabel la Católica y la política. Valladolid, 2001.
  • Valdeón Baruque, Julio. Sociedad y economía en tiempos de Isabel la Católica. Valladolid, 2002.
  • Valdeón Baruque, Julio. Arte y cultura en la época de Isabel la Católica. Valladolid, 2003.
  • Valdeón Baruque, Julio. Visión del reinado de Isabel la Católica. Valladolid, 2004.
  • Javierre, José María. Isabel la Católica, el enigma de una reina. Salamanca, 2004.
  • Itinerarios de Isabel la Católica. Rutas de una reina viajera. Madrid, 2004.
  • Westerveld, Govert y Garzón Roger, José Antonio La Reina Isabel la Católica: su reflejo en la Dama Poderosa de Valencia, cuna del ajedrez moderno y origen del juego de damas. Traducción de Dana Gynther. Prefacios de Ricardo Calvo y Juan Torres Fontes. Valencia, 2004.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Darn eus an oberourien a laka e oa ganet en Ávila pe Madrid. Gwelout pennad Manuel Foronda y Aguilera: Dónde y cuándo nació Isabel la Católica (1920).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.