Yaou-Gamblit
Neuz
Ar Yaou a-raok Gwener-ar-Groaz, Sadorn-Fask ha Sul-Fask eo ar Yaou-Gamblit, a zegouezh etre an 19 a viz Meurzh hag an 22 a viz Ebrel, hervez ar bloavezhioù, diouzh al loariadoù.
En deiz-se, deiz diwezhañ ar C'horaiz, e vez lidet Koan Diwezhañ Jezuz hag e ziskibien, a-raok ma voe gwerzhet gant Judaz ha kaset d'ar marv.
Dont a ra an anv Kamblit (cablyd e kembraeg), eus ar ger gouezelek caplat, deuet diwar ar ger latin capillatio[1], hag a dalvez troc'hañ blev pe touzañ ar penn da lavarout eo touzañ pennoù ar venec'h, ha gwalc'hiñ o zreid ivez. Kement-se a veze graet e koun Jezuz.
Menegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meneget eo ar Yaou-Gamblit e Geriadur Gregor, 1732.
- Kentañ meneg skrivet eus ar ger e kembraeg a voe e 1400[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geiriadur Prifysgol Cymru, cyfrol 1, pajenn 373.
- ↑ Geiriadur Prifysgol Cymru, pajenn 373.