Mont d’an endalc’had

Koraiz

Eus Wikipedia

Ar C'horaiz eo ar prantad eus ar bloavezh-lid kristen a gomañs da Verc'her al Ludu evit echuiñ da Bask. Prientiñ a reer gouel dasorc'hidigezh ar C'hrist dre bediñ, damantiñ, goulenn digarez evit e bec'hedoù ha dre vras en em lakaat da ziwezhañ. Heuliet eo ar seurt lid gant ar gatoliked, gant ar reizhkredourien ha kalz a brotestanted.

Ur bern Kristenien a yun e-kerzh ar C'horaiz, pe da nebeutañ e vez aliet dilezel traoù dous eus ar vuhez evit marmouzañ en un doare bihan aberzh Jezuz. Aliet e vez ivez klask cheñch e zarempredoù ouzh e familh hag an dud tro-dro evit bezañ degemerusoc'h ha jentiloc'h, ha skoulmañ darempredoù gwelloc'h. Leun a Gristenien a glask ivez bezañ tommoc'h ouzh ar relijion en ur bediñ hag en ur lenn ar Bibl aliesoc'h, da vezañ tostoc'h ouzh preder Doue. Un prantad damantiñ eo ma tenner arouezioù al levenez, evel ar bleunioù war an aoter. Meur a hini, katoliked, luterianed hag anklikaned, a oa kustum da chom hep debriñ kig.

Sañset e pad ar prantad un daou-ugent devezh bennak evit kounaat an 40 devezh tremenet gant Jezuz en dezerzh a-raok komañs gant e brezegennoù publik, e-lec'h ma oa bet temptet gant Satan.

Sizhunvezh ziwezhañ ar C'horaiz eo ar Sizhun Santel, a gomañs gant Sul ar Beuz. Kounaet eo kroazstagañ Jezuz d'ar Gwener, hervez an Testamant Nevez ha gant Sul Fask e komañs ur prantad laouen adarre.