Koan Diwezhañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Goan Diwezhañ, pe Ar Goan Ziwezhañ (Ultima Cena e latin hag en italianeg), eo ar goan a voe debret gant Jezuz hag e zaouzezek abostol a-raok dezhañ bezañ harzet ha kaset d'ar marv, hervez a zo kontet en Aviel. En ul lec'h anvet cenaculum (cenacolo en italianeg) eo e c'hoarvezas ar pred, a seblant bezañ ul lec'h ma en em gavas an dud-se ouzhpenn ur wech.

Ar goan[kemmañ]

E-kerzh ar goan-se ez eus anv eus kemer bara ha gwin hag eus Jezuz en dije lavaret Grit kement-se e koun din-me. Hervez an Ilizoù eo neuze e voe savet sakramant an Eukaristiezh.

Ar c'halir santel a vez lavaret abaoe eus ar c'hib ma voe evet gwin, hag aze emañ gwrizienn ar mojennoù diwar-benn ar Graal Santel.

Krouet ha savet e oa Sakramant an Aoter en nozvezh-se. Prederiet e vez war ar grouidigezh hag ar savidigezh-se gant ar Misterioù Goulaouus.

Lid[kemmañ]

Eñvoret e vez ar Goan Diwezhañ gant ar pab hag an dud a Iliz da Yaou Gamblid , pa vezont o walc'hiñ treid tud paour (trizek a-wechoù) hag o servij koan dezho.

Ar Goan Diwezhañ en Arzoù[kemmañ]

Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

Livet eo bet an darvoud gant kalz arzourien adalek dibenn ar Grennamzer. Livañ ar Goan Diwezhañ a veze graet evit kelenn an dud ha stourm ouzh an disivouderien a zistaole sakramant an aoter. Adalek an Azginivelezh e teuas da vout unan eus sujedoù pennañ al livourien. Peurvuiañ e weler an daouzek abostol, ha Yann an Avielour en e gichen. Alies e c'haller anavezout Judaz ivez.

'Il Cenacolo' (Ar Goan Diwezhañ),1494-1498, gant Leonardo da Vinci (1452-1519). Tempera war blastr. 460 × 880 cm . Iliz Santa Maria delle Grazie, Milano, Italia.