Sal ar Gambr-lid
Neuz
(Adkaset eus Cenaculum)
Sal ar Gambr-lid eo anv ar "sal uhel" war Menez Sion, e Jeruzalem, ma lavarer e lidas Jezuz e goan diwezhañ gant e ebestel ha ma savas Sakramant an Aoter, a-raok bezañ lakaet d'ar marv war ar groaz.
El lec'h-se ivez en em vodas an ebestel goude Pask, hervez Aviel Yann, ha m'edo bodet an diskibien hag ar Werc’hez Vari da zeiz ar Pantekost hervez Oberoù an Ebestel.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E latin, e lavarer cenaculum, evel an italianeg cenacolo, a pezh a dalvez al lec'h ma vez debret koan, pe koanlec'h. Ar ger brezhoneg avat, Sal ar Gambr-lid, a dalvez "kambr al lid" a ra eñvor eus liderezh gentañ Sakramant an Aoter.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er 4e kantvet e oe graet eno un iliz vraz. Hiziv e kaver ur sal goteg euz ar 14vet kantvet.