Mont d’an endalc’had

Menez Sion

Eus Wikipedia
Menez Sion
torgenn
Anv er yezh a orinהר ציון, جبل صهيون Kemmañ
Vocalized nameהַר צִיּוֹן, جَبَلُ صَهْيُونِ Kemmañ
Aradennad menezioùJerusalem hills Kemmañ
StadIsrael Kemmañ
E tiriadJeruzalem Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°46′18″N 35°13′43″E Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from Mount Zion (Jerusalem) Kemmañ
Map
Mont Sion

Menez Sion (en arabeg : جبل صهيون, en hebraeg : הר צִיּוֹן) zo unan eus torgennoù Jeruzalem. War menez Sion eo emañ ar sal e-lec'h ma lidas Jezuz a Nazaret gant e ebestel e Goan ziwezhañ.

Torgenn an Ofel, e-lec'h ma oa kêr David, eo a zougas da gentañ an anv a Sion. Diwezatoc'h, pa savas ar roue Salaün an Templ war torgenn Moriah e oe anvet Sion an div zorgenn. A-benn ar fin eo Jeruzalem a-bezh a vezo graet anezhi "ar Sion santel" hervez ar salm 88 : « Eus Sion e vez lavaret “va Mamm” rak pep den a zo ganet enni ».

Tamm ha tamm eo bet ankounac'haet torgenn vihan an Ofel, rak kalz uhelloc'h eo an dorgenn a anver bremañ "Menez Sion" : eben ne c'helle ket bezañ ar menez Sion.

Hengounioù kristen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kumuniez kristen gentañ Jeruzalem a savas, war ar pezh a anver hiziv Menez Sion, un ilizig, rak eno eo e oa ar "Sal uhel" e-lec'h m'edo bodet an diskibien hag ar Werc’hez Vari da zeiz ar Pantekost. E 135 edo Jeruzalem a-bezh kouezet en he foull « nemed un nebeud tiez bihan hag ilizig Doue, war al lec'h ma pignas an diskibien d'ar sal uhel, goude bezañ distroet eus menez an Olived war-lerc'h pignadenn on Dasprener », evel ma skrivas sant Epifan e 392. Er 4e kantvet e voe graet eno un iliz vras.

Azalek ar 6vet kantvet e voe lec'hiet eno ivez ar Sal uhel e-lec'h ma lidas Jezuz e Goan ziwezhañ gant e ebestel ha ma savas Sakramant an Aoter. Er memes mare e veze graet eñvor war menez Sion eus "kousk" ("dormitio") ar Werc’hez Vari : dereat e oa e vefe "kousket e Doue" el lec'h m'he doa resevet ar Spered Santel[1].

Diwezhatoc'h c'hoazh, war-dro an 10vet kantvet e voe lec'hiet eno ivez bez ar roue David, kement-se abalamour d'ar fazi war lec'h menez Sion.

Hiziv eta, er memes savadur, e kaver, en traoñ, bez David, hag en nec'h, ar sal uhel. Houmañ a zo ur sal c'hotek eus ar 14vet kantvet, hag e reer eñvor enni eus :
- Koan ziwezhañ Jezuz,
- Jezuz, savet da vev, oc'h en em ziskouez d'e ziskibien,
- dibab Matiaz,
- hag ar Pantekost[2].

  1. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 120.
  2. J. an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, 1998, p. 120.