Aviel Yann
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Aviel Yann (Κατά Ιωαννην, Kata Iōannēn en gregach) eo an Aviel skrivet gant Yann an Abostol, ha pevarvet aviel an Testamant Nevez. N'eus anv oberour ebet met bez' ez eo diforc'h bras diouzh an tri Aviel all, ha lakaet eo bet war anv Yann, "an hini karet gant Jezuz" (Yn. 13, 23), gant diskibien Sant Yann, o deus peurgempennet ar skrid moarvat. An Aviel skrivet d'an diwezhatañ eo ha ken abred hag an eil kantved eo bet lakaet diarvar war anv Sant Yann gant Sant Ireneus, a oa mab speredel Sant Polikarpos, en doa anavezet an abostol Sant Yann.
Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Aviel Sant Yann, troet gant Marsel Klerg ha Maodez Glanndour, e 1954.
- Ar Pevar Aviel, Al Liamm 1969. Skrid savet gant Maodez Glanndour.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Aviel Jezuz-Krist, troet gant "Kenvreuriez ar brezoneg" hag embannet gant "Ar Skol dre Lizer", 1982.