Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Koan Diwezhañ

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ar Goan Diwezhañ eo an anv en un toullad oberennoù brezhonek abaoe ar c'hrennvrezhoneg, anv ofisiel e-pad ur 1000 bloaz bennak, hag ofisielaet en un toullad oberennoù arzel. An anv-se a gaver e latin hag e yezhoù all, saozneg, italianeg, alamaneg, ha re all. Ma'z eo kemmet ar gelennadurezh diwar-benn an anv e vo mat a)goulenn alioù tud all a-raok kemm b)degas daveennoù resis. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2010 da 23:26 (UTC)[respont]

Daou bennad heñvel a gaver bremañ : Koan Diwezhañ, krouet e miz Here 2009, ha Koan Fask, krouet e miz Kerzu 2010. "Koan Diwezhañ" pe "Koan Ziwezhañ" a seblant bezañ an anvadur anavezetañ ; meneget eo e-barzh ar geriadurioù evel Geriadur Istorel ar Brezhoneg, e kantikoù (Kantik sant Klaoda) pe e lec'hiennoù evel theolarge.fr pe Lann Anna. "Koan Fask" ne'm eus kavet nemet e geriadur Favereau (e-kichen "Koan Diwezhañ"). Anvadurioù all zo ivez, evel ar "Goan Santel" pe ar "Pask Diwezhañ" (Aviel Lukaz pennad 22 pe Aviel Mark, pennad 14), "Koan sakr" (geriadur Vallée). Gwelloc'h e vefe kaout ur pennad hepken, gant an anv anavezetañ, hag adkasoù eus an anvioù all d'an anv anavezetañ. --Llydawr 3 Gen 2011 da 22:09 (UTC)[respont]
Kavout a reer ivez e geriadur ar Glev: En nozvezh ma voe debret ar goan-Fask... JKS. p. 363 --Kadwalan 31 Gou 2011 da 12:25 (UTC)[respont]
Mat-tre: ur skouer. Din n'eo ket trawalc'h da gemmañ. Bianchi-Bihan 31 Gou 2011 da 18:43 (UTC)[respont]

Sklaeraat titl ha danvez

[kemmañ ar vammenn]
Mat e vefe unvanekaat an titloù. Amañ hon eus Koan Diwezhañ, met evit an arz emaomp gant Ar Goan Diwezhañ (arz).
Mat e vefe disheñvelout gwelloc'h an danvez. Ur pennad Ar Goan Diwezhañ (arz) hon eus, met amañ hon eus ur rann vras diwar-benn an danvez-se ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Gen 2013 da 18:09 (UTC)[respont]