Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Dielloù[kemmañ ar vammenn]

Diell Diellaouet eo bet ar c'haozeadennoù kent 2015 amañ

Rummad:Stêrioù Breizh[kemmañ ar vammenn]

Demat. trugarez. Bloavezh mat. Kadbzh (kaozeal) 2 Gen 2015 da 11:27 (UTC)

Trev. Trugarez evit ho tifaziadennoù ha degasadennoù. Pa ran war-dro seurt pennadoù e ran gant ur seurt "levier emfiñv"... Luc'hskeudennoù ha daveennoù a vank deomp dalc'mat. Klask a rin kavet anezhe. Kadbzh (kaozeal) 8 Gen 2015 da 17:07 (UTC)
Blavezh. Trugarez. Kadbzh (kaozeal) 16 Gen 2015 da 19:10 (UTC)

Timadell velenwenn[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Deuet e oac'h da ouzhpennañ krommelloù er pennad-mañ ha ne gavan abeg e se e mod ebet. Graet ho poa er pennad e saozneg ivez hep mont pelloc'h gant ar yezhoù all. Petra a zispleg ne vefe ket graet gant ar c'hrommelloù en darn vrasañ eus ar yezhoù all ?--Prieladkozh (kaozeal) 5 Meu 2015 da 07:42 (UTC)

Wikipedia n'eo ket un dave evit Wikipedia (marteze n'o doa graet ar yezhoù all nemet eilañ/pegañ an daolenn saoznek). War ar bajenn saoznek em eus roet daveoù, ha mar fell deoc'h kaout unan all e c'hallit sellet ouzh roll an IOC (International Ornithological Union) ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Meu 2015 da 09:15 (UTC)
Trugarez.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Meu 2015 da 09:20 (UTC)

#brezhoneg[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit ar gendeuzadenn !
Ur gudenn a chom evelkent : ne c'hallo ket al lennerien kavout ar pennad dre skrivañ he zalbenn er maez Klask (d'an Degemer e vint kaset raktal).
Dre ar rummad e c'hallint kavout digudenn evelato, met a-walc'h eo ? — 2.13.204.47 5 Meu 2015 da 21:23 (UTC)

Aze n'ouzon tamm ebet. N'on ket ur mailh war doare teknikel ar Wikipedia. Mar bez kavet un diskoulm gwelloc'h e vo gallet cheñch en dazont marteze. Pe lakaat ivez un adkas gant "brezhoneg (kelaouenn)"? Marteze e soñjo an dud klask gant an anv hep an "hashtag"?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Meu 2015 da 21:28 (UTC)

Brean ar geunioù[kemmañ ar vammenn]

Demat, Plijout a rafe din sevel un nebeud goulennoù ouzhoc'h. Boulc'het e oa bet ar pennad gant an implijer Gouerouz e miz Mezheven 2011 ha gwellaet/kemmet gant meur a zen, div wech ganeoc'h ma ne fazian ket. E-kerzh miz Genver 2015, da lâret eo nebeut amzer 'zo, e oa bet kemmet gant an implijer Couiros22 kent n'afen d'e glokaat er beure-mañ. Gant gwir abeg, emaoc'h o paouez ouzhpennañ ar c'hrommelloù boas.

  • petra zo kaoz n'ho poa ket her graet kent, e miz Kerzu 2013 da skouer ?
  • petra zo kaoz ne zeuit da reizhañ traoù nemet war ma lerc'h ha ne rit ket war-lerc'h Couiros22... da skouer ?

N'eo ket un dagadenn met c'hoant am eus da gompren. Da c'hortoz.--Prieladkozh (kaozeal) 9 Meu 2015 da 11:23 (UTC)

Ne gav ket din e ve gwir. Pell-pell a vezañ gwiriet ganin kement krommell lakaet pe get ganeoc'h. C'hoarvezout a ra din dreist-holl sellet ar re ziwezhañ lakaet (diwar ar bajenn "Kemmoù diwezhañ"), ha c'hoarvezout a ra e tisoñjfen klokaat war-lerc'h (ur "satanig" bennak a zo en degouezh-se, ha n'ouzon ket pehini ken). Evit a sell an implijer all: trawalc'h eo sellet ouzh istor ar pajennoù evit gwelet; dec'h da noz end-eeun em eus pledet war e lerc'h war ar steredegoù (pajennoù savet gantañ), hag ar memes tra war danvezioù all a bep seurt, un nebeudig skouerioù amañ, [1], amañ [2], amañ [3], c'hoarioù [4], pobloù [5], loened [6], ha laboused en o zouez evel [7], [8]...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Meu 2015 da 12:34 (UTC)
Deoc'h da c'hoût : gellout a ran ankouaat ouzhpennañ krommelloù e pennadoù 'zo pe chom hep hen ober en abeg n'emañ ket sklaer an traoù, din-me da nebeutañ. Trugarez eus ho respont.--Prieladkozh (kaozeal) 9 Meu 2015 da 12:46 (UTC)

Ar rann Annez eus ar pennad diwar-benn an evn-palmez[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Graet a-ratozh-kaer kregiñ gant "al labous" ha kendelc'her gant "a reont" ?--Prieladkozh (kaozeal) 11 Meu 2015 da 10:54 (UTC)

Ket. Dizampartiz eus ma ferzh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Meu 2015 da 12:30 (UTC)
C'hoarvezout a ra...--Prieladkozh (kaozeal) 11 Meu 2015 da 12:33 (UTC)
Lod a c'hall ober, didrouz-kaer. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Meu 2015 da 12:32 (UTC)

Nouelig Madagaskar[kemmañ ar vammenn]

Kemeromp skouer ar pennad-mañ, "Pluvier à bandeau noir" an titl gallek anezhañ. Hervez TermOfis adarre e reer morlivid eus al labous-se e brezhoneg. Ha bet savet morlivid-lann, morlivid-aod, morlivid-menez, morlivid rous ha morlivid Amerika diwar gement-se. Perak 'ta mont da nouelig e-lec'h morlivid ar wech-mañ ?--Prieladkozh (kaozeal) 18 Meu 2015 da 10:28 (UTC)

N'eo ket diouzh an anvioù gallek eo ret mont, met diouzh an anvadurioù skiantel: "morlivid" a ya gant Pluvialis ha "nouelig" gant Charadrius. Marteze ez eus bet kemmet traoù evit hini pe hini eus ar spesadoù abaoe labourioù Perig Herbert avat.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Meu 2015 da 12:29 (UTC)
A-du penn-da-benn ganeoc'h. Neuze perak morlivid-menez hervez TermBret evit un evn, Charadrius morinellus an anv skiantel anezhañ ?--Prieladkozh (kaozeal) 18 Meu 2015 da 13:19 (UTC)
Marteze dre ma'z eo anvet Eudromias morinellus ivez, hag e vije bet lakaet "morlivid" evit ar genad Eudromias neuze. Merzout a reer e saozneg e reont gant "Dotterel", ha neket "Plover" evel ar peurrest eus Charadrius.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Meu 2015 da 17:23 (UTC)

Greetings, and a request[kemmañ ar vammenn]

Sorry this message is in English... Hi there. My name is Erica, and I work as a Community Liaison for the Wikimedia Foundation. My colleagues and I have been posting some messages here recently because we need your community to be informed about major changes which will affect it. In particular, I'd like to draw your attention to this announcement about VisualEditor. Please feel free to translate it or to inform the rest of your community as you see fit. Please let me know where the bot can post future, relevant updates. Thanks a lot for your support and for your understanding. --Elitre (WMF) (kaozeal) 19 Meu 2015 da 20:28 (UTC)

Anvioù kêr o kregiñ gant ur ger-mell strizh[kemmañ ar vammenn]

Demat, Kas a ran ar gemennadenn-mañ deoc'h evit peurgompren pe dra resis 'oac'h o venegiñ p'ho poa skrivet Reolennoù reizhskrivañ o reizhañ "An Oriant" d'"an Oriant" ? Graet em eus kazeg o klask e-barzh un toullad mat a yezhadurioù, siwazh. Ma'z eo ret din goulenn ganeoc'h reiñ un tamm sklêrijenn din. Peursur on e vefet a-du ganin pa skrivan n'eus ket ezhomm tamm ebet d'en em zebriñ e-keñver an danvez-mañ. Da c'hortoz ho respont.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Ebr 2015 da 12:02 (UTC)

Souezhet on n'ho pije kavet netra. Traoù war se a zo e-barzh daou yezhadur da vihanañ. En unan deuet er-maez e 1947 hag en unan all deuet er-maez e 2008. Anez ober meneg eus dibaboù ar c'heriadurourien hag ar skrivagnerien: "en Oriant (Ernault, geriadur brezhoneg Gwened, 1911, p.173); "an Oriant" (Vallée, 1931, p.433); en Oriant (L. Herrieu, Le Breton Usuel, 1934, p.295); "an Oriant" (Roparz Hemon, Geriadur BF, 1964, p.340); "kêr an Oriant" (Favereau, p.559); "evit kemer treñ an Oriant" (Ahberri, Evit ket ha netra, 1951, p.112).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Ebr 2015 da 14:58 (UTC)

Demat deoc'h ivez, Perak klask tro da lâret an traoù evel m'emaint ? Bezomp sklaer kement hag ober, mar plij ganeoc'h : emaoc'h o kaozeal eus Yezhadur Bras ar Brezhoneg (1947) gant Frañsez Kervella hag eus La grammaire bretonne pour tous (2008) gant Eugène Chalm (poellgor skridaozañ dindan renerezh Divi Kervella) ? Se an hini eo ?--Prieladkozh (kaozeal) 24 Ebr 2015 da 16:49 (UTC)

Translating the interface in your language, we need your help[kemmañ ar vammenn]

Hello Trec'hlid mitonet, thanks for working on this wiki in your language. We updated the list of priority translations and I write you to let you know. The language used by this wiki (or by you in your preferences) needs about 100 translations or less in the priority list. You're almost done!
Evit ouzhpennañ pe cheñch troidigezhioù en holl wikioù, grit gant translatewiki.net, anezhañ raktres lec'helaat MediaWiki.

Please register on translatewiki.net if you didn't yet and then help complete priority translations (make sure to select your language in the language selector). With a couple hours' work or less, you can make sure that nearly all visitors see the wiki interface fully translated. Nemo 26 Ebr 2015 da 14:06 (UTC)

Lenn Gwerledan[kemmañ ar vammenn]

Demat, Perak dont da ouzhpennañ ar meneg "Daveoù a vank" e-keñver ar frazenn skrivet en doare-divizout dic'hallus : "Dont a raje Gwerledan eus ar gerioù "gouer" ha "ledan"." ? Poellekoc'h e vije bet respont d'ar goulenn "Daoust ha reizh eo ar gerdarzh "Gouer ledan" a gaver war ar genrouedad ?" savet er rann "Kaozeadenn" eus ar pennad, ne gav ket deoc'h ? Pe mont da c'houlenn o daveoù digant Office du Tourisme Kreiz Breizh [9]...--Prieladkozh (kaozeal) 27 Ebr 2015 da 06:06 (UTC)

« Daoust ha reizh eo ar gerdarzh "Gouer ledan" a gaver war ar genrouedad ?» hep tamm liamm ebet, hep gouzout eta na hiroc'h, na gant piv eo bet skrivet kement-se. Anzavit eo diaes ober kalz diresisoc'h.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Ebr 2015 da 08:18 (UTC)
Soñj mat am eus ho poa klasket dibunañ kudennoù pell luzietoc'h a-fet lec'hanvadurezh koulskoude, gant respet deoc'h evel-just. M'ho pije goulennet petra 'oa kaoz anezhañ pa'm boa savet ar goulenn em bije respontet deoc'h, ken aes ha tra...--Prieladkozh (kaozeal) 27 Ebr 2015 da 08:28 (UTC)

Jean-Jacques Audubon[kemmañ ar vammenn]

Ha gallout a rit displegañ d'an holl petra a fell deoc'h lâret o skrivañ din : « Pell Lepenañchonoc'h 'peux c'hoant da lavaret » mar plij ?--Prieladkozh (kaozeal) 7 Mae 2015 da 09:29 (UTC)

N'eo ket diaes. Er bed m'emañ ar braz eus lennerien ar WP brezhonek o vevañ, d.l.e. an hini gallek, ha hini Frañs de gentañ, en devez alies-mat implij ar ger Étasunien, États-unien… un arliv dismegañsus pe enebus ouzh ar Stadoù-Unanet. Ingal e vez graet gantañ da skouer gant M. Lepen, Melenchon, Dupont-Aignan, Réseau Voltaire, Riposte Laique… hag a zo, souezhusat!, enebourien d'ar brezhoneg war ar memes tro. Pebezh skeudenn e vez taolet da lennerien WP ha d'an diavaez dre ober gant an termen-se! Goulennet e vez digant ar re a skriv war ar Wiki bezañ neptu. Evidon-me n'eo ket neptu ober gant ar ger-se, un termen ideologel eo.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Mae 2015 da 11:58 (UTC)
N'on ket evit krediñ !!!!! Daoust ha pep tra zo renket mat en hoc'h empenn, aotrou Trec'hlid mitonet ????? Ha n'eo ket neptu 'ta tud Ofis Publik ar Brezhoneg a ra war-dro TermOfis pa embannont « amerikan (stadunanat) | adj. | américain (états-unien) (étudié) » ivez ????? Ha petra soñjal 'ta eus ar spagnolegerien a ra gant « Estadounidense » ????? Ur respont rukunus ken ez eo...--Prieladkozh (kaozeal) 7 Mae 2015 da 15:52 (UTC)
Pa welan an dra-mañ am boa lakaet evit kompezañ an traoù [10], hag e oac'h lammet diouzhtu da skarzhañ anezhañ, eo sklaer din n'emaoc'h amañ nemet evit plantañ reuz.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 8 Mae 2015 da 12:49 (UTC)
Gwech ebet ne zeuit amañ evit "kompezañ an traoù", evit kaout ho kwalc'h a c'halloud ne lâran ket ! Hag a-fet reuz n'eus ket par deoc'h, hep mar na marteze, anat d'an holl...--Prieladkozh (kaozeal) 8 Mae 2015 da 14:02 (UTC)

Anv annezidi Stadoù-Unanet Amerika‎[kemmañ ar vammenn]

Kaer ho po adlakaat ho frazennoù heugus kant gwech diouzh renk e vint lamet ganin-me bewech ! Koulz eo deoc'h mont da glemmichal ouzh ar verourien diouzhtu, rak ne blegin deoc'h biken... --Prieladkozh (kaozeal) 16 Mae 2015 da 11:38 (UTC)

En deiz all, pa oac'h deuet da c'houlenn un dra bennak diganin, em boa goulennet un dra bennak eeun ha reizh diganeoc'h: doujañ da reolennoù diazez ar Wikipedia. Kendalc'het ho peus gant ho toareoù direizh. Kendalc'hit 'ta da glask kuzhat ar prouennoù eus hoc'h emzalc'h enepwikipedia, ne vint lakaet nemet muioc'h a-se er gouloù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Mae 2015 da 11:46 (UTC)
N'em eus kentel ebet da gaout digant un den ha n'eo ket gouest da chom difrom pa daler outañ. Anat eo d'an holl ne rit ket forzh eus implij ar ger "stadudanat" amañ, eus ho prasoni bet gwallgaset ganin-me, ne lâran ket ! Ouzhpenn mezhus hoc'h emzalc'h, aotrou Trec'hlid mitonet, dre n'ouzoc'h ket ster gwirion ar ger "doujañ" e gwirionez.--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mae 2015 da 11:53 (UTC)

Anvioù laboused[kemmañ ar vammenn]

Gwelet em eus pajennoù diwar-benn al laboused bet kemmet ganeoc'h. Arabat lakaat lizherennoù bras pa skriver anvioù al laboused, rak anvioù boutin int. Marteze eo bet evel-se e-barzh pennadoù zo, met ar c'hiz-se n'eo ket da heuliañ, pan a a-enep reizhskrivadur ar brezhoneg. Baleer (kaozeal) 31 Eos 2015 da 10:54 (UTC)

Pennlizherennoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Evit a sell ar pennlizherennoù en anvioù laboused em boa graet hervez boaz an evnoniourien, a gaver da skouer el levr "Atlas des oiseaux nicheurs de Bretagne", hag a vez heuliet ivez er Wikipedia gallek (da sk. fr:Urubu à tête rouge, arroudenn amañ izeloc'h), ur boaz (ar)skiantel an hini (a zegouezh gant un holloueziadur), n'eo ket ur boaz lennegel, evel-just. Evit a sell "gup/bultur" e respontin diwezhatoc'h, pa'm bo muioc'hik a amzer. A galon.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Eos 2015 da 11:54 (UTC)

Le Sarcoramphe roi et l'Urubu noir ne possèdent pas les habiletés olfactives de l'Urubu à tête rouge et suivent ce dernier jusqu'aux carcasses. L'Urubu à tête rouge arrive soit le premier à la carcasse, soit en même temps que le Grand Urubu ou l'Urubu à tête jaune qui possèdent également la faculté de sentir le mercaptan éthylique. Il peut concurrencer l'Urubu à tête jaune et le Grand Urubu grâce à sa taille plus imposante, mais peut lui-même être déchu par le Sarcoramphe roi, voire par l'Urubu noir, pourtant plus petit. Celui-ci fait la première entaille à la peau de l'animal mort, et l'Urubu à tête rouge ne pourra accéder à la nourriture qu'ensuite, à cause de son bec trop petit pour entailler le cuir d'animaux plus gros que lui. Il s'agit d'un exemple de symbiose entre espèces»

Emaon o paouez sellet ouzh ur bajenn all e galleg war Wikipedia, fr:Condor des Andes, ha ne welan ket ar bennlizherenn-se. Ur reolenn a zo ? Lakaet e vefe ur bennlizherenn evit ul lodenn eus al laboused hepken ? Ha graet e vefe evel-henn evit al laboused hepken, ha neket evit al loened all ? Baleer (kaozeal) 31 Eos 2015 da 15:52 (UTC)

Setu ar pezh a gaver war ar Wikipedia gallek evit an dra-se: [11].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Eos 2015 da 16:30 (UTC)

Ar reolenn ne dalvez ket evit ar saozneg : [12]. Ne welan ket perak e vefe graet diouzh giz ar galleg, ha ne vefe ket graet evel e saozneg. Sklaer e kavan an doare : ur bennlizherenn a vez lakaet d'an anvioù skiantel, ha ne vez ket lakaet hini ebet d'an anvioù boutin. Savet ez eus reolennoù evit ar brezhoneg gant unan bennak ? Baleer (kaozeal) 31 Eos 2015 da 21:10 (UTC)
Kement-se eo reolenn ar Wiki saoznek (goude breud a gav din), met n'eo ket ar pezh a gaver gant an aozadurioù bras saoznek a bled gant an evnoniezh, evel Birdlife, IOC, an aozadur pennañ er bed, h.a.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Gwe 2015 da 08:40 (UTC)
Reolenn ar Wiki saoznek a zo bet divizet diwar arguzennoù poellet, a gav din. Displeget ez eus bet splann perak ne zere ket doare an IOC da Wikipedia. M’ho peus un tamm amzer lennit ar gerig-mañ, an hini a ya da-heul hag a echu gant ur c'hlozadur, hag an hini diwezhañ hag a grog gant «Quickly» e traoñ ar bajenn : [13]. Goude bezañ chomet etre daou e kav din e oa mat ma soñj kentañ. Baleer (kaozeal) 2 Gwe 2015 da 09:34 (UTC)

Trugarez evit al liamm-se n'anavezen ket. Petra 'zo bet graet e brezhoneg? Heuliet e oa bet amañ er Wikipedia brezhonek labour dispar Perig Herbert gant saverien gentañ ar pennadoù. Petra 'gaver gant P. Herbert en e skridoù (Heuliad pennadoù en Hor Yezh)? Pennlizherennoù. Pennlizherennoù ivez er rummad dispar (8 levrenn) embannet gant Al Lanv (Tudual Huon & Padrig an Habask). Memes tra gant evnoniourien Breizh (Groupe ornithologique breton) en o levr kaer Atlas des oiseaux nicheurs de Bretagne, lakaet ganto an anvioù brezhonek (gwelet ar rakskrid brezhonek p.13 gant Patrick Philippon: Pennlizherennoù adarre), ha heñvel e-barzh levr hollgaer Yvon Guermeur Ornithologie en Bretagne (Palantines, 2009), pennlizherennoù c'hoazh. Mar gra an arbennigourien vrezhonek hag evnoniourien Breizh evel-se, ne welan ket kaer perak ne vefe ket graet evelto.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gwe 2015 da 15:34 (UTC)

Komprenet em eus a-walc'h ez eo boaz an evnoniourien hag ho peus heuliet ar boaz-se. Hogen, ar pezh am eus klasket gouzout n’eo ket tre perak ho peus graet evel-se, met kentoc'h pehini eo an doare d’ober a zere d’ar Wikipedia vrezhonek. Ha da ’m soñj n’eo ket an hini a zifennit amañ.
1. Ne heuilh ket ar boaz-se reolennoù ar reizhskrivadur. Ne vez ket graet evel-se e-barzh TermOfis da skwer nag e-barzh ar geriadurioù, evel Geriadur brezhoneg (An Here) pe Dictionnaire français-breton gant Martial Ménard (Palantines) evit ar brezhoneg, hag evel Le trésor de la langue française (gant ar CNRS) evit ar galleg.
2. Un holloueziadur hollegour eo Gwikipedia, rak-se e tere outañ reolennoù reizhskrivadur an holl. Drol e vefe kaout reolennoù disheñvel diouzh danvez ar pajennoù evit heuliañ boazioù ar vicher-mañ-vicher.
3. Dav eo intent n’eo ket gwall anavezet boaz an evnoniourien er-maez eus bed an evnoniezh, hag al lodenn vrasañ eus implijerien ar Wikipedia n’int ket evnoniourien. Souezhet e vo un toullad mat anezhe gant ar pennlizherennoù-se neuze. Distroet e vo o evezh diouzh an danvez e teuont da glask, ha lod anezhe a gemmo anezhe pa soñjo dezhe e oant bet lakaet dre fazi, evel am eus-me graet, hag evel a zo bet graet e-pad nav bloaz war ar Wikipedia saoznek.
4. Lakaet e vez ar bennlizherenn gant an evnoniourien pa dalvez an anv a implijont kement hag an anv skiantel. Evel-se e lakaont un anv dreist ar re all evit an evned o deus meur a hini. Pa gaver anvioù disheñvel evit un evn e c'hell an implijerien implijout hini pe hini war Wikipedia. Spered an holloueziadur-mañ a zo chom neptu, ha neket lavaret peseurt anv a ranker implijout na lakaat un anv da vezañ trec'h war ar re all.
Baleer (kaozeal) 3 Gwe 2015 da 11:20 (UTC)
Unan eus pennaennoù ar wikipedia brezhonek, evel an holl wikipedioù all, eo n'eo ket ur geriadur [14], ar Wikeriadur a zo aze evit se. Un holloueziadur an hini eo. Pep danvez a c'hall kaout e duioù, e blegoù... Nevez 'zo ez eus bet anv amañ eus reolennoù ardameziñ a zo disheñvel war boentoù 'zo diouzh hini ar yezh voutin (disheñvelout an araogenn "e" diouzh an anv-perc'hennañ "e" da sk.). Evel-se emañ kont. E galleg e skriv an holloueziadurioù rougegorge ha pic vert, pa ra ar geriadurioù gant rouge-gorge ha pivert. Er yezh voutin e ra tud zo gant "gwennili" evit ar glaouered, pa n'o deus netra da welet an eil gant egile evit ar skiant. El lennegezh, er rannyezhoù… hag eleze er geriadurioù e c'haller en em gavout gant an implijoù-se, roll ar geriadurioù an hini eo, n'eo ket hini an holloueziadurioù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 Gwe 2015 da 15:20 (UTC)
Evel-just n’eo ket ar Wikipedia vrezhonek ur geriadur. Sellet em eus pizh ouzh ar bajenn ho peus kaset din evelkent : komz a ra eus ar pennadoù a dalvezfe da dermenañ ur ger hag eus pennadoù a ziplegfe ur reolenn yezhadur. Hogen ne m’eus ket lakaet ar gaoz war an traoù-se. Ne ’m eus ket lennet ne vefe ket ar geriadurioù hag ar yezhadurioù daveoù evit ar reizhskrivadur, ar yezhadur hag al lizherennerezh. Ne ’m eus ket lennet ivez e vefe arabat menegiñ an anvioù heñvelster.
Ar Wikipedia c'hallek hag ar Wikipedia saoznek n’int ket geriadurioù ivez. Hogen, an implijerien a labour warne a oar delc'her kont eus ar pezh a lavar ar c'heriadurourien (s. o. penaos eo bet anvet ar bajenn fr:Rouge-gorge) ha reiñ an anvioù popl ha rannyezhel ivez (s. o. fr:Hyacinthoides non-scripta ha en:Turkey vulture). Mat eo evit an implijer kavout ar spesad a glask dre an anv a anavez-eñ. Mar bez diresis an anv-se e c'heller e lavaret e korf ar bajenn ha krouiñ ur bajenn adkas, evel evit fr:Bouton d'or. Mar bez arveret spesadoù a bep seurt gant an anv e c'heller krouiñ ur bajenn disheñvelout, evel evit fr:Poule d'eau (homonymie)
Dre vras, ne vez ket lakaet pennlizherennoù war al loened, war a welan war [15] ha [16]). Al loenoniourien n’int ket evnoniour ne lakaont ket pennlizherennoù war anvioù an evned ivez, war a welan war ar rannbennad 5.2 en dezenn-mañ : [17]).
Evit ar reolennoù a zo bet anv anezhe (evel an araogenn «e» hag an anv-perc'hennañ «e») n’eo ket gwall sklaer hoc'h arguzenn evidon, rak n’ouzon ket ar pezh a zo bet lavaret ha divizet war ar poentoù-se. Kasit liammoù din.
Baleer (kaozeal) 3 Gwe 2015 da 21:35 (UTC)
Mar sellez e-barzh embannadurioù brudet Delachaux & Niestlé, un ti-embann suis hag a ra levrioù dave war ar skiantoù naturel, da skouer "Guide complet des mammifères de France et d'Europe" e weli e lakaont ingal pennlizherennoù evit ar bronneged. Da skouer: «Cerveau parasité par un nématode inoffensif pour lui, mais mortel pour l'Elan, le Renne et peut-être le Cerf noble.» (p.208), pe sklaeroc'h c'hoazh: «…prédateurs tels qu'Autour, Hibou grand duc, Grand corbeau, Martre, Renard roux), pour les adultes : Renard roux, chiens errants, Aigle royal.» (p.326).
Heñvel eo e saozneg. An embanner Collins, anavezet mat ivez evit e sturlevrioù dwb Skiantoù an Natur, a laka pennlizherennoù ivez. Ar reolenn eo e-barzh The Mammals of Britain and Europe da skouer: «The Brown hare is considerably larger than the Rabbit.» (p.144). Heñvel gant an embanner Hamlyn (Country Life Guides), evit ar gwez (The Hamlyn Guide to Trees of Britain and Europe).
Evit al liamm evit ar bajenn gaozeal war an ardamezouriezh, gwelet amañ ([18]).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Gwe 2015 da 18:54 (UTC)
Ma ! Diskouezet ez eus bet splann er c'hemennadennoù kent e vez implijet ar bennlizherenn gant lod, ha ne vez ket gant lod all. Ar gwellañ tra d’ober eo heuliañ ar reolennoù reizhskrivadur ha lizherennañ a dalvez evit an holl neuze, dreist-holl pa n’eus pajenn ebet a zisplegfe e vefe dav ober en ur mod all war ar Wikipedia vrezhonek.
War pajenn ar gaozedenn ho peus meneget e welan e oa bet divizet implijout « en » e-lec'h « e » ganeoc'h-c'hwi o-unan (!)... Met kalz ne vern : n’eo ket eus lizherennañ pe eus reizhskrivadur eo a zo kaoz aze, met eus implij ur stumm rannyezhel.
Baleer (kaozeal) 5 Gwe 2015 da 00:51 (UTC)
Degaset em eus war wel a gav din e vez graet gant pennlizherennoù gant an aozadurioù hag an tiez-embann pennañ ha siriusañ, koulz er bed, e Breizh, hag e bed ar brezhoneg evit an evnoniezh, da vihanañ. Perak ne rafe ket evelto an holloueziadurioù brezhonek? Goude-se, evit a sell ar Wikipedia, hemañ a c'houlenn e vont en-dro kenemglev ha kendiviz etre e implijerien.
Ardamezouriezh: Adlenn mat ar pezh am boa skrivet. Ne raen nemet degas da soñj ar pezh a veze displeget el levr dave (eus ar bloaz 1965) degaset gant un implijer all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Gwe 2015 da 06:39 (UTC)
E Breizh e kaver an daou zoare d’ober gant Bretagne vivante ornithologie, ha «vanneau huppé, gravelot à collier interrompu, pipit farlouse, alouette des champs et traquet motteux» hep pennlizherenn war Bilan des rencontres ornithologiques bretonnes 2014 (p. 11).
Gant un aozadur etrevroadel evel an hini anvet Confédération ornithologique mondiale e kaver anvioù hep pennlizherenn ivez : «Le diamant long queue est caractérisé par un dessin particulièrement sobre» (pdf enlinenn war [19], p. 4), «caractéristique des sizérins flammés» (pdf enlinenn war [20], p. 26).
Graet em eus un enklask Google gant ar gerioù «thèse» hag «ornithologie», hag en dezenn gentañ am eus kavet e stumm pdf (eil disoc’h an enklask), Rôle des oiseaux marins tropicaux dans les réseaux trophiques hauturiers du sud-ouest de l’océan Indien, e lennan «1.3.3- La sterne fuligineuse (Sterna fuscata, Linné 1766)» hep pennlizherenn en daolenn ha «la sterne fuligineuse (Sterna fuscata)» hep pennlizherenn en destenn ivez (p. 37).
Da ’m soñj n’eus ket ezhomm da reiñ skwerioù ouzhpenn. Lakaet ez eus bet war-wel e vez arveret anvioù an evned hep pennlizherenn ivez e gwirionez e bed an evnoniezh koulz e Breizh hag en tu all. Dister e kavan stourm evnoniourien zo evit o fennlizherenn, rak n’eo ket ar bennlizherenn a laka ul labour da vezañ sirius, met an danvez a gaver ennañ.
Ardamezouriezh: ho tigarez ma n’on ket bet sklaer a-walc’h. Setu ar pezh a felle din lavaret: divizet ez eus bet implijout «en» e-lec'h «e» war ar Wikipedia-mañ ganeoc'h-c'hwi o-unan. Ne felle ket din lavaret ne oa diazezet an diviz-se war netra, na reiñ un ali aziwarnañ pa oamp o treiñ diwar hor c'haoz.
Baleer (kaozeal) 7 Gwe 2015 da 07:26 (UTC)

Ne gomprenan ket mat-kaer ar skouerioù hag al liammoù a roez: er "Bilan des rencontres ornithologiques bretonnes 2014" e welan pennlizherennoù dre vras (p.8 etc.). Evit a sell an aozadur COM, an dra-se 'zo saverien evned, petra da welet gant an evnoniezh? Ha mar sellez mat e skrivont n'eus forzh penaos, ha gant pennlizherennoù n'eus forzh pelec'h en o fichennoù: Tarin des Aulnes, Arlequin Portugais...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Gwe 2015 da 08:38 (UTC)

Me a gav sklaer ar pezh am boa skrivet pa ’m boa roet deoc'h an arroudenn ha niverenn ar bajenn ma kaver anezhi, ha pa ’m boa lavaret c'hoazh e vez kavet an daou zoare d’ober gant Bretagne vivante ornithologie. COM a dermen ar skwerioù evit ar rummoù evned en ur sellet ouzh kemmoù o gen. Meur a skourr he deus an evnoniezh ha n’emaomp ket amañ evit barnañ anezhe. Bremañ n’emaon ket o vont d’ober ur roll eus an aozadurioù hag al labourioù (levrioù, tezennoù ha kement zo) hag a ra gant an doare-mañ-doare pe gant an daou. Ur c'holl amzer ha na gasfe da neblec'h e vefe. Ar santimant ’m eus ne fell ket deoc'h degemer an arguzennoù a zo kontrol d’an disoc'h ho peus c'hoant da gaout. Da ’m soñj hon eus graet tro ar gudenn, ha ne gav ket din ez eus bet kalz a zislavar d’an arguzennoù am eus roet a-hed ar gaoz-mañ. Ne welan diskoulm ebet nemet pediñ merourien da gaozeal amañ, dezhe da gemer un diviz (s. o. Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù). Baleer (kaozeal) 7 Gwe 2015 da 11:05 (UTC)
N'eo ket d'ar verourien da gemer divizoù evel m'eo merket mat amañ [21], d'an implijerien an hini eo. Pledet em boa kalz war ar pajennoù a denn d'an evned er sizhunvezhioù tremen. Paouezet e oan amzer d'an c'hendiviz-mañ mont en-dro, ha kavout a ra din ez on manet seven. N'on ket bet o skarzhañ traoù evel amañ ([22]), pa'z eus lamet kuit un ditour hag a gavan-me talvoudus da reiñ da c'houzout: al liester (ma ne oa ket a-bouez-kaer evit ar pennad-mañ ez eo talvoudus-mat pa vez kemmadurioù da sk.).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Gwe 2015 da 13:45 (UTC)
Lennet em eus war ar bajenn a venegit : «Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok.» Edon o reiñ ma ali hag o lavarout deoc'h ez on asant evit ma vefe graet. Lennit ar pazennoù 3 ha 4 war ar bajenn am eus meneget em c'hemennadenn diaraok.
Liesterioù an anvioù a zo un dra a zo da glask er geriadurioù, evel o ferzhioù all (strollder, reizh ha kement zo). Hag evel ho poa lavaret uheloc'h, n’eo ket an holloueziadur-mañ ur geriadur.
Baleer (kaozeal) 7 Gwe 2015 da 14:40 (UTC)
G.S. Ar c'hemm-se am boa graet a-raok penn-kentañ ar gaoz-mañ... Baleer (kaozeal) 7 Gwe 2015 da 15:04 (UTC)

Poent e vefe klozañ ar gaoz-mañ. Kinnig a ran lakaat da reolenn na lakaat pennlizherenn ebet e penn-kentañ anvioù an holl loened, plant ha kement zo. Skrivet en deus Prieladkozh (kaozeal) din ur gemennadenn hag a ya war an tu-se ivez. Baleer (kaozeal) 13 Gwe 2015 da 21:39 (UTC)

diwar-benn da ginnig[kemmañ ar vammenn]

Ar poent(ig) reizhskrivañ-se a c'houlenn da'm soñj un tamm muioc'h a studi, hag ivez un tamm doujañs evit savboent pep hini. Setu un elfennig all, en alamaneg e reont gant pennlizherennoù ivez en degouezh (n'eo ket hepken evel-just evit an anvioù-kadarn, pa'z eo ar reolenn er yezh-se skrivañ kement anv-kadarn gant ur bennlizherenn, met ivez an anvioù-gwan, an anvioù-gwan-verb, en enep d'ar reolenn voutin: «Adjektive und Partizipien werden auch dann großgeschrieben, wenn sie Bestandteile von Berufsbezeichnungen, Dienststellungen oder Titeln oder von Klassifikationseinheiten der Botanik, der Zoologie oder von Fahrzeugtypen sind bzw. wenn sie innerhalb konventionalisierter Bezeichnungen auftreten.» (gwelet amañ).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Gwe 2015 da 09:37 (UTC)

Doareoù-skrivañ a zo evit pep yezh. Hogen, boazioù ar brezhoneg eo a vefe da sellet oute dreist-holl. Gwelet hon eus penaos e vez graet er geriadurioù brezhonek. Gwelet hon eus ivez ez eus meur a zoare d’ober e Breizh, evel e lec'hioù all. Gwelet hon eus c'hoazh ez eus skridoù arbennik a zouj da labour ar c'heriadurourien e brezhoneg ivez. Ober ur studiadenn glok evit pep yezh a vefe ul labour dreist-penn. Ne gomprenan ket tre ar pezh a vank deoc'h evit klozañ e gwirionez. Ha chomit a sav, me ho ped, gant ho rebechoù, ne sikourint ket da vont war-raok. Baleer (kaozeal) 14 Gwe 2015 da 15:29 (UTC)
Pennlizherennoù ivez e kembraeg (koulz war wiki ar gembraegerien (da skouer cy:Pioden) ha gant ar "Welsh Ornithological Society". Geriadurouriezh ha termenadurezh a zo daou dra disheñvel paneveken. Kavout a ran gwelloc'h heuliañ skouer Perig Herbert en e skridoù, ha mont da heul ar yezhoù bras, an arbennigourien hag an aozadurioù ha tiez-embann pennañ war an dachenn-se, ha lakaat ar brezhoneg a-live ganto, ha degas dre-se un dra bennak ouzhpenn d'ar re a glask tapout deskamant dre hor yezh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Gwe 2015 da 09:42 (UTC)
N’eus ket anv amañ nag eus ar mod m’eo savet an termenoù nag eus o zermenadurioù, met eus implij ar pennlizherennoù, da lavaret eo eus lizherennerezh ha neket eus termenadurezh. Sur a-walc'h n’eus ket bet skrivet kalz e brezhoneg a-ziwar an dra-se, met displegadennoù a gaver e saozneg avat, evel «typography is a matter of editorial style and tradition not of nomenclature.» (International Code of Nomenclature for algae, fungi, and plants, Intl. Botanical Congress, Intl. Assn. for Plant Taxonomy, 2011, «Preface»). Evit gwellaat live ar pennadoù n’eus nemet magañ anezhe, ha n’eo ket un afer a bennlizherennoù. Ma soñjit e tegaso un tamm deskamant, e c'helloc'h displegañ boazioù an evnoniourien hag ar vevoniourien all e korf ur pennad, evel Lizherennerezh pe Bevoniezh.
Bez’ ez eus studiadennoù eus ar siriusañ hag a ra gant anvioù hep pennlizherenn. Evit ar saozneg, yezh skwer ma’z eo, sellit ouzh Journal of Avian Biology ha Ornithological Society of New Zealand. Anat eo n’eus liamm ebet etre live ur studiadenn hag ar pennlizherennoù deroù en anvioù ar spesadoù. Ha ne zegasfe ket kalz a dra reiñ skwerioù evit ar yezh-mañ-yezh.
Ar boaz a fell deoc'h lakaat amañ da reolenn evit an evned, hag evit an holl spesadoù all moarvad, n’eo nemet hini evnoniourien zo ha bevoniourien all zo. Hogen e heuliañ pe chom hep e ober a zo un dibab embann hag a vez graet evit an oberennoù arbennik war an evnoniezh pe ar vevoniezh. Evit ar re all e vez graet hep ar pennlizherennoù deroù, hag an holloueziadur-mañ n’eo ket unan anezho. Plediñ a ra gant kalz traoù all. Skwerioù a gaver war bajennoù gouestlet d’an evned zoken ; sellit ouzh «sevenadur» er pennad «kondor an Andoù» e brezhoneg, ouzh «Le pygargue dans la culture amérindienne» er pennad «Pygargue à tête blanche» e galleg, ouzh «Cultural depictions» er pennad «Common raven» e saozneg. Lakaat ar bennlizherenn da reolenn en holloueziadur-mañ a dalvezfe neuze e vefe heuliet ur boaz e kenarroudoù ma n’eus ket anezhañ.
Baleer (kaozeal) 16 Gwe 2015 da 21:41 (UTC)

Ur skouer eus ul labour a-feson kaset da-benn war ar poent-se a c'halli kavout el levr "Atlas des Amphibiens et Reptiles de Bretagne" embannet gant Breizh Vev-SEPNB (2014) ennañ ur rann "Croyances et prégugés" mar kaver kredennoù pobl, h.a., kement-se 'ta ouzhpenn ar rannoù (ar)skiantel rik, ha gwelet gant pegement a boell ez eo doujet da dalvoudegezh an anvadurioù, hag ar splet a c'haller tennañ eus implij ar pennlizherennpù pe get.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Gwe 2015 da 13:29 (UTC)

An oberennoù war al loenoniezh pe al louzawouriezh a c'hell mont en tu all eus ar skiant a bledont ganti a-wezhioù, chom a reont oberennoù arbennik. An holloueziadur-mañ n’eo ket unan anezho ; hollegour eo-eñv. Baleer (kaozeal) 18 Gwe 2015 da 16:25 (UTC)
N'emaon ket a-du gant da savboent, un holloueziadur en deus da zegas gouiziegezh er gwellañ doare. Hag un eston eo evidon gwelet ac'hanout, diouzh un tu, o tifenn mort reolennoù sonn hag hengounel war dachenn al lizherennaouiñ, hag o tamall ac'hanon d'ober gant stummoù rannyezhel, ha diouzh an tu all gwelet ac'hanout oc'h ober gant furmoù evel "skwer", "eñv", "moarvad"... ha n'int ket degemeret er genyezh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Gwe 2015 da 09:37 (UTC)
Ne ’m eus ket roet ali ebet a-ziwar ar stummoù rannyezhel er pennadoù. Ha ne vern penaos n’emaomp ket o sevel ur pennad amañ. Padal e kavoc'h « skwer » gant Yann Gerven e-barzh Ya ! pe e-barzh geriadur gwer Favereau (e peurunvan), da skwer... E-barzh an hevelep geriadur e kavoc'h « eñv » e-kichen « eñ ». Ho tigarez, me ho ped, evit ar fazi am eus graet pa ’m boa skrivet « moarvad » e-lec'h « moarvat ».
Ar pennlizherennoù ne zigasont ket gouiziegezh, n’eo aze nemet un dibab reolennoù. Sellit ouzh « Biologie des populations animales et végétales » gant Claude Henry, Dunod (2001) hag e kavoc'h reolennoù boaz al lizherennerezh ivez : « La chouette de l'Oural (Strix uralensis) », « le pic épeiche (Dendrocopos major) ». E-barzh Interactions durables gant Claude Combes (Éditions Masson, Collection Écologie, 1995) c'hoazh : « Corvus corone (corneille noire) », « la mésange charbonnière »... Meur a zoare d’ober a zo e bed ar vevoniezh. Ha war a seblant e vez graet muioc'h-mui hep ar pennlizherennoù. Baleer (kaozeal) 22 Gwe 2015 da 14:46 (UTC)

Gup/Bultur[kemmañ ar vammenn]

Adsellet em eus ouzh skrid P. Herbert en Hor Yezh. Evidon-me eo diarvar, ha mont a ra tre-ha-tre gant an hentennoù labour displeget gantañ en niv. 188. Evit ar yezh (ar)skiantel, hervez e lavar, n'eo ket bezañ "bultur" ha "gup" ar memes tra. N'haller ket reiñ anvioù heñvel da gerentiadoù ken disheñvel. Ur "golvan-aod" n'eo ket ur golvan, n'eo ket ur golvaneg zoken; ur "voualc'h-dour" n'eo ket ur voualc'h, ha n'haller ket o implijout evel-se er yezh (ar)skiantel. Er c'hontrol, ar yezh pemdez, al lennegezh… a ra ar pezh a gar war an dachenn-se.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 Gwe 2015 da 15:43 (UTC)

Mat eo ober gant an termenadurioù skiantel, ne ’m eus ket lavaret ar c’hontrol. Implijoù all an anvioù a c'heller menegiñ ivez evelkent. Baleer (kaozeal) 4 Gwe 2015 da 07:15 (UTC)

ABSA[kemmañ ar vammenn]

Demat. Ya, goût a ran. Trugarez. Klask a rin gober an abretañ ar gwellañ. A galon. Kadbzh (kaozeal) 20 Gwe 2015 da 19:05 (UTC)

Translation into Breton[kemmañ ar vammenn]

Hi! İ want to have my userpage and my profile translated in different languages, the maximum of languages possible, and one of them is Breton. So can you translate this sentence into Breton, please?

İf you want İ do a translation or correction in Flag of Catalonia.svg, Flag of Spain.svg, Flag of Portugal.svg, Flag of Galicia.svg, Flag of Italy.svg or Flag of Occitania.svg, leave me a message with your request and İ’ll do it, only you have to write a message in my Message Wall.

Please, make the most accurate translation possible. Thanks! --Josep Maria Roca Peña (kaozeal) 20 Gwe 2015 da 23:24 (UTC)

İťs been almost a month since İ request you this translation, can you answer, please? İťs only a short sentence. Thanks! --Josep Maria Roca Peña (kaozeal) 12 Her 2015 da 14:56 (UTC)

Cyclisme[kemmañ ar vammenn]

Bonjour. Je travaille à l'illustration du cyclisme. Je me penche en ce moment sur une manière de travailler ensemble pour centraliser les informations et passer moins de temps en mises à jour, le tout grâce à Wikidata. Je travaille au développement de Module:Cycling race qui possèdera plusieurs fonctions dont Patrom:Cycling race/listofstages qui permet de lister les étapes d'une course cycliste. J'ai fait un essai sur Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2016. Certaines villes sont notées n.v. : ça veut dire que leurs libellés n'a pas été indiqué en breton dans Wikidata, à supposer que ça s'écrit différemment du breton au français.

Dans quelques temps, quand quelques évolutions auront eu lieu, il sera possible de lister les équipes participantes et de faire les classements. Ceci devrait vous faire bénéficier d'articles plus complets tout en conservant les spécificités de la langue bretonne.

Je suis aisément joignable sur la Wikipédia francophone. Si vous ne parlez pas français, je maîtrise l'anglais. Je suis intéressé si des problèmes sont signalés, le lancement officiel de ce programme devrait avoir lieu en janvier. Cordialement, Jérémy-Günther-Heinz Jähnick (kaozeal) 17 Kzu 2015 da 20:54 (UTC)

Goulennig[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Gwelet em eus e oac'h techet da lemel an testennoù, peurvuiañ e galleg pe saozneg, bet lakaet kuzh a-ratozh-kaer gant implijerien 'zo. Petra zo kaoz e rit se o vezañ ma kaver er rann "Ostilhoù" eus ho "Pajenn implijer" an doare "Evit kuzhat un destenn" ? Da c'hortoz.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Kzu 2015 da 11:12 (UTC)

Patrom:Cycling race/listofwinners[kemmañ ar vammenn]

Bonjour. Molarus a développé une nouvelle function à partir de Cycling race qui permet de générer le palmarès d'une course cycliste, si les données existent sur Wikidata (et le travail ne fait que commencer). Le gros avantage vient de la mise à jour pour les Wikipédias les plus petites.

Si vous avez des questions ou des commentaires, n'hésitez pas à me contacter. Cordialement, Jérémy-Günther-Heinz Jähnick (kaozeal) 16 Gen 2016 da 10:22 (UTC)

Eostig Rusia[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Boulc'het e oa bet (e 2009) ar pennad Eostig-Rusia (evel ma vez diskouezet gant TermOfis OPaB : rossignol progné | eostig-Rusia | g. | eostiged-Rusia | Luscinia luscinia (étudié)) gant an Implijer Gouerouz a-raok bezañ adkaset da Eostig Rusia (hep barrennig-stagañ ar wech-mañ) ganeoc'h. Petra zo kaoz ho poa graet ar seurt dibab ? Daveoù all en ho kerz marteze ? --Prieladkozh (kaozeal) 17 Gen 2016 da 14:25 (UTC)

Cyclisme[kemmañ ar vammenn]

	l10nDef["//br.wikipedia.org"] = {"Généralités", "Course", "Compétition", "Compétitions", "Étapes", "Date", "Dates", "Distance", "Pays", "Pays",
	"Lieu de départ", "Lieu d'arrivée", "Équipes", "Partants", "Arrivants", "Vitesse moyenne", "Coût", "Résultats", "Vainqueur", "Deuxième", "Troisième",
	"Classement par points", "Meilleur grimpeur", "Meilleur sprinteur", "Meilleur jeune", "Super-combatif", "Meilleur au combiné", "Meilleure équipe"}

	l10nDef["//br.wikipedia.org"] = {"[[d:Module:Cycling race/doc|Documentation]]", "In Wikidata missing:"}

	l10nDef["//br.wikipedia.org"] = {"Coureur", "Pays", "Équipe", "Temps", "Points", "Classement de l'étape", "Classement général", "Classement par points", "Classement de la montagne", "Classement des sprints", "Classement du meilleur jeune", "Classement par équipes"}

	l10nDef["//br.wikipedia.org"] = {"Nom de l'équipe", "Pays", "Code", "WorldTeam", "WorldTeams", "ProTeam", "ProTeams", "Équipe continentale professionnelle", "Équipes continentales professionnelles", "Équipe continentale", "Équipes continentales", "Équipe nationale", "Équipes nationales", "Équipe régionale et de club", "Équipes régionales et de clubs", "Équipe cycliste professionnelle", "Équipes cyclistes professionnelles", "Équipe cycliste amateur", "Équipes cyclistes amateurs", "Groupe sportif I", "Groupes sportifs I", "Groupe sportif II", "Groupes sportifs II", "Groupe sportif III", "Groupes sportifs III", "Équipe mixte", "Équipes mixtes", "Équipe féminine", "Équipes féminines"}

Bonjour. Est-ce que vous pourriez me traduire ces mots en breton ? Le travail a continué ces dernières semaines, et une infobox commune fonctionne déjà sur onze Wikipédias. Par la même occasion, je prépare aussi les traductions pour les futurs programmes. Jérémy-Günther-Heinz Jähnick (kaozeal) 22 C'hwe 2016 da 18:29 (UTC)

Bonjour. Aujourd'hui, pour Patrom:Cycling race/teamroster, j'aurais besoin de la traduction en breton de cycliste et de date de naissance. J'ai amélioré l'affichage des dates. Jérémy-Günther-Heinz Jähnick (kaozeal) 10 Meu 2016 da 15:46 (UTC)

Bonjour. Aujourd'hui, je viens de fournir quatre nouvelles fonctions. Si des traductions sont nécessaires, vous pouvez les ajouter dans d:Module:Cycling race. Une démonstration a été faite sur Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1980. Pour les équipes cyclistes, il serait intéressant à l'avenir de créer des articles les concernant. Pour une équipe comme Ijsboerke, il suffit d'une seule phrase d'introduction. Les tableaux des effectifs proviennent de Wikidata. Quant à l'infobox, dans quelques moins une nouvelle infobox commune sera créée, ce qui me permettra de la partager sur les articles concernés. Jérémy-Günther-Heinz Jähnick (kaozeal) 11 Gwe 2016 da 09:21 (UTC)