Yezhadur bras ar brezhoneg
Neuz
(Adkaset eus Yezhadur Bras ar Brezhoneg)
Yezhadur bras ar brezhoneg zo ul levr yezhadur e brezhoneg skrivet gant Frañsez Kervella hag embannet gant Skridoù Breizh e 1947. Adembannet e oa bet gant Al Liamm e 1976.
Kavout a ra da galz a vrezhonegerien ha kelennerien brezhoneg eo al levr yezhadur gwellañ zo bet skrivet biskoazh e brezhoneg ha diwar-benn ar brezhoneg, goude ma c'hall hini pe hini kavout abeg pe abeg ennañ.
Sioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez ar sioù a vez rebechet a-wechoù:
- ne vije ket roet lec'h a-walc'h da yezh Gwened, evel ma skrivas Goulven Pennaod e-barzh Al Liamm, met n'eo ket ul levr da studiañ ar rannyezhoù, ha meneget e vez ar gwenedeg evel ar rannyezhoù all meur a wech, ha displeget o dibarderioù e korf al levr;
- implij ar barrennigoù-stagañ : a-wechoù e lenner amzer-vremañ, a-wechoù all amzer vremañ, marteze ur vi-koukoug; dre vras ne vez ket implijet ken stank ar barrennigoù-stagañ evel bremañ.
- an anv ger diskouezañ (rannbennadoù 367, 402, 459-466) na blij ket d'an holl(Daveoù a vank).