Yezhadurioù ar brezhoneg
Neuz
Ar pennad-mañ zo ur roll istorel (da glokaat) eus al levrioù a bled gant yezhadur ar brezhoneg.
Tostik an holl zo savet e galleg, ha meneget da gentañ, ar re vrezhonek a zo lakaet war o lerc'h. An div zo e saozneg zo meneget da ziwezhañ.
Ar c'hentañ yezhadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- War-dro 1500 : Donoe (pe An Donoët), a oa ur yezhadur eus al latin, skrivet e brezhoneg[1] met n'eo ket da vezañ renket e-touez yezhadurioù ar brezhoneg.
Ar yezhadurioù e galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XIVvet kantved- XVIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1659 : Le Sacré Collège de Jésus, Juluan Maner. Geriadur ha yezhadur. Kaoz ennañ eus Kemmadurioù ar brezhoneg evit ar wech kentañ.
- 1738 : Grammaire Françoise-Celtique ou Françoise-Bretonne qui contient tout ce qui est nécessaire pour apprendre par les Règles la langue celtique ou bretonne, gant Gregor Rostren.
- Adembannadur gant Loeiz Moulleg hag Al Lanv e 2008.
XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1807 : Grammaire celto-bretonne, Yann-Frañsez ar Gonideg.
- Adembannet e 1838.
- 1836 : Grammaire française-bretonne, Joakim Gwilhom. Da vezañ sellet war lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Breizh-Uhel.
- 1868 : Eléments de la grammaire bretonne, Jean Hinguant.
- 1878 : Grammaire bretonne du dialecte de Vannes. Le Bayon, A.-M. Lafolye.
- Adembannet e 1986 gant Hor Yezh.
- 1897 : Petite Grammaire bretonne, avec des notions sur l'histoire de la langue et la versification, gant Emil Ernod (1852-1938). E levraoueg Skol-Veur Breizh-Uhel.
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1902 : Leçons élémentaires de Grammaire bretonne, gant Frañsez Vallée, Moulerezh Sant-Guilherm, Sant-Brieg.
- 1902 : Grammaire bretonne du dialecte de Vannes, gant Aogustin Gwilhevig ha Pierre Le Goff, Gwened, Lafolye, 1902 (adembannet et 1912).
- 1908 : Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, gant Loeiz ar C'hlerg.
- 1928 : Précis de Grammaire bretonne, gant Roparz Hemon, Brest, Moulerez Stread ar C'hastell.
- 1940 : Grammaire bretonne, ha La Prononciation bretonne da-heul, Brest, Gwalarn.
- 1943 : Yezadur ar brezoneg, e galleg daoust d'an titl brezhonek, gant Pêr Yann Nedeleg, beleg, kelenner e Kloerdi Kemper (liesskrivet, implijet gant an oberour e Kloerdi Kemper).
- 1943 : Le Vannetais unifié. Prononciation, grammaire et vocabulaire, gant Roperzh ar Mason.
- 1948 : Grammaire bretonne, Roparz Hemon. Adembannet meur a wech gant Al Liamm (8vet embannadur : 1975).
- 1980 : Grammaire bretonne, Pierre Trépos. Eil embannadur, gant Ouest-France (ISBN 978-2-85882-362-8).
- 1983 : Précis de grammaire bretonne / Yezadur bihan ar brezoneg, Andreo ar Merser, Ar Helenner (adembannet e 2011 gant Emgleo Breiz) (ISBN 978-2-35974-037-0).
- 1983 : Petite grammaire du Breton Moderne, Yann Desbordes, Mouladurioù Hor Yezh.
- 1997 : Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ - Grammaire du breton contemporain, gant Frañsez Favereau, Skol Vreizh, (ISBN 978-2-911447-12-9).
XXIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2008 : La grammaire bretonne pour tous, Eugène Chalm[2]. Klok a-walc'h, aes a-walc'h da implij. Embannet e 2008.
- Trede embannadur adwelet e 2014.
- Un embannadur e brezhoneg a oa da vezañ, arc'hantet gant Redadeg 2014.
- 2009-bremañ: ARBRES, Wikigrammaire des dialectes du breton, Mélanie Jouitteau, IKER, CNRS. Ur yezhadur e galleg, e doare ur wikipedia[3] .
- 2011 : Précis de grammaire bretonne, Andreo ar Merser, Emgleo Breiz. Adembannadur levr 1983, kempennet marteze. Diazezoù ar frazenn, met netra ennañ diwar-benn an islavarennoù. Un tamm skort.
- 2017 : Nouvelle grammaire bretonne du dialecte de Vannes, Loig Cheveau[4], Éditions Label LN[5].
Ar yezhadurioù e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1928 : Yezhadur berr ar brezhoneg, gant Roparz Hemon, al levr yezhadur kentañ e brezhoneg. Meur a embannadur adalek 1928 betek hini 1979.
- 1947 : Yezhadur bras ar brezhoneg, gant Frañsez Kervella, Skridoù Breizh. Adembannet gant Al Liamm.
- 1979 :
- Yezhadur berr ar brezhoneg, gant Roparz Hemon. Al Liamm. A seblant damheñvel ouzh embannadur 1928.
- Dornlevr Krennvrezhoneg, gant Goulven Pennaod, Preder.
- 1990 : Bec'h dei !, TES. Savet gant Lukian Kergoat hag Ivon Gourmelon. Yezhadur e brezhoneg, savet evit skolioù Diwan, dilezet buan.
- 2000 : Yezhadur istorel ar brezhoneg, gant Roparz Hemon, Hor Yezh. Troidigezh A Historical Morphology and Syntax of Breton, lakaet e brezhoneg gant Alan Dipode, Hor Yezh, 2000 (ISBN 978-2-910699-36-9).
Ar yezhadurioù e saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1948 : A Handbook of Modern Breton (Armorican), D. W. F. Hardie, University of Wales Press, Kêrdiz, Kembre.
- 1975 : A Historical Morphology and Syntax of Breton, gant Roparz Hemon, Institute for Adanced Studies, Dulenn, Iwerzhon .
- A zo bet troet e brezhoneg gant Alan Dipode : Roparz Hemon, Yezhadur istorel ar brezhoneg, Hor Yezh, 2000 (ISBN 978-2-9106-9937-6)
- 1986 : A Grammar of Modern Breton, gant Ian Press, Mouton de Gruyter, Berlin-New York-Amsterdam
Levrioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù all zo, kaoz a yezhadur enne, ha n'int ket gwir yezhadurioù, pe dre ma n'int ket kinniget evel yezhadurioù, pe dre ma ne dennont nemet d'ul lodenn eus yezhadur ar brezhoneg. Setu amañ anvioù darn anezho :
- 1957 : Le pluriel breton, Pierre Trépos, Emgleo Breiz .
- 1966 : Le Trésor du Breton parlé, levrenn gentañ, gant Jules Gros. Div levrenn all, tevoc'h, zo deuet goude, betek 1974, hag adembannet goude c'hoazh gant Emgleo Breiz .
- 1973 : Syntaxe du breton moderne, gant René Le Gléau, Éditions La Baule .
- 1999-2000 : Études syntaxiques bretonnes, gant René Le Gléau. Peder levrenn anezho.
- 2003 : Daouzek kant lavarenn, gant Mark Kerrain, Sav-Heol ; yezhadur an islavarenn ha poelladennoù .
- 2011 : Le Guide du Bretonnant, gant Mark Kerrain, An Amzer. Adembannadur kresket e 2013. Evit reizhañ ar fazioù stankañ.
- 2014 : Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur. Yvon Gourmelon, Keit Vimp Bev. E brezhoneg.
- 2016 : Pok din, Jozefin, gant Mark Kerrain, Sav-Heol. Levrig gallek, daoust d'an anv brezhonek. Ereadurezh ar frazenn eeun.
- 2017 : La forme de fréquence ou forme d'habitude en breton, gant Mark Kerrain, Sav-Heol. Kentel ha poelladennoù[6].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gwennael Le Duc, Grammaire latine en moyen breton, Études Celtiques, levrenn 14, 1975; levrenn 16, 1979; levrenn 17, 1980.
- ↑ Pennad db al levr en ABP.
- ↑ Arbres : évolutif en ligne
- ↑ Lec’hienn vrezhonek
- ↑ http://www.editions-label-ln.com/?cat=6
- ↑ https://web.archive.org/web/20190104072741/https://www.brezhoneg.org/fr/livres/la-forme-frequentative