Yvon Gourmelon

Eus Wikipedia
Yvon Gourmelon
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanYvon Kemmañ
Anv-familhGourmelon Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Eos 1946 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlougastell-Daoulaz Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridbrezhoneg Kemmañ
Micherskrivagner, skrivagner skiant-faltazi Kemmañ

Yvon Gourmelon (Yann Gerven e anv-pluenn), bet ganet e Plougastell-Daoulaz d'an 20 a viz Eost 1946, a zo ur skrivagner brezhonek (danevelloù, romantoù), hag ur yezhoniour brezhonek (notennoù yezh) ha gallek[1] a vez pedet da gemer perzh e stajoù war ar brezhoneg. Bet en doa ar Priz Langleiz e 1986 evit ar romant Brestiz o vreskenn.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet e Plougastell-Daoulaz e 1946 en un endro brezhonek. Gant e ziv vamm-gozh eo en doa desket brezhoneg mat. Hervezañ e raent goap ouzh sioù ar "brezhoneg beleg" a veze klevet en iliz. Mont a reas d'ar skol da Blougastell, ha d'al lise da Vrest da c'houde. Eno eo bet studier war ar matematik ha war ar brezhoneg e Skol-Veur Breizh-Izel.

Mont a reas da gelenner war ar matematik e penn kentañ ar bloavezhioù 1970. Dimeziñ a reas da Agnes Helias, ur vrezhonegerez a-vihanik eus ar Vro-Vigoudenn ha mont a reas da Vulad-Pestivien da chom. Eno o deus desavet o fevar mab. Bet eo bet kelenner war ar matematik hag ar brezhoneg e lise Gwengamp.

Skrivagner brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Azalek ar bloavezhioù 70 e krog Yvon Gourmelon en e bluenn. E destennoù kentañ a zo embannet gant Ar Falz ha Skol Vreizh. Goude se e kemer perzh e stummadurioù war ar brezhoneg lec'h ma skriv a-gevret gant tud all Emgann Kergidach pe c'hoazh C'hwec'h kontadenn e brezhoneg aes ha bew, dindan kazel Ar Falz ur wech ouzhpenn. Kregiñ a ra da sinañ dindan an anv-pluenn Yann Gerven evit Planedenn, ur gazetenn lennegel bet ganet diwar obererezh Skol Vreizh hag Ar Falz, renet gant Fañch Morvannou. Skrivañ a reas e romant Brestiz o Vreskenn ur frapadig da c'houde. Skrivet en deus danevelloù a-leizh hag a zo bet embannet hogozik holl er gelaouenn Al Liamm abaoe 1984.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumadoù danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • C'hwec'h kontadenn e brezhoneg aes ha bew, Skol Vreizh, 1978
  • Ifern yen ha merc'hed klouar, Al Liamm, 1995
  • Plac'hedigoù o ler rous, Al Liamm, 1995
  • Cheeseburger ha Yod Silet, Al Liamm, 2009
  • Traoù nevez, Skol Vreizh, 2013 : priz Sten Kidna 2014

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Brestiz o vreskenn, Planedenn, niv. 19, eil emb. Al Liamm, 1986
  • Ar gañfarted hag al louarn kamm, An Here, 1989
  • Bouklet ha minellet, Al Liamm, 1990
  • Liv ruz an hesk, romant kazetenn embannet war Al Liamm da gentañ (e 1996 ha 1997), ademb. Keit Vimp Bev, 2002
  • War un ton laou, Skol Vreizh, 2003
  • Ar c'hrashoù, Keit Vimp Bev, 2007
  • Tonkad kriz Tom Bruise, Al Liamm, 2007
  • Ar Grec'hmitouarn, Keit Vimp Bev, 2008
  • Diskrap e Skrabyar, Al Liamm, 2015
  • Dre faot Fauré, Al Liamm, 2019

Gant skrivagnerien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Quelques données quantitatives sur les diférences dialectales du vocabulaire breton, Skol Vreizh niv. 50, 1977, pp. 4-10.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Da skouer : Y. Gourmelon, Quelques données quantitatives sur les différences dialectales du vocabulaire breton, Skol Vreizh 50, 1977.