Bulad-Pestivien
Bulad-Pestivien | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Bulat-Pestivien | |
Bro istorel | Kernev | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Kallag | |
Kod kumun | 22023 | |
Kod post | 22160 | |
Maer Amzer gefridi | Olivier Charles 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz Breizh | |
Lec'hienn web | http://www.bulat-pestivien.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 415 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 13 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 200 m bihanañ 189 m — brasañ 307 m | |
Gorread | 31,23 km² | |
kemmañ ![]() |
Bulad-Pestivien (['byːlat pis'tiːən]) zo ur gumun e Breizh e kanton Kallag, e Kerne-Uhel hag e kornôg departamant Aodoù-an-Arvor.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War lez ar stêr Blavezh emañ Bulad-Pestivien.
- Kumunioù amezek
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Régis de Saint-Jouan : Penstyffyen, 1368 ; Pestivien, 1670 ; Buzlat, 1620 ; Bulat-Pestivien, 24.11.1876.
- Bernard Tanguy : Pestivien, 1306, 1330 ; Pestiffien, ~ 1330 ; castrum de Pestivien, 1354 ; Penstffyen, 1368 ; Pestiffien, 1405 ; paroisse de Pestivien, 1465 ; chapelle Nostre-Dame de Buzglat, 1465 ; Buzlat, 1588, 1620 ; Bulat, 1670.
- Talvoudegezh : Penn ar stivien (an eiennoù)
- Diasur evit Bulat
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brizhet etre argant ha sabel (familh Pestivien, aet da get e 1776).
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 71 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,05 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
- Mervel a reas daouzek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
- Trevadennoù
- Brezel Indez-Sina: ur soudard a varvas e 1946.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur wezenn-derv e “Tronjoly”, ouzhpenn 1 000 bloaz a-hervez.
- An iliz Itron-Varia
- Diavaez
Ankoù o rambreal, ouzh an iliz (XIVvet kantved)
- Diabarzh
- Chapel Sant-Bleaz Pestivien
- Chapel Santez Anna Radeneg
- Feunteun ar C'hog.
Feunteun ar c'hog (XVIvet kantved)
- Feunteun ar Seizh Sant.
Feunteun ar Seizh Sant (1683)
- Feunteun ar Werc'hez (1718).
- Maner Bodiliav (XVvet-XVIvet kantved) : Mirdi Manerioù Breizh.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pell amzer eo bet an tiegezh de Kerouartz, perc'henned vras ar barrez, o terc'hel an ti-kêr.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eno emañ ar skrivagner Yann Gerven o chom.
- Maud Guillois (korollerez).
- Timothée Le Bour (soner).
- Ronan Le Dissez (soner).
- Thomas Lotout (soner).
- Anne Auffret, kanerez kantikoù brezhonek ha kan-ha-diskan, zo bet savet er barrez.
- Sabine Kergoed, skolaerez ha kanerez kan-ha-diskan, zo bet savet er barrez.
Ardamezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
|
![]() |
|
![]() |
|
![]() |
|
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezhoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 2006 e oa bet nac'het gant an enseller akademiezh digeriñ ur c'hlas divyezhek er gumun. A-benn ar fin e oa bet digoret ur c'hlas divyezhek e miz Gwengolo 2007.
- E distro-skol 2022 e oa 37 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (100 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4].
Kelenn d'an oadourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Stajoù brezhoneg a oa bet aozet gant Breuriezh Sant Erwan e dibenn ar bloavezhioù 1960 e skol al leanezed, gant Armañs ar C'halvez ha Yann Talbot. Unan bennak zo bet gant Skol an Emsav er bloavezhioù 1970 ivez gant Mark Kerrain ha Tangi Louarn.
Krennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Goude pardon Bulad, Eus pep toull e teu kouhad (kaouad).
Pardon ha foar ar c'hezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ul lec'h pirc'hirinded eo Bulad abaoe an XIIIvet kantved. Ur pardon a vez bep bloaz d'an dibenn-sizhun goude an 8 a viz Gwengolo (Gouel ginivelezh ar Werc'hez Vari). Kregiñ a ra da nav eur noz ha boas ez eur da guitaat an iliz e-kreiz an Oferenn da-heul ar pardoner (ar beleg pennoferenner) da brosesioniñ betek lec'h an Tantad, a vez enaouet neuze. Da c'houde ez eer en-dro d'an iliz da genderc'hel gant an Oferenn. N'eus nemet e Bulad e vez graet er mod-se. Ur foar ar c'hezeg a vez ivez, d'al Lun goude ar pardon, abaoe 1747. Lakaet e vez delwenn Gwerc'hez Bulad war ziskouez en iliz e-pad ar pardon. En oferennoù e vez kanet kantikoù brezhonek, en o zouez : Itron Varia Vulad evel-just, Da Feiz hon Tadoù Kozh...
D'ar Gwener da noz : oferenn (al lodenn vrasañ anezhi e brezhoneg), tantad, tan artifis, soubenn evit ar birc'hirined ha bal disko
D'ar Sadorn : oferenn vras, soubenn evit ar birc'hirined, lein (merenn) en div ostaleri eus ar barrez, chapeled e brezhoneg ha gousperoù
D'al Lun : oferenn ha foar ar c'hezeg, marc'had bras, kirri kozh war blasenn ar skol, merenn en div ostaleri eus ar barrez hag e-kichen sal ar festoù
Festoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Les Médiévales (miz Eost 2010)
Skol sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Darempredoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iwerzhon : Baile an Fhirteirigh (1992)
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Anatol ar Braz : Pardon Bulad e Magies de Bretagne
- Abbé Le Tirrand, recteur de Bulat : Miettes d'Histoire et de Légendes. Bulat-Pestivien. 1971.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 2,0 ha2,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019