Itron Varia Vulad
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
(Bulad-Pestivien)
Gwerc'hez Vulad, Itron Vari,
Harzit pep droug d'hon glac'hariñ.
Roit dimp bennozh, roit dimp souten,
Mirit 'n hon zouez ar feiz gristen!
War ar mor bras dianket, e-kreiz an noz du-dall,
Ha tro-war-dro, an avel gant kounnar o yudal,
An den a vor a greñva e fiziañs, e bedenn
Dirakañ 'kreiz an oabl du, pa bar ur steredenn.
Ni 'zo ivez dianket 'kreiz mor ar bed treitour,
Hag en-dro dimp o krozal an avel hag an dour,
Avel diwar an ifern ha dour don ar pec'hed,
Du an oablenn, du an noz, hon c'halon zo nec'het.
Dre holl, enep da Zoue, a zo hirie brezel,
Parit, steredenn Vulad, a-us da Vreizh-Izel
Mirit hon bro da Zoue, mirit hon bro kristen,
Ni ho ped a-greiz kalon, selaouit hon fedenn.