Armañs ar C'halvez
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Armans Ar C'halvez |
Anv ganedigezh | Armand François Marie Le Calvez |
Anv-bihan | Armand |
Anv-familh | Ar C'halvez |
Deiziad ganedigezh | 29 Eos 1921 |
Lec'h ganedigezh | Kemper-Gwezhenneg |
Deiziad ar marv | 4 C'hwe 1972 |
Lec'h ar marv | Kemper-Gwezhenneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg |
Micher | beleg katolik, skrivagner |
Relijion | Iliz katolik roman |
Armañs ar C'halvez (Armand Le Calvez hervez marilhoù an ti-kêr), bet ganet e Kemper-Gwezhenneg d'an 29 a viz Eost 1921 ha marvet e Lannuon d'ar 4 a viz C'hwevrer 1972, a oa ur beleg katolik oberiant, ur brezhonegour, keltiegour ha kelennour en deus labouret kalz evit ar brezhoneg.
Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e Ploueg-ar-Mor, e Goueloù, Skol Sant Erwan, eus 1958 da 1961.
Gant evezh e studias kudennoù ar gelennadurezh divyezhek er broioù bihan evel Kembre, ar Friz pe ar Schleswig-Holstein. Adalek 1963 pe war-dro e stagas da aozañ un dezenn war an divyezhegezh e Bro-Gembre. E 1969 eo e tisplegas e dezenn dirak ur bodad-barn e Skol-Veur Roazhon hag e voe degemeret da zoktor. Embannet eo bet e dezenn e stumm ul levr galleg, gant e di-emban, Skol, e 1970, hag anvet e oa "Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles".
Krouiñ a reas Wanig ha Wenig, ur gelaouenn evit ar vugale a badas c'hoazh un toullad bloavezhioù war-lerc'h e varv, ar gelaouenn bedagogel Skol, ar gevredigezh Breuriezh Sant Erwan hag an hentenn-deskiñ Herve ha Nora.
Kamarad e oa da Glerg, hag eveltañ en devoa desket kembraeg. Anvet e oa bet da aluzener e skolaj Bossuet e Lannuon.
Beziet eo e Kemper-Gwezhenneg e-lec'h ma oa bet ganet ha bet kure.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles. Histoire, littérature, enseignement, Lannuon 1970.
- Herve ha Nora, hentenn da zeskiñ brezhoneg. Skol, 1972. 4 levrig. Embannet dre offset da gentañ, moulet goude;
- Skol, kelaouenn krouet gantañ.
- Gwir Vretoned, un teskad kanaouennoù.