Gwir Vretoned
- Ur pennad Gwir Vretoned (levrig) zo ivez.
Gwir Vretoned zo ur meulgan da Vreizh ha d'ar Vretoned savet gant Paotr Treoure war don Seziz Gwengamp (evit an diskan hepken) a gaver e Barzaz Breiz, hag a zo bet brudet-kenañ e Bro-Leon.
Tost e vije an ton d'ur ganaouenn gozh e kembraeg, Rhyfelgyrch Gwŷr Harlech ("Kan-bale Gwazed Harlech").
Kanet e veze er skolioù ha sonet gant ar bagadoù kentañ, gwechall dreist-holl, ha kanet e vez gant lazoù-kanañ[1],[2].
Pozioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
O va Breizh gant da dourioù brudet |
N'ez eus ket 'vel e-touez hor c'herreg |
Hon tud-kozh, tud leal ha santel |
Bretoned, savomp hor c'halonoù |
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pladenn "Kanomp Uhel", embannadur Coop Breizh
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yann-Vari Perrot : Sonioù Feiz ha Breiz, embannet e 1930.
- Kanomp uhel !, dastumad embannet gant Coop Breizh, 1996 (ISBN 978-2-909924-38-0)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwir Vretoned (levrig), dastumad kanaouennoù.
- Kenavo deoc'h, gwir Vretoned