Kenavo deoc'h, gwir Vretoned

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Kenavo deoc'h, gwir Vretoned zo ur c'han brezhonek, e brezhoneg Gwened, gant Job Gléan ha J.-P. En Danteg, ha kanet gant meur a laz-kanañ.

Embannet eo bet e 1957 el levrig Kanomp uhel ma oa anvet "Kenavo" ha netra ken, e daou zoare-skrivañ ar falc'huneg : hini brezhoneg Gwened er bajenn 83, hini brezhoneg KLT war ar bajenn 84.

Pozioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanet hon eus a galon vat
En enor d'ar vro, da Zoue
Mall eo skoulmañ kent 'n em guitaat
Gant ur sonenn hor c'harantez
Kenavo deoc'h, gwir Vretoned,
Bleuniañ a ra al levenez
E pep kalon, ouzh he klevet,
Enor deoc'h-c'hwi, ha trugarez
Sonet hon eus, breudeur karet
E'it hadiñ joa, sec'hiñ an daer
Ha deskiñ d'an dasson lâret
Ez eus Bretoned àr an douar
Ez eus àr an douar ur vro gaer
Tud vat ha kalonek enni
Hag he deus taolet he splannder
Àr hent an enor hep fazi
D'ar Vretoned, gloar hag enor da virviken