Job ar Bayon
Neuz
Job ar Bayon, a sine ivez Job Er Glean, (12 a viz Ebrel 1876 e Pleuwigner-26 a viz Gwengolo 1935 e Kolpoù) zo bet ur skrivagner-pobl hag ul lusker d'ar c'hoariva-pobl e brezhoneg, e Bro-Gwened.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ober a reas e studi e kloerdi bihan Santez-Anna-Gwened hag e kloerdi bras Gwened. Kure e voe e Begnen, gant J. Buleon da berson. Aluzener e voe e-pad ar Brezel-bed Kentañ, kent distreiñ da Vegnen e 1923.
Anavezet eo dreist-holl dre m'en deus krouet ur strollad teatr brezhonek e Santez-Anna-Gwened, ha m'en deus skrivet kalz a bezhioù-c'hoari hag a ganaouennoù. Lod eus e bezhioù-c'hoari zo bet lakaet e brezhoneg Leon gant Yann-Vari Perrot, evel da skouer Nikolazig pe Er hemener.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pezhioù-c'hoari
- En eutru Keriolet
- Joson er lagoutér
- Er Hémenér
- Nikolazig
- Kado, roué er mor
- Fosfatin, er vatéh fin
- Santéz Noluen
- Pasion Gonéri
- En Ozeganed
- Boeh er goed
- Ar hent er hadour
- Kanaouennoù
- Fest Kerhuiton
- Er bugul
- Bro hun tadeu
- Er rah koed
- O Pleùignér, o mem bro karet