Yerom Buleon

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Yerom Buleon (Pluvergad, 12 Gwengolo 1854 - Gwened, 31 Here 1934) a oa ur beleg katolik breizhat en deus savet levrioù a zevosion ha dastumet kanaouennoù brezhonek en eskopti Gwened.

Ober a reas e studioù e skolaj Sant-Frañsez-Zavier e Gwened, e kloerdi bihan Santez-Anna-Wened hag e kloerdi bras Gwened. Adalek 1877 e voe o kelenn e kloerdi bihan Santez-Anna-Wened, hag e-touez e studierien e voe Frañsez-Mari Kadig. Person Begnen e voe adalek 1899 hag eno e krouas ur c'hannadig-parrez divyezhek brezhoneg-galleg anvet Er Hlohig Begnen. Anvet e voe da berson en iliz-veur Gwened e 1906.

Eus 1905 da 1914 e voe e penn ar Revue Morbihannaise, ur gelaouenn c'hallek a blede gant an istor, ar brezhoneg ha sevenadur Bro-Gwened. Dastum a reas kontadennoù ha kanaouennoù a voe embannet gantañ er gelaouenn-se. E brezhoneg e savas ur Histoér Santél[1] ha kas a reas meur a bennad d'ar gelaouenn Dihunamb. A-hend-all e savas pennadoù e galleg dreist-holl, diwar-benn istor ar vro. E vreur Matilin Buleon a voe dastumer kanaouennoù ivez.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Histoér santél, de ziskein er burhudeu en dès groeit en Eutru Doué ar en doar aveit salvedigeh er bed, Gwened, Galles, 1896 & Lafolye, 1900
  • Histoar zantel da zeskin ar burzudou en deuz gret an Otrou Doue war en douar evit silvidigez an dud, doare all eus an "Histoér santél" lakaet e brezhoneg Treger gant E. Héry, person Kerfod, Ploermael, 1899

e galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sainte Anne d'Auray, histoire du pèlerinage (21 embannadur etre 1912 ha 1948)
  • Sainte-Anne d'Auray : histoire d'un village (7 embannadur e 1924)
  • Yves Nicolazic : le paysan, le voyant, le batisseur Sainte- Anne d'Auray (7 embannadur etre 1930 ha 1982 )
  • Sous le ciel d'Afrique. De Sainte Anne d'Auray à Sainte Anne du Fernanvaz. Récits d'un missionnaire, 1896
  • Le Doyenné de Locmalo, étude sur le pays "Pourrelette" gant Jérôme Buléon
  • Histoire liturgique de l'Immaculée Conception, gant J. Buléon

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Histoér Santél de ziskein er burhudeu en des groeit en Eutru Doué ar en doar, moullerezh Galles, Gwened, 1896, adembannet e 1900, 1902 ha 1911 ; embannet ivez e brezhoneg Treger, Histoar Zantel da zeskin ar burzudou en deuz gret an otrou Doue war an Douar e 1899 ha 1904, hag e brezhoneg Leon, Histor Zantel da zeski ar burzudou en deuz great Doue var ann douar e 1900