Brezhoneg Leon

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Rannyezhoù ar brezhoneg
  • ██ Leoneg
  • ██ Tregerieg
  • ██ Kerneveg
  • ██ Gwenedeg
  • Brezhoneg Leon, pe leoneg (pe leouneg) a-wechoù, a vez graet eus brezhoneg Bro-Leon. Un nebeud perzhioù dibar zo dezhañ, a-fed distagadur ha geriaoueg.

    Distagadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Vogalennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • /o/ distaget [u], evel e gerioù evel
      • don, sonn, spont
      • homañ, Leon, konnar
      • brezhoneg
    • /a/ e-lec'h /ã/ en anv-verb (evañ, studiañ) hag en derez-uhelañ (kentañ, koshañ)
      • met /ã/ en araogennoù evel gantañ, dezhañ, evitañ hag en diskouezañ -mañ, hag er gerioù amañ, bremañ
    • Diftongennoù:
      • Distaget e vez [aw] er gerioù Paol, taol, kaol, ur paotr /ˈœr pawtr/.
      • Pa vez taolmouezhiet /ɛː/ e tro da /ea/: Kêr /ˈkear/; a weler e skritur anvioù zo, evel: Creizmeas, Penn an Neac'h.
        • aes, laezh, maer, maez,
        • kêr, lec'h, pelec'h, sec'h
    • Dont a ra ar son <wa> da vout /ˈoːa/ (div silabenn) hag ar son <wã> da vout /ˈoːã/ (div silabenn)
      • koad /ˈkoːat/,
      • koan /ˈkoːãn/, hag ivez moan, poan ...

    Kensonennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Distaget e vez

    • /z/ atav: nevez, trugarez, bloaz, ruz, gouzout
    • al lizherenn w a zo /v/ e deroù ar gerioù : ur wezenn, da win, ar Vourc'h-Wenn
    • an heuliad <gwr> a zo /gr/: gwreg [grek]
    • ar gensonenn /r/ a zo ruilhet, evel e gwenedeg alies, hag e tregerieg a-wechoù;
    • /z/ distaget /d/ e-barzh bez' ez oa /ˈbed ez ˈoa/…

    Ne vez ket distaget

    • /h/ e deroù ar gerioù (hanter, hent)

    Yezhadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • Edo, amzer-dremenet emañ.
    • Va zad, e-lec'h ma zad.
    • Me da gar, e-lec'h Me az kar
    • An dibenn -og/-ok e-lec'h -eg/-ek, e gerioù evel foennog, pennok....

    Gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Lod eus ar gerioù-mañ n'int anavezet nemet e kornioù zo eus Leon:

    • alato « evelato, koulskoude »
    • dabord « bremaik »
    • disheñvel « dispar »
    • dister eo « ret eo »
    • foennog « prad »
    • heurtañ « bountañ »
    • kolo « plouz »
    • pelloc'h « bremañ »
    • tardañ « ehanañ »
    • warc'hoazh, azo arc'hoazh e Treger ha Gwened.

    Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • MADEG Mikael, Kentelioù distagadur brezhoneg Bro-Leon, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2020.

    Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]