Keriadoù
Neuz
Keriadoù
| Anv ofisiel | Keryado |
|---|---|
| Bro | Frañs |
| E tiriad | Mor-Bihan |
| Daveennoù douaroniel | 47°45′43″N 3°23′20″W |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | maer Keriadoù |
| Deiziad divodañ | 1 Genver 1947 |

Keriadoù zo ur gumun a-wechall eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan, bet krouet e 1901 diwar ul lodenn eus kumun Plañvour ha bet staget ouzh kumun An Oriant e 1947.
- Straed Belgia.
- Leur-gêr ar Frankiz.
- An ti-kêr hag ar skol a-wechall.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mervel a reas 162 waz eus ar gumun a varvas evit Bro-C'hall, eleze 3,02 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911; 30 a servije er morlu, 95 en droadegiezh ha 37 er ganolierezh[2].
- Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet ganet er gumun gant al lu gall d'ar 14 a viz C'hwevrer 1916.
- Jean Le Maux, maer ar gumun, a voe dilezet a-berzh-gwir d'ar 27 a viz Kerzu 1940 gant Renad Vichy[3].
- Mervel a reas triwec'h milour bet ganet er gumun er brezel[4]; tri anezhe a gemeras perzh er Rezistañs, unan a voe fuzuilhet e dibenn miz Gouhere 1944 gant an Alamaned e Kerfani e Molan[5],[6], an daou all a voe kaset d'ar c'hampoù-bac'h e Mauthausen[7] hag e Ravensbrück[8] lec'h ma varvjont e 1945. 45 gwaz eus ar gumun a varvas dre m'o doa kemeret perzh er brezel, tri anezhe er c'hampoù-bac'h lec'h ma oant bet kaset evit abegoù politikel, 16 eus ar morlu ha 26 eus an tirlu[2].
- Bombezet e voe Keriadoù gant Aerluioù ar Rouantelezh-Unanet ha SUA.
- D'ar 7 a viz Eost 1944 e teuas un nebeud tankoù SUAat betek kroaz-hent ar Perroquet Vert, en antre ar gumun, a-raok kilañ betek Pont-Skorf[9].
- Chom a reas Keriadoù e Sankenn an Oriant e dalc'h an Alamaned betek an 10 a viz Mae 1945.
Stagidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sataget e voe kumun Keriadoù ouzh kumun an Oriant e 1947.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Monumant ar re varv e bered Keriadoù.
- An iliz katolik.
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik Santez Tereza, 1931.
Emdroadur ar boblañs 1901-1946
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niver a annezidi

[10].
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar maerdi.
| Mare | Anv | Strollad | Karg | |
|---|---|---|---|---|
| Even 1901 | Even 1910 | Pierre Le Breton | ||
| Even 1910 | Kerzu 1916 | Jean Stéphant/Stéphan | ||
| Kerzu 1916 | Even 1923 | Jean-Marie Toulliou | ||
| Even 1923 | Genver 1927 | Pierre Philippe | ||
| Meurzh 1927 | Mae 1935 | Jean Hémon | Radikal | |
| Mae 1935 | Kerzu 1940 | Jean Le Maux | SFIO | |
| Kerzu 1940 | Meurzh 1941 | Jean Bréchard | bet anvet gant Renad Vichy | |
| Ebrel 1941 | Mae 1942 | Léon Jacques | bet anvet gant Renad Vichy | |
| Mae 1942 | Mae 1945 | François Even | bet anvet gant Renad Vichy | |
| Mae 1945 | Ebrel 1946 | Jean Le Maux | SFIO | |
| Ebrel 1946 | Mae 1946 | Louis Lancelot | ||
| Mae 1946 | Gwenholon 1947 | Jean Penquer | ||
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | ||||
Post
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An ti-post a-vremañ.
- D'ar 16 a viz Gwenholon 1908 e voe krouet un implij paotr-al-lizhiri-resevour[11].
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud bet ganet er gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eugène Albaud (21 a viz Eost 1880), bet fuzuilhet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1916 gant al Lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ[12].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
- 1 2 (fr)Monumant ar re varv, e bered ar gumun
- ↑ (fr)Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ (fr)Mémoire des Hommes
- ↑ (fr)"Le Télégramme", Kerfany-les-Pins. Hommage aux 21 résistants fusillés
- ↑ (fr)Mémoire des Hommes
- ↑ (fr)Mémoire des Hommes
- ↑ (fr)Mémoire des Hommes
- ↑ (fr)Jean Le Berd, Lorient sous l'occupation, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1986, p. 109
- ↑ (fr)Cassini-EHESS
- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 154
- ↑ (fr)Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
Rummadoù:
- An Oriant
- Kumunioù kozh ar Mor-Bihan
- Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e-pad an XXvet kantved
- Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ
- Bombezadegoù ar Re Gevredet e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e Kerfani (Molan) e miz Gouhere 1944