Potr Treoure

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Paotr Treoure)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Potr Treoure, pe Paotr Treoure [1], a oa anv-pluenn Augustin Konk, beleg a Vro-Leon brudet ivez evel An aotrou Konk.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 16 a viz Here 1874 e voe ganet Augustin Konk e Treoure, e parrez Plougin. E skolaj Lesneven e reas e studi kent bezañ beleget e 1898. Kure e voe e Kastell-Paol, person e Lokenole goude-se ; e 1930 e voe person e Plouneour-Traezh, ma chomas betek e varv d'ar 26 a viz Kerzu 1952 e Kastell-Paol.

Er skolioù katolik e veze lakaet ar vugale da zeskiñ e vojennoù dre an eñvor, evel ma veze desket Fablennoù Jean de la Fontaine e galleg.

E 2018 e vo embannet ur bladenn gant TES, enni darn eus e fablennoù a vo lennet gant Mari Kermarreg[2].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad kanaouennoù zo bet savet gantañ[3], war tonioù eus Skos, Kembre, Kernev-Veur, SUA ; re all kempennet hepken. En o zouez:

  • Gwir Vretoned, war ton Seziz Gwengamp, e Barzhaz Breizh, bet brudet bras.
  • Marijanig Lagadbran, dastumet ha kempennet gantañ (hep ma oufed resis diwar beseurt danvez), kanet en ur bern skolioù Diwan;
  • Mari Vastrouilh, savet gantañ war un ton eus SUA,
  • Va zi bihan, diwar ur ganaouenn eus Kembre, bet enrollet gant Eliane Pronost
  • Luskell va bag, diwar ur c'han skos, The Skye boat song.
  • Good onions, very cheap, diwar-benn ar Jonied.
  • Ar bloaz nevez, diwar un ton eus Kembre
  • Yannig an difouper neiziou, war don gavotenn an Aven (ha hini ar ganaouenn Matilin an Dall), savet pe gempennet?

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Diwar pluenn Frañsez Falc'hun, e rakskrid Mojennou ha soniou, a zo sinet gant « Potr Treoure » koulskoude.
  2. Darn eus an enrolladurioù:[[1]]
  3. Ur roll anezho a gaver amañ: [[2]]