Lesneven

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lesneven
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
An ti-kêr
An ti-kêr
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Lesneven
Bro istorel Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Lesneven (pennlec'h)
Kod kumun 29124
Kod post 29260
Maer
Amzer gefridi
Claudie Balcon
2014-2020
Etrekumuniezh KK Bro Lesneven hag Aod ar Mojennoù
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 7 167 ann. (2012)[1]
Stankter 698 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 34′ Norzh
4° 19′ Kornôg
/ 48.57, -4.31
Uhelderioù bihanañ 14 m — brasañ 79 m
Gorread 10,27 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Lesneven
Map commune FR insee code 29124.png

Lesneven a zo ur gumun eus Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Pennlec'h kanton Lesneven eo.

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Blason Lesneven.svg «En aour, e leon kudennek en sabel, o terc'hel etre e zaou bav a-raok ur sparrarouez en glazur karget gant ur flourdilizenn en aour, e fust en gul.»
  • d'Hozier, 1696

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Lesneven da benn ur bann[2].

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Canadian Red Ensign 1921-1957.svg Kanada 1 (Tirlu)
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 13 (Aerlu:1, Tirlu:12)
Dianav un nebeud milourion ouzhpenn
Hollad tremen 14

Marvet int e-kerzh an Eil Brezel Bed, re an Tirlu e 1939 pe e 1940. Ar c'harrnijour a varvas d'ar 24 a viz Gouere 1941, pa gouezhas e garr-nij (Wellington II marilhet W5551 ha kodet IQ-U) e Plouzeniel[4][5].

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maered[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll maered ar gumun
Prantad Anv Strollad Micher
1904-1919 Joseph Odéyé
1919-1952 Jules Duterque
1952-1957 Étienne Airiau
1957-1965 Joseph Martin
1965-1968 Claude Cozanet
1968-1977 Yves Le Hir
1977-1983 Jean Bourges
1983-1989 Yves Le Hir
1989-1995 Jean Boulic Tu-dehoù, distrollad
1995-2001 Prosper Quellec
2001-2014 Jean-Yves Le Goff Tu-dehoù, distrollad
2014-2020 Claudie Balcon
da glokaat.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D’an 18 a viz Gouere 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 22 a viz Mae 2009 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur skol Diwan a zo e Lesneven abaoe 1981.
  • E 2011 ez eus kaoz gant maer Lesneven da zistruj Skol Diwan ar gumun.
  • Klasoù divyezhek a zo eno er skolioù katolik.
  • E distro-skol 2012 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 284 skoliad (17,6% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[6].
  • Abaoe 2004 e vez aozet ar staj brezhoneg B & B (Bevañ ha Brezhoneg) gant Ti ar Vro - Bro Leon.

Bugaligoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar vagouri "Les Pit'chouns" he deus sinet Live 1 karta Divskouarn.

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud liammet gant ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Kêr Abaoe
Flag of Wales.svg Kembre Caerfyrddin 1982
Bandeira galega civil.svg Galiza As Pontes de García Rodríguez 1991

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
  3. Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, p.8, Éditions Astoure, 2008
  4. Pertes R.A.F Finistère
  5. Commonwealth War Graves Commission
  6. Ofis Publik ar Brezhoneg