Guillaume Héliès
Neuz
Guillaume Héliès, pe Lomik Helies, ganet d'ar 14 Genver 1861 e Bodiliz ha marvet d'an 12 Mae 1941 e Lesneven, a oa beleg ha skrivagner brezhonek evit ar c'hoariva.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Plougerne e reas e studioù kentañ, en ur skol renet gant e eontr Yann-Vari Apriwal (1842-1906). D'e drizek vloaz, e 1874, ez eas da skolaj Lesneven kent mont da gloerdi Kemper.
Beleget e voe e 1885 hag anvet kerkent da gure e parrez Lokmaria e Kemper, ha goude-se e Kraozon (1890) ha Pont-an-Abad un nebeud mizioù diwezhatoc'h.
E 1900 e voe anvet da aluzener ospital Lesneven, ma skoazellas strollad c'hoarierien kêr dre skrivañ pezhioù-c'hoari evito, dindan an anv-pluenn Gwilherm Eliez.
Pezhioù-c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Heritourien Biel al Liardou, 1909, embannet e Brest, in-16, 54 fajenn.
- Bugale Jacob, 1910, embannet e Brest, in-12, 72 pajenn
- Trubuilhou Jean Hirroux, 1910, Brest
- Tonton ar C'hanada, diembann.
Kenlabour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1909 : Heritourien Biel al Liardou, embannet gant Courrier du Finistère.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- RAOUL, Lukian : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p. 137-a (ISBN 978-2-7368-0034-5)