Kraozon

Eus Wikipedia
Kraozon
Porzh Morgad.
Porzh Morgad.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Crozon
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kastellin
Kanton Kraozon (Pennlec'h)
Kod kumun 29042
Kod post 29160
Maer
Amzer gefridi
Patrick Berthelot
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Gourenez Kraozon-Arvor ar Stêr-Aon
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 7 360 ann. (2020)[1]
Stankter 92 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 14′ 45″ Norzh
4° 29′ 15″ Kornôg
/ 48.245834, -4.4875
Uhelderioù kreiz-kêr : 85 m
bihanañ 0 m — brasañ 102 m
Gorread 80,37 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kraozon

Kraozon (distaget Kraon er vro: ['krãõn]) a zo ur gumun eus Breizh e Kerne ha pennlec'h kanton Kraozon. Ar gumun bennañ eus Gourenez Kraozon a zo anezhi.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelc'hiet eo gant ar mor: en hanternoz dezhi emañ lenn-vor Brest, er c'hreisteiz Bae Douarnenez hag er c'huzh-heol ar Meurvor Atlantel. Anavezet mat eo ivez ar c'hourenez abalamour d'he geologiezh dibar. Gallout a reer kavout eno roudoù eus darvoudoù a-bouez e buhez an douar a ro tu da gompren penaos ez a fiñvadennoù ar douar en-dro. Kavet e vez e Kraozon ur pleg antiklinal mil anavezet (pleg an douar e stumm un A).

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bernard Tanguy : "Plueu Crauton, Crauthon, XIvet; Crauzon, 1173; Craozon, 1192-1202; Craothon, c. 1214; Crauzon, 1263, c. 1330, 1535;

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En aour e leon kudennek en sabel; e vevenn en gul, e deir mailhenn en aour

  • Sturienn: Etre daou vor
  • Diviz-kêr: 17 a viz Kerzu 1977
  • Kroaz-vrezel 1939-1945 a vez lakaet da ginkladur diavaez

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Doixant e anv, Ha Meillard, kure[2].

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe kumun Lañveog e 1872 diwar ul lodenn eus kumun Kraozon[3].

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas 340 gwaz eus ar gumun, eleze 4,09% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[4].
  • Ur c'hamp-bac'h a voe digoret en Enez-Hir er gumun e 1914 evit derc'hel ennañ 400 sujed alaman ha 250 sujed aostrian bet tapet e miz Gwengolo p'edont o veajiñ e bourzh ar mordreizher Nieuw Amsterdam diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913[5].

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[10],[11].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Aostralia 3 (aerlu)
Kanada 2 (aerlu)
Rouantelezh-Unanet 4 (aerlu)
Dianv 1
Hollad 10

Karrnijourion e oant holl. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed[12].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[13].

Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D'an 29 a viz Mae 2009 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
  • D'ar 26 a viz Meurz 2013 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1989.
  • E distro-skol 2022 e oa 43 skoliad enskrivet er skol Diwan (6,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[14].

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Autret,

Aotrounez Landeadeg

En aour e femp pempenn kommek en glazur
Bohier,

Aotrounez Treberon

En aour e leon en glazur
Jacob

Aotrounez la Basse-Ville, Kerigou, la Ville-Neuve

En gul, e gebrenn en argant, heuliet gant teir c'hregilhenn ivez en argant

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

bro kêr abaoe
Iwerzhon Sligeach 1980
Savoia Pralognan-la-Vanoise

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luc'hskeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 44.
  3. Kuzul departamant Penn-ar-Bed - Gallica
  4. Memorial Genweb
  5. Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
  6. Memorial Genweb
  7. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. Pertes USAAF Finistère
  9. Pertes RAF Finistère
  10. Memorial Genweb
  11. Memorial Genweb
  12. Commonwealth War Graves Commission
  13. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  14. Distro-skol ar c’helenn divyezhek