Mont d’an endalc’had

Enez-Hir

Eus Wikipedia

Takadoù Enez-Hir (kartenn saoznek, ha gallek evit un darn).

An Enez-Hir zo un enezenn e lenn-vor Brest, e kumun Kraozon, stag ouzh gourenez Kraozon. Ganti eo rannet bae Roskañvel diouzh ouf ar Fred. 42 m a uhelder a oa dezhi a-raok labourioù bras 1967-1972.

Diberc'hennet e oa bet 400 den bennak ha skarzhet 6 atant a-benn ober lec'h d'al labourioù[1].

Ur porzhva kuzh zo enni, ha n'haller ket kaout luc'hskeudennoù eus an enezenn. Manifestadegoù a vez bep bloaz a-enep al listri-spluj nukleel (dizañjer, a-hervez) a zo dalc'het enni.

  • Betek ar bloavezhioù 1960 e oa meur a gêriadenn en enezenn, annezet gant labourerien-douar[2],[3]. Mengleuzioù a oa ivez, ma veze eztennet mein kalet d'ober pavezioù[4].
  • E-pad ar Brezel-bed Kentañ e oa ur c'hamp prizonidi alaman en enezenn[5].
  • E-pad an Eil Brezel-bed e oa dalc'het an enezenn gant an arme alaman a lakaas meur a beulvan da darzhañ evit sevel o lochennoù-kreñv bili-raz.
  • Ur porzhva kuzh evit al listri-spluj nukleel gall zo bet savet enni.
  • D'an 28 a viz Gouere 2008 e oa bet anvet ar c'homandant nevez, Bernard Jacquet.

D'an noz an 28 a viz Genver 2015 e oa bet dronoù o nijal a-us d'ar bazenn listri-spluj. D'ar 4 a viz Kerzu 2025, tennet ez eus bet war dronoù dianav gant fuzuilherien-vor a-us da bazenn an Enez-Hir.[6]

Berzet eo tapout skeudennoù eus an Enez-Hir ha ne weler mann ebet war gartennoù an IGN. Gant Google Earth avat e c'haller gwelet pizh an traoù (dre loarell). Gallout a reer gwelet ar skeudennoù-se amañ: wikimapia. Padet eo etre 2005 betek 2018. Goude-se eo bet berzet diskouez skeudennoù war Google Earth.

  1. S-Eau-S, La Bretagne au coeur de la cible nucléaire
  2. Victor-Eugène Ardouin-Dumazet, Voyages en France : Les Îles de l'Atlantique : 2. D'Hoëdic à Ouessant, levrenn 4, Paris, Berger-Levrault,‎ 1895 lenn enlinenn
  3. Kaoz zo eus ar c'hêriadennoù-se el levr En-dro d'al lenn-vor, gant Jef Gedez, pp. 115-118
  4. En-dro d'al lenn-vor, pp. 115-116
  5. Ile Longue 1914-1919, le camp de prisonniers
  6. (fr) https://www.ouest-france.fr/politique/defense/dans-le-finistere-la-base-sous-marine-de-lile-longue-survolee-par-des-drones-les-fusiliers-marins-contraints-de-tirer-84bdc7d8-d1bd-11f0-a0f2-b2a4fbd1e8d9

Levrlennadur ha liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]