Mont d’an endalc’had

Jef Gedez

Eus Wikipedia

Jef Gedez, Joseph Guédez e galleg, a zo ganet d’ar 6 a viz Ebrel 1935 hag a zo ur skrivagner danevelloù, romantoù ha barzhonegoù. Ijinour e oa e vicher, met war e leve emañ bremañ e Lannuon.

Tremenet en deus e yaouankiz a-hed aodoù lenn-vor Brest, etre Hañveg hag ar Faou da gentañ hag e kêr Vrest da c’houde. E Brest oa o vevañ etre 1945 ha 1955. E gerent a oa brezhonegerien a-vihanik. Met komz a raent galleg outañ. Kompren a rae un tamm bommoù lavar zo memes tra hag anavezout a rae «muzik ar yezh». Dimeziñ a reas e 1960 ha tri bugel en deus : Sandrine, Gwenola ha Yann-Herve. Etre 1955 ha 1974 e oa o labourat e rannvro Pariz :

Distroet eo da Vreizh-Izel e miz Gwengolo 1974. Etre 1974 ha 1995 e oa o labourat en embregerezh Alcatel Lannuon. E 1970 (kostez Pariz e oa o chom d’ar c’houlz-se), e-barzh ur sal ma oa kustum Bretoned Pariz d'en em vodañ, e oa bet dedennet gant levrioù dispaket war un daol, ha neuze en doa prenet daou anezho : La langue bretonne et ses combats gant Roparz Hemon ha Geotenn ar werc’hez gant Jakez Riou. Al levrioù-se o deus degaset c’hoant dezhañ da zeskiñ brezhoneg. Abaoe 1995 emañ war e leve, desket en deus ar yezh da vat dre Skol Ober, dre stajoù, drezañ e-unan, dre selaou brezhonegerien ampart (kalz anezho a zo e Bro-Dreger), o selaou ar Radio ivez (Radio Kreiz-Breizh ha Radio Kerne dreist-holl). Hag abaoe m’emañ war e leve en deus bet amzer da sevel skridoù. Difazier e Skol Ober eo bet ivez e-pad meur a vloaz.

Skrivañ a ra ar pezh en deus kavet plijus pe displijus er vuhez : darvoudoù eo bet fromet ganto ; istorioù ijinet gantañ ; ar garantez evit bro e yaouankiz, evit an natur...


Danevelloù, Romantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Brizh-Heol, Mouladurioù hor yezh 1999 Brizh-Heol : Ar sklêrijenn hag an deñvalijenn mesk-ha-mesk, sede spered an danevell. Mont a reer eus ar gwirvoud d’an hunvre hed-ha-hed ar pajennoù.
  • Tiriadoù ar Gwalarn, Mouladurioù hor yeah, priz liseidi Diwan 2001. Tiriadoù ar Gwalarn : Klask an arz speredel eo klask an eurvad, gwelout an arz speredel eo kaout al levenez da viken. Setu ar pezh a lavar henvroidi aodoù ar gwalarn.
  • Richer ar Faou, divyezhek, embannadur prevez 2003
  • Huñvreoù Pêr Mortolod, an Alarc’h embannadurioù 2005

Huñvreoù Pêr Mortolod : Peder danevell a ya d’ober al levr : Huñvreoù Pêr Mortolod : Distro ur martolod d’e vro c’henidik, klask a ra adkavout bro e vugaleaj. Ur paotr-yaouank-kozh a zo anezhañ, maget e vez e hunvreoù gant maouezed iskis. Un deiz e teu unan war-wel da vat, Lara Brenner hec’h anv.

  • En-dro d'al lenn-vor, Al Liamm 2014

Barzhonegoù, skridoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Emzivaded ha Gorre-Hañveg, al Lanv niv. 110
  • Richer ar Faou, Al Liamm niv. 356
  • Menez C’homm, Aber niv. 24
  • Brest, Al Liamm, niv. 360
  • Me ’grede, Al Lanv, niv. 112
  • Lizher an hini a garan, en Karantez dispaket, an Alarc’h 2007


  • An hent treuz : E petra e soñj ul liseadez klas termen ? Ur plac’h yaouank ha ned a ket da-heul ar re all. Evit mont d’al lise ez a a-wechoù gant un hent treuz, tremen a ra hebioù ur gengiz he stalafioù serr. Piv eo an den didrouz damwelet ganti e-barzh al liorzh ?
  • Ar sparfell : Ur wech e oa ur c’helenner lizhiri hag ur skolajiad. Daou-ugent vloaz war-lerc’h ez a ar skolajiad war roudoù ar c’helenner kozh, deuet da vezañ romantour brudet
  • Me garfe bout ul labous-mor : Goude un hir a harlu e tistro an daneveller da borzh-mor e yaouankiz. Porzh-mor Brest an hini eo. Cheñchamantoù bras a zo bet abaoe...