Gourenez
Aller à la navigation
Aller à la recherche

Gourenez Kiberen, e Breizh
Ur c'hourenez (liester: gourinizi pe gourenezi) a zo ur beg-douar ledan er mor, hogen a chom stag ouzh an douar-bras, ha na zeu ket ar mor penn-da-benn en-dro dezhi, zoken pa vez reverzhi[1].
Ledenez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Graet e vez ledenez eus ur c'hourenez bras-kenañ, eus tiriadoù douar bras gant mor tro-dro war dri zu; da skouer : Ledenez Breizh, Ledenez Iberia, Ledenez Arabia.
Ragenez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa vez tost-tre un enezenn d'an aod e vez graet ur ragenez anezhi.
Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Geriadur brezhoneg An Here p. 551b.