Mont d’an endalc’had

Morgad (Kraozon)

Eus Wikipedia
Evit al loen a vev er mor, gwelet Morgad.

Mougevioù Morgad.

Morgad zo ur gêriadenn war vord an aod e kumun Kraozon, e Gourenez Kraozon. Ul lec'h touristel-kenañ eo.

Hervez ur martezeadenn e teufe anv Morgad eus Ergat, un penn-braz bretoned a eñ defe krouet ar gêriadenn. An den se e vefe deuet Sant Ergad.

Ouf Morgat, e bae Douarnenez, zo etre Beg ar Gador ha Beg Rulianek.

Gwechall e oa ur porzh evit pesketa ar sardin ha neuze an ton.

Ur porzh-bageal eo dreist-holl bremañ.

Bez zo daou gwazhioù-dour bihan:

  • al Loc'h, a-hed an iliz,
  • Toul-an-traez, e-kichen Otel Ar Vor.

Brudet-kenañ eo Morgat evit e mogevioù. E-touez ar re brudetañ:

  • mogev an olifant, e Beg Rulianek
  • mogev San Vorant (Sainte Marine) ha Siminal an Diaoul en Beg ar Gador
  • mogev an Otel e Porzh-Aor.

Ar mougevioù zo testoù eus kemmoù an hin ha live ar mor. Diskouezet ez eus bet gant un teskad merkoù e oa al live mor keitat uheloc'h eget an hini a-vremañ en un amzer-dremenet tost: emañ bolzioù genaouioù ar mougevioù a-us d'al liveoù mor uhelañ a-vremañ, biliennoù kozh zo staget start gant fank okr ouzh lein pe brioù ur pemzek mougev bennak en-dro da Vorgad, ha kavout a reer ivez, keinet ouzh an tornaodoù, aspadennoù eus aodoù kozh a reer "traezhennoù dereziet" anezho (Porh Koubou). Klotañ a rafe al live mor uhel-se gant ar marevezh tommañ diwezhañ enrollet er Pevare hoalad, war-dro -127 000 bloaz, gant ur gwrezverk keitat hollek 4°C uheloc'h eget ar gwrezverk keitat a-vremañ.

Reiñ a ra ar mougevioù-se bod da spesadoù loened mor hag a gaver en donded peurvuiañ. Goloet eo brioù zo er mougevioù gant spoue enno kresteneged stank, morvuzhug ha morvronn. Tornaodoù krag Arvorig, en-dro d'ar mougevioù, zo lec'h bevañ falc'huned pirc'hirin, ur spesad arouezel e gourenez Kraozon.

Reiñ a ra ar mougevioù-se bod da spesadoù loened mor hag a gaver en donded peurvuiañ. Goloet eo brioù zo er mougevioù gant spoue enno kresteneged stank, morvuzhug ha morvronn. Tornaodoù krag Arvorig, en-dro d'ar mougevioù, zo lec'h bevañ falc'huned pirc'hirin, ur spesad arouezel e gourenez Kraozon.

Ar braz eus ar mougevioù zo bet kleuziet e reuzeulennoù kouarzitoù krag Arvorig, e harz an tornaodoù, dindan lusk ar mareoù. Stummet e oant bet diwar nerzh an houl hag ar gwagennoù. O teurel traezh, grouan ha bili ouzh ar brioù o doa graet da vloc'hadoù kouezhañ ha kleuziet muioc'h ar c'havennoù.

Deskrivet int bet gant skrivagnerien evel Flaubert pe A Marteville.

Krouet e oa Morgat e-pad an Impalaeriezh Roma.

Kavet eo bet un nebeud moneiz romanez deus ar bloavezhioù 250 g. J.K. Diazezet e oant en ul lestr kuzet en ur beol garum.

Emporzhiet e oa halen (50 tonenn e 1830) ha ezporzhiet sardin gwasket (130 tonenn e 1830.

Da virout ar c'hig hag ar pesked debret e-pad ar goañv e servije an halen.

Krouet eo bet an hañvlec'h Morgat e deroù an XXvet kantvet war atiz A Peugeot.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]