Mont d’an endalc’had

Bae Douarnenez

Eus Wikipedia
Bae Douarnenez
bae
Rann eusMeurvor Norzh Atlantel Kemmañ
AdstêrioùNévet Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°10′0″N 4°26′0″W Kemmañ
Map
Aod kornaouek Breizh

Bae Douarnenez zo ur bae e kornôg Breizh, digor war ar Meurvor Atlantel, hag a zo er c'hreisteiz da c'hourenez Kraozon hag en hanternoz d'ar C'hab. Bevennet eo gant Beg Penn ar Roz en hanternoz, ha Beg ar Vann er c'hreisteiz. Er gevred emañ kêr ha porzh Douarnenez.

Da vare ar Romaned e oa ken puilh ar sardined ma oa deuet bae Douarnenez da vezañ pinvidik-mor.

Gant an tud diazezet en arvor adalek Beg Penn ar Roz betek Beg ar Raz, koulz hag e diabarzh ar Porzhe (etre Menez C'homm ha Menez Lokorn), e voe staliet meur a savadur evit tretiñ ar pesked (saliañ ha fardañ chaous garum).

Evit a sell ouzh an arvor atlantel ne vez ket kavet un obererezh ken pouezus-se nemet e Maroko, e Portugal hag e Spagn. Peloc'h en douaroù e voe savet tiez niverus a vez kavet roudoù anezho c'hoazh en douaroù-labour.

Dre an niver bras a dud a oa o chom etre Traezhenn ar Ri ha Treboull e tiwanas un eilkêr ma chom dismantroù un templ bras (Tregouzel) en deiz a hiziv c'hroazh. Ken en arvor hag e diabarzh ar vro e rede ur rouedad hentoù a-zoare a gammigelle dre Gourenez Kroazon hag ar C'hab betek Beg ar Raz. An holl broduioù, arbaret e-barzh priajoù, a veze ezporzhet en Impalaeriezh dre vor ha dre zouar.

Dre zielfennañ ar goueledennoù pesket e oa bet lakaet war wel ur pesketaerzh diazezet war ar sardined ha war tretiñ ar sardined. Priented e veze ar pesked evit bezañ sallet. Troc'het e veze ar bouzelloù hag ar pesked na oant ket bet implijet, a-raok bezañ lakaet da c'hlec'hiañ gant spisoù evit fardañ temzoù-boed anvet garum. Silet e veze an aozadenn-se a veze gwerzhet e stumm un dourenn hag un toaz.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]