Bae

Gwell eus Bahía de Coquimbo, er Gran La Serena, e Chile.
Ul ledennad vor dezhi ur stumm kamm o sankañ en douar eo ar bae. E-touez ar seurt stummoù douarel a ro d'un aod un tres kromm-digromm eo, ha digor a-walc'h eo peurliesañ. Ar c'hontrol eus ar c'hourenez eo. Ur gorread bihanoc'h eget hini ar pleg-mor en deus, ha brasoc'h eget hini ar vorlenn. Koulskoude e komzer eus Bae Hudson ha Bae Bengal daoust da vezañ bras-bras.
Aber ur stêr a c'hall bezañ ur bae, evel Bae Chesapeake er Stadoù-Unanet. Baeoù zo el lennoù bras ivez.
Alies e vez digresket nerzh an avel ha sac'het ar gwagennoù gantañ. Traezhennoù zo a-wechoù. Dibabet eo bet alies e istor an den evit en em staliañ peogwir eo ur goudor mat evit krapañ an eor, pesketa, sevel ur porzh hag ober kenwerzh.
Baeoù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bae an Anaon
- Bae Konk-Kerne
- Bae Douarnenez
- Bae Gwaien
- Bae Menez-Mikael-ar-Mor
- Bae Sant-Brieg
En Azia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pleg-mor Bengal
- Bae Ha Long
- Bae Manila
En Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bae Gdańsk er Mor Baltel
- Bae Cádiz, en Andalouzia
- Bae Napoli
- Pleg-mor Taranto
En Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bae Hudson, ur pleg-mor e norzh Kanada
- Bae Rio de Janeiro, anv kozh Bae Guanabara
- Bae San Diego