Bae Hudson
Bae Hudson (Hudson Bay e saozneg, Baie d'Hudson e galleg, Kangiqsualuk ilua en inuktitut) zo ur pleg-mor bras en arvor hanternoz Kanada. En-dro dezhañ emañ proviñsoù Kebek, Ontario, Manitoba ha Nunavut. Sellet a reer ouzh Bae Hudson evel ur rann eus Meurvor Arktika. Bae James a reer eus al lodenn a zo e goueled Bae Hudson, er c'hreisteiz.
En em ledañ a ra Bae Hudson a-hed 1 300 km eus ar c'hornôg d'ar reter hag a-hed 1 000 km eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz. Gant se ez eo 1 230 000 km² e c'horread. N'eo ket gwall zon avat pa dap 100 metr a zonder well-wazh.
Anvet eo bet Bae Hudson evel-se en enor d'ar moraer saoz Henry Hudson, a voe oc'h ergerzhet morioù hanternoz Kanada e 1610-1611 hag a varvas eno moarvat e 1611. Diskrap a voe war trowardroioù ar bae e-pad pell etre Bro-C'hall ha Breizh-Veur er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved, pa oant o-div o klask gounit tachenn e Kanada.