Mont d’an endalc’had

Bae Chesapeake

Eus Wikipedia
Bae Chesapeake
aber, bae
Anv er yezh orinChesapeake Bay Kemmañ
EienSusquehanna River Kemmañ
En em daol eMeurvor Atlantel Kemmañ
Bro an diazadStadoù-Unanet Kemmañ
KevandirNorzhamerika Kemmañ
BroStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadMaryland, Virginia Kemmañ
Daveennoù douaroniel37°14′53″N 76°7′10″W Kemmañ
Statud gladelRamsar site Kemmañ
External data available at URLhttps://www.usgs.gov/centers/cba/data-tools, https://ecoreportcard.org/report-cards/chesapeake-bay/bay-health/ Kemmañ
URL ar gartenn ofisielhttps://www.usgs.gov/centers/cba/maps Kemmañ
Map
Bae Chesapeake, gwelet eus ul loarell

Bae Chesapeake (The Chesapeake Bay e saozneg, pe The Bay ent-krenn) zo ur pleg-mor bras en arvor reter Stadoù Unanet Amerika. Emañ war harzoù stad Virginia, er c'hreisteiz, ha stad Maryland, en hanternoz.

Pleg-mor brasañ ar vro eo, gant 311 km a hed hag etre 5 ha 40 km a led, ha gant ur gorread 8 365 km2. Ouzhpenn 150 a sterioù ha gwazhioù-dour en em daol e Bae Chesapeake, evel ar Susquehanna pe ar Potomac, hag en em astenn a ra an diazad anezho war ur gorread 166 534 km², etre stadoù Virginia, Maryland, Pennsylvania, New York hag ivez Distrig Columbia.

D'ar 5 a viz Gwengolo 1781 e voe un emgann bras war vor e Bae Chesapeake e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet.