Ar C'hab
Evit implijoù all, gwelet Ar C'hab (disheñvelout).

War aod hanternoz ar C'hab ez eus begoù hag oufoù. Amañ e weler Karn Uhel hag enezennig ar Milinou e parrez Goulien.
Ar C'hab gant tud ar vro, pe ar C'hab-Sizun (Le Cap-Sizun e galleg), a zo e penn pellañ Kerne hag a glot gant Kanton Pontekroaz.
Dont a ra e anv leun, diimplij bremañ e brezhoneg, eus anv Enez-Sun (diwar Sizun).
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En hanternoz emañ Bae Douarnenez, er c'hreisteiz emañ Bae Gwaien. Er reter emañ ar Vro-C'hlazik hag ar Vro-Vigoudenn. Er c'hornôg emañ Bae an Anaon, etre daou veg: Beg ar Raz ha Beg ar Vann; ha dirak Beg ar Raz emañ Enez-Sun.
Kaper[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kaper ha Kaperien a vez graet eus gwazed ar vro. Ur Gapenn a vez laret eus ur plac'h.
Kumunioù ha kanton[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Klotañ a ra kumunioù ar C'hab gant an 12 a zo e kanton Pontekroaz:
- Gwaien, a ro hec'h anv da Bae Gwaien ;
- Beuzeg-ar-C'hab ;
- Kledenn-ar-C'hab ;
- An Eskevien ;
- Goulien ;
- Enez-Sun, an enezenn dirak Beg ar Raz,
- Mahalon ;
- Koñforzh-Meilar ;
- Plougoñ, ma oa ur greizenn nukleel da vezañ savet a-raok 1981, e Feunteun an Aod; enni emañ Beg ar Raz
- Ploeneg ;
- Pontekroaz, ma oa ur c'hloerdi bihan a voe lojet ennañ an archerien kaset da Blougoñ.
- Prevel.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar C'haper droch, ur gontadenn fentus gant Ivon Krog.
- Eñvorennoù ur C'haper droch, gant Eugène Chalm, Hor Yezh.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Cap-Sizun - Au pays de la pointe du Raz et de l'île de Sein, gant Serge Duigou ha Jean-Michel Le Boulanger, Éditions Palantines, 2005, 239 fajenn, ISBN 2-911434-45-5
- La Révolution au fond du Cap-Sizun, gant an aotrou beleg Corentin Parcheminou, deuet er-maez e 1935, adembannet en 2003 gant Le Livre d'Histoire-Lorisse, Paris, ISBN 2-84373-286-7 ;
- Pilleurs du Cap! Ar beñsearien er C'hab er XVIIIvet kantved, gant Paul Cornec, Editions du Cap Sizun, 2001, ISBN 2-9516122-1-4
- Le Couvent des Capucins d'Audierne, 1657-1795, gant Paul Cornec, Editions du Cap Sizun
- Contes du Cap-Sizun, troet diwar ar brezhoneg gant Roger Gargadennec, Librairie d'Amérique et d'Orient Adrien Maisonneuve Paris, 1973
- Hyacinthe Le Carguet, un passeur de mémoire en Cap-Sizun, kinniget gant Paul Cornec, Editions du Cap-Sizun Gwaien - ISBN 2-9516122-3-0, 332 bajenn.