Mont d’an endalc’had

Kampoù-bac'h gall

Eus Wikipedia

Bez ez eus bet kampoù-bac'h gall a-raok an Eil Brezel-Bed, e-pad ar brezel, ha war-lerc'h. Evit gouzout petra eo ar c'hampoù-bac'h (ne vez ket lakaet an anv-se war ar c'hampoù-prizonidi-brezel), klask ar pennad kampoù-bac'h


Meur a gamp zo bet, ret eo ober ar c'hemm etre:

da lavarout eo 5 kamp da vihanañ a-raok 1939;

Bac'hidi yuzev e Drancy (luc'hsk. gant an nazied)
Bac'hidi yuzev e Drancy (luc'hsk. gant an nazied)
Kreñvlec'h Sisteron (luc'hsk. gant an nazied)
Prizonidi hag archer gall e Beaune-la-Rolande (luc'hsk. gant an nazied)

Adal 1939 e vo leuniet ar c'hampoù meneget uheloc'h gant Alamaned dastumet e Bro-C'hall, da lavarout eo gant tud oc'h enebiñ ouzh an Nazied (komunourien, yuzevien alaman) mesk-ha-mesk gant tud a-du gant Hitler, pe soudarded alaman.

War-lerc'h faezhidigezh an armeoù gall, aloubadeg Bro-C'hall ha diskar ar gouarnamant republikan, e teuy tro ar Yuzevien, a vo roet tamm ha tamm d'an nazied da gas da Alamagn.

Listenn 41 c'hamp

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anaout a reer kampoù:

[1];

Da lavarout eo 41 c'hamp da vihanañ.

"Digeriñ kampoù nevez a vo graet buan, postoù-labour a vo krouet e-leizh gant an archerien , Maurice Rajsfus, Drancy, un camp de concentration très ordinaire, Cherche Midi éditeur.

Ret eo menegiñ ivez

  • Struthof, pe Natzweiller-Struthof, en Elzas, ar c'hamp nemetañ krouet gant an Nazied war zouar Bro-C'hall.


En Impalaeriezh Trevadennel gall, e oa bet krouet kampoù-labour evit ar Yuzevien gant gouarnamant Vichy en Aljeria hag e Maroko:

Kampoù-bac'h zo bet war ar maez en Aljeria, dalc'het gant an arme c'hall, ma veze boureviet ha lazhet darn eus ar brizonidi.

Raloc'h eo al levrioù diwar-benn ar c'hampoù gall eget re Alamagn.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Annik Le Guen, Le Morbihan sous le gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993