Anna Mezmeur

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Anna Mezmeur
Obererezh Istorourez, skrivagnerez, troourez
Ganedigezh d'ar 26 a viz Even 1823
e Kemper, Kernev Kernev,
Breizh Breizh
Marv d'an 30 a viz Genver 1909
e Kraozon, Kernev Kernev,
Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Histor Breiz


Anna Mezmeur, pe Anna ar Bastard a Vezmeur, pe Anna Jezuz diouzh he anv seurez, ganet d'ar 26 a viz Even 1823 e Kemper, marvet d'an 30 a viz Genver 1909 e Kraozon, oa leanez, istorourez, skrivagnerez ha troourez.

E 1827 e teuas da chom gant he zud da vaner Leskoad, e Kraozon. Goude he studioù e Kastell-Paol hag e Roazhon e c'houlennas digant he zud an aotre da vont da seurez. E 1852 e voe degemeret e Ti ar Spered Santel e Sant-Brieg. E 1857, pa voe echu he amzer diskibl, e tistroas da Graozon da grouiñ ur skol. E 1902 e voe difennet outi ober skol.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]