Treiñ e brezhoneg

Eus Wikipedia
Sant Hieronimos, troour ar Vulgat, en e sal-studi. Murlivadur gant Domenico Ghirlandaio, 1480. Paeron an droourien eo sant Hieronimos er gristeniezh

Treiñ, treuzyezhañ a vez graet e brezhoneg eus al lakaat e brezhoneg ur skrid a zo bet aozet en ur yezh estren. "Jubenniñ" a lavarer pa dreuzyezher e brezhoneg komzoù a zo distaget en ur yezh estren.

Kalz nebeutoc'h a skridoù a vez troet e brezhoneg eget er yezhoù amezek, ofisiel pe get. N'eus nemet e kerneveureg, a-douez ar yezhoù amezek, e vez troet nebeutoc'h eget e brezhoneg, peogwir ez eus nebeutoc'h a dud o treiñ ha nebeutoc'h a lennerien, daou dra a zo ezhomm evit embann troidigezhioù.

Un darn hepken eus ar skridoù brezhonek zo troidigezhioù. Jubenniñ a vez graet gant an holl vrezhonegerien un tamm bennak dre gomz ; dre skrid avat ne vez ket graet gant kalz tud, ha gant tud gopret d'en ober nebeutoc'h c'hoazh. Ha mar ne vez ket lennet kalz brezhoneg dre vras e vez lennet an troidigezhioù nebeutoc'h c'hoazh.

N'eo ket bet kont evel-se atav : un amzer zo bet ma ne veze embannet nemet troidigezhioù, relijiel an darn vuiañ anezho.

Istor an treiñ e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok an XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek an XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gant Gwalarn e voe troet skridoù eus lennegezhioù ar bed-holl, eus ar broioù keltiek da gentañ-penn : Mabinogion Kembre ha mojennoù Iwerzhon, da skouer.
  • Diwezhatoc'h, pa voe savet an ti-embann An Here, ha keit ha ma oa en e sav, e veze troet hag azasaet kalzik levrioù evit ar vugale.
  • E dibenn an XXvet kantved e veze troet lennegezh dreist-holl, ha fablennoù La Fontaine adarre, evel en XIXvet kantved.
  • Kalzik romantoù zo bet troet diwar meur a yezh.
  • Kalz danevelloù zo bet troet ivez, met dastumad ebet.
  • Barzhonegoù a veze troet stank un amzer zo bet ivez. Un nebeudig dastumadoù zo bet.

Met pa dostaer ouzh pezh a vez graet e yezhoù all, evel e kembraeg pe e galizeg, ez eo dister ken ez eo. Hag e katalaneg e vez troet muioc'h c'hoazh.

Estreget levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn da levrioù a vez troet bremañ.

  • Panelloù war an hentoù.
  • Bruderezh a bep seurt : Arabat butuniñ.
  • Danevelloù-labour kevredigezhioù a zo (divyezhek eo melestradurezh Diwan).
  • Skridoù war kartennoù douaroniezh.
  • Pennadoù kazetennoù e-barzh Al Lanv ha Bremañ a-wechoù.
  • Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez troet programmoù pe etrefasoù er stlenneg, re Wikipedia hag ar merdeer Mozilla Firefox da skouer.

Treiñ ha reizhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz labour treiñ a vez graet gant kenlabourerien Wikipedia, ha difaziet e vez al labour-se ivez gant un toulladig tud. Gant se ez eo ur seurt skol treiñ na vez ket implijet a-walc'h, pa n'eus ket re all o vont en-dro e brezhoneg. N'eo ket troidigezhioù lennegel a vez graet avat, labour kalvezel kentoc'h. Ul labour kalz spisoc'h eo an treiñ lennegel.

Petra ne vez ket troet e brezhoneg ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne vez ket troet kalz kanaouennoù. Koulskoude ne vije ket didalvoud lakaat e brezhoneg yac'h kanaouennoù brudetañ ar bed evit an nebeud kanerien vrezhonek a zo. Boulc'het e oa bet al labour gant Ropaz Hemon koulskoude [1].

Ar gevredigezh Dizale a dreuzyezh un toullad filmoù, ha skignet e vez lod dre ar Genrouedad.

Perak e vez troet ken nebeut ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwall nebeut e vez troet e brezhoneg abalamour ma n'eo ket niverus ar vrezhonegerien, a ren o buhez e galleg dreist-holl. Ouzhpenn da se n'eus ket kalz a droerien, ha n'eus tamm politikerezh treiñ dre vras e Breizh, na gant an embannerien-levrioù zoken. Evel ma teu e teu, eo ar reolenn.

Treiñ ha lenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenstag eo treiñ ha lenn. Nebeut a lennerien vrezhoneg a zo, n'a ket o niver war gresk. Gant-se ez eo diaes krediñ ec'h ay an niver a levrioù troet hag a droerien war gresk ivez.

Koulskoude, mar bez kelennet brezhoneg er skolioù d'ar vugale en dazont e vo ezhomm levrioù da reiñ dezho, nemet ne rafe ket ar skolaerien gant levrioù (ha ne reont ket holl, pa vez roet eilskeudennoù e-lec'h levrioù d'ar vugale), ha troerien ha troerezed a vo ezhomm d'ober al labour.

Mar ne vez ket kelennet brezhoneg evel-just ne vo ket eus ar gudenn.

Piv a dro e brezhoneg ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies e vez kelennerien war ar yezhoù o treiñ diwar ar yezh a gelennont, pe ar yezhoù all o deus desket, evel Mikael Madeg diwar ar saozneg pe gouezeleg Skos, evel Alan Botrel diwar ar gresianeg.

Implijidi Ofis ar Brezhoneg o devez da dreiñ diwar ar galleg, hervez a c'haller lenn amañ hag ahont.

Kenlabourat a ra Corinne ar Mero gant Dizale evit azasaat e brezhoneg komzoù tresadennoù-bev ha filmoù.

Diwar pe yezhoù all e vez troet ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar ar galleg e vez troet dreist-holl, ha levrioù bugale kentoc'h.

Diwar ar saozneg e veze troet un tamm lennegezh poent zo bet, gant kelennerien war ar saozneg pe saoznegerien evel Frañsez Favereau.

Diwar an alamaneg e vez troet nebeut : n'eo ket stank an alamanegerien ken e-touez ar vrezhonegerien, war a hañval. Muioc'h a spagnolegerien zo, met nebeud a dra zo bet troet eus ar yezh-se evit poent c'hoazh.

Skoazell d'an treiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En holl vroioù hag o deus un tamm politikerezh sevenadurel e vez skoazellet an treiñ lennegel hag an treiñ filmoù. Kevredigezhioù troerien zo ivez, e Breizh avat n'eus ket.

Adalek 2004 e oa bet disklêriet gant Kuzul-rannvro Breizh e oa o vont da skoazellañ sevel troidigezhioù e brezhoneg, pe gentoc'h da skoazellañ an embannerien da baeañ troidigezhioù. Ret eo bet gortoz 2012 evit gwelout anezhañ o skoazellañ an hini kentañ, troidigezh Harry Potter. Re all zo bet skoazellet e 2013 ha 2014 : gant Ofis ar Brezhoneg ez eus savet ul listennad oberennoù da dreiñ, met ne weler warni nemet oberennoù lennegel, klasel kentoc'h, ha n'eus lec'h ebet d'al levrioù evit ar vugale pe d'al levrioù istor, skiant, hag all. Ha n'eo ket sur e vo entanet an embannerien gant ar programm a zo savet ha kinniget gant pennadurezhioù.

  • Kant trizek levr zo bet kinniget d'an treiñ e brezhoneg e 2022, diwar 20 yezh (evit doare, lod ne vint biken troet war-eeun e brezhoneg, hep tremen dre un droidigezh all).
Yezhoù orin an troidigezhioù da ober, kinniget gant OPaB e 2022
Yezh Levrioù
Saozneg 43
Spagnoleg 14
Galleg 11
Spagnoleg 14
Alamaneg 10
Yezh Levrioù
Japaneg 3
Rusianeg 3
Italianeg 2
Portugaleg 2
Albaneg 1
Yezh Levrioù
Arabeg 1
Euskareg 1
Finneg 1
Islandeg 1
Kembraeg 1
Yezh Levrioù
Nederlandeg 1
Norvegeg 1
Okitaneg 1
Sinaeg 1
Tchekeg 1

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gwelit ar pennad Kanaouennoù