Gouezeleg Skos
Gouezeleg Skos (Gàidhlig) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Bro-Skos, Kanada |
Rannved : | Gouezelegva, Glasc'ho, Skos Nevez |
Komzet gant : | 58 552 (2001) |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek Yezhoù keltiek Yezhoù gouezelek Gouezeleg Skos |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Skos |
Akademiezh : | Bòrd na Gàidhlig |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | gd |
ISO 639-2 | gla |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | GLS |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Gouezeleg Skos (e gouezeleg Gàidhlig, kodoù ISO 639-2: gla, ISO 639-1:gd) zo unan eus ar yezhoù gouezelek, ur yezh keltiek a gomzer e Bro-Skos. Kar a-dost eo d’an iwerzhoneg.
War-dro 60 000 den a ra gantañ e Bro-Skos. Gàidhealtachd eo an anv a roer d’an takad ma’z eus bet dalc’het d’ober gantañ evel yezh pemdeziek gant an darn vrasañ eus an dud a-hed an istor, da lavarout eo en Inizi ar C’hornôg (Na h-Eileanan an Iar) hag en ul lodenn vat eus an Uheldirioù, an tamm eus an douar-bras zo e kornôg hag en hanternoz Skos.
Arabat kemmeskañ gouezeleg Skos gant gouezeleg Iwerzhon (an iwerzhoneg) na gant ar skoteg (Scots), ur yezh deveret hennezh eus an doare saozneg krenn a gomzed en Izeldirioù Skos.
Istor ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouzer ket mat abaoe pegeit amzer e vez komzet ar gouezeleg e Skos : marteze e veze kaozeet war aod ar c’hornôg en amzer ar Romaned. Gant savidigezh rouantelezh Dalriada er pevare kantved, en daou du d’ar mor, en hanternoz Iwerzhon hag e kornôg Skos, e voe kreñvaet ar yezh. Gounit tachenn a reas ivez, o kemer harp war prezegennerien an iliz katolik. Ur mare zo bet, e dibenn ar grennamzer, ma veze komzet en darn vrasañ eus Skos. Betek ar c’hwezekvet kantved eo chomet unvan a-walc’h ar gouezeleg komzet e Skos hag en Iwerzhon. Abaoe ar mare-se eo kroget an daou zoare gouezeleg da bellaat an eil diouzh egile hag eo deuet anat ar c’hemm etrezo er yezh skrivet (lenn pelloc’h).
Ur sevenadur pinvidik, koulz dre gomz ha dre skrid, zo gant ar gouezeleg, dre ma voe yezh an noblañsoù hag o barzhed en Uheldirioù. Goude stadigidezh Skos ouzh Bro-Saoz, dreist-holl, e voe argaset ar gouezeleg ha doareoù-bevañ tud an Uheldirioù.
Daoust ma n’eus nemet un niver bihan a Skosiz oc’h ober gant ar gouezeleg ez eus ur plas bras a-walc’h gant ar yezh-se e sevenadur ar vro, hag evit kalz tud, pe e ouifent ar yezh pe ne rafent ket, ez eo yezh ar vro. Evit lod all avat n’eo nemet ur yezh rannvroel, hini an Uheldirioù hag an inizi.
Stad ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ argaset e-pad kantvedoù, eo deuet ar gouezeleg a-benn da c’hounit un tamm statud ofisiel hiziv an deiz.
Kelennet e vez ar yezh er skolioù er Gàidhealtachd, dreist-holl en inizi ; implijet e vez gant kuzul Inizi ar C’hornôg. Gant ar BBC ez eus ur savlec’h hollouezelek, Radio nan Gaidheal, a skign bemdez abadennoù e gouezeleg. Abadennoù skinwel a gaver war veur a chadenn (BBC-Scotland, Grampian Television), hag emeur o studiañ penaos e vefe tu da grouiñ ur chadenn a vije gouestlet d’ar gouezeleg, heñvel ouzh S4C e Kembre.
Ar gouezeleg n’en deus ket kement a anaoudegezh digant gouarnamant ar Rouantelezh Unanet ha m’en deus ar c’hembraeg. Met abaoe adsavidigezh Parlamant Skos, en deus gounezet un tamm statud er vro. E miz Ebrel 2005 e oa bet votet gant ar Parlamant ul lezenn evit ar gouezeleg e Skos. Gant al lezenn-se e oa bet disklêriet ez eo ofisiel ar gouezeleg e Skos hag e oa bet krouet Bòrd na Gàidhlig, un aozadur a zo e labour sevel ur steuñv diorren evit ar gouezeleg.
Gant 58 552 a dud e veze komzet gouezeleg da vare an niveridigezh diwezhañ (2001), tra ma oa diouiziek anezhañ ar braz eus an dud e Skos (5 003 459 anezho). Estreget er rannvroioù ma vez graet gantañ a-gozh gant an darn vrasañ eus an dud (Gàidhealtachd), ar gouezeleg a vez kaozeet ivez e kêrioù bras Skos, dreist-holl e Glasc'ho.
E Skos Nevez, e reter Kanada, e kaver gouezelegerien ivez, un nebeud kantadoù anezho ha tud kozh peurvuiañ. Bez' ez int diskennidi eus Skosiz aet gwechall d'al lodenn-se eus Kanada da vevañ.
Diforc’hioù etre gouezeleg Skos hag an iwerzhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yezhoù kar a-dost eo gouezeleg Skos hag an iwerzhoneg. Splann eo an heñvelderioù dreist-holl etre gouezeleg Skos ha rannyezh iwerzhonek an hanternoz. Setu amañ da skouer penaos e vez lavaret « penaos emañ an traoù ganit ? » :
- e gouezeleg Skos : Ciamar a tha thu?
- en iwerzhoneg an hanternoz (Ulaidh) : Cad e mar a tá tú?
- en iwerzhoneg ar c’hornôg (Connachta) : Cén chaoi bhfuil tú?
- en iwerzhoneg ar mervent (An Mhumhain) : Conas atá tú?
Diforc’hioù zo etre an div yezh skrivet, dreist-holl abaoe ma voe eeunaet an doare-skrivañ iwerzhonek. An tired anvet fada a lakaer war ar vogalennoù da verkañ o hirder zo un tired lemm en Iwerzhon hag un tired boud e Skos : ar ger a dalvez "degemer mat" a skriver fàilte e Bro-Skos ha fáilte en Iwerzhon.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arzel Even, Istor ar Yezhoù Keltiek, embannet gant Hor Yezh
- Per Denez, Ar Gouezeleg, Al Liamm niverennoù 35–46
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |