Mont d’an endalc’had

Gaeltacht

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gouezelegva)
Kartenn a ziskouez toleadoù ar Gaeltacht en Iwerzhon, hervez lezenn 1956.

Gaeltacht (distaget /ˈgeːɫ̪t̪ˠəxt̪ˠ/ ; Gaeltachtaí el liester)[1] pe gouezelegva[2],[3] pe gouezelva[4] a reer eus an toleadoù eus Iwerzhon ma vez komzet iwerzhoneg evel yezh pennañ gant an darn vrasañ eus an dud. Toleadoù eus kornôg ar vro int, dre vras, strewet dre seizh kontelezh.

En iwerzhoneg e talvez ar ger Gaeltacht ken evit envel hollad an douaroù iwerzhonek-se (komz a reer neuze eus An Ghaeltacht, « ar gouezelegva », « ar vro iwerzhonek »), ken evit ober dave da lodenn pe lodenn anezho (ha neuze e c’haller kaozeal eus Gaeltachtaí el liester, eus Gaeltacht Ráth Cairn, « gouezelegva Ráth Cairn », pe eus Gaeltacht Dhún na nGall, « gouezelegva Dún na nGall »).

En em astenn a ra ar Gaeltacht e kontelezh Dún na nGall ha kontelezh Gaillimh dreist-holl, ha teroueroù bihanoc’h zo ivez e kontelezhioù Maigh Eo, Korkig, Ciarraí (Corca Dhuibhne dreist-holl), Port Láirge (kêriadenn An Rinn) hag An Mhí (kêriadenn Ráth Cairn).

Er c’hornadoù-se en deus an iwerzhoneg ur statud ofisiel leun ha yezh voas ar servijoù foran eo, hervez lezenn, yezh ar gargidi evel an archerien hag ar varnerien, yezh ar skolioù, yezh ar panelloù-hent… Ret eo anzav avat ez eus teroueroù a zo er Gaeltacht ent-ofisiel daoust ma n’eo ket ken an iwerzhoneg yezh voas pennañ an annezidi bremañ, evel da skouer Cloch na Rón, an Achréidh ha Maigh Cuilinn e kontelezh Gaillimh, pe Ailt an Chorráin ha Gleann Bharr e kontelezh Dún na nGall, Acaill, Béal an Mhuirthead hag an tSraith e kontelezh Maigh Eo pe c’hoazh Uíbh Ráthach e kreisteiz kontelezh Ciarraí.

Da vare niveradeg diwezhañ ar boblañ (2006) e Republik Iwerzhon, e oa bet kavet 91 862 a annezidi er Gaeltacht[5], ar pezh a rae war-dro 2,1% eus poblañs ar stad (4 239 848 a dud). E kontelezhioù Dún na nGall ha Gaillimh e oa an darn vrasañ eus an dud-se (22 877 den pe 25% eus poblañs hollek ar Gaeltacht en hini gentañ ha 43 184 den pe 47% eus poblañs hollek ar Gaeltacht en eil). Hervez ar studiadennoù zo bet graet war an divoud avat ne vije ket ouzhpenn 25 000 eus annezidi an holl Gaeltachtaí oc’h iwerzhonegañ war ar pemdez bremañ[6],[7].

Gant danevell Coimisiún na Gaeltachta, embannet e 1926, e voe disklêriet c’hoant stad nevez Iwerzhon da adsevel ar yezh dre en em ziazezañ war an toleadoù ma oa iwerzhonegerien a-vihanik. Lakaat an iwerzhoneg da yezh nemeti ar vuhez foran enno a oa d’ober, hervez an danevell, ha suraat buhez armerzhel ar Gaeltacht, evit mirout ouzh an dud da genderc’hel da guitaat ar c’hornadoù iwerzhonek paour. Ne oa ket bet spisaet mat bevennoù ar c’hornioù-se avat, gant danevell 1926.

Un eil bodad anvet "Coimisiún na Gaeltachta" a embannas un danevell e 1956 ha neuze e voe termenet spis bevennoù ar Gaeltacht, gant toleadoù e seizh kontelezh (Dún na nGall, Gaillimh, Maigh Eo, Ciarraí, Korkig ha Port Láirge). N’eo ket bet cheñchet ar bevennoù-se abaoe, war-bouez un draig bennak (evel krouidigezh Gaeltacht Ráth Cairn, e kontelezh An Mhí). Koulskoude e oa bet embannet un danevell e 2002 gant un trede "Coimisiún na Gaeltachta" hag enni e oa bet erbedet adwelet bevennoù ofisiel ar Gaeltacht, dre m’eo digresket an implij eus an iwerzhoneg e kornioù zo.

Lec’hioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er Gaeltacht e tlefe an holl banelloù-hent bezañ en iwerzhoneg hepken, evel amañ e An Rinn (kontelezh Port Láirge), met ne vezont ket atav

A-wechoù e reer gant ar ger Gaeltacht ivez evit lec’hioù n’emaint ket er roll toleadoù ofisiel meneget uheloc’h. Ober a reer kement-se evit diskouez e vez implijet stank an iwerzhoneg gant an dud enno hag evit pouezañ war ar galloud evit ma vo anavezet ar yezh ent-ofisiel. Kement-se a reer, da skouer, e kornôg Béal Feirste pe lec’hioù all c’hoazh e Norzhiwerzhon pe er Republik (karter Baile Munna e Dulenn, enez Cliara e Maigh Eo).

Gàidhealtachd a reer, a-hend-all, eus ar c’hornadoù a Vro-Skos ma komzer gouezeleg (Gàidhlig).

  1. Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, levrenn 2, p. 355
  2. geriadur Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire français-breton
  3. Istor ar yezhoù keltiek, levrenn 2, p. 356, kartenn
  4. Taol ar marv - Tiegezhioù saoznek ar gouezelva, Al Liamm niv. 198, p. 42
  5. Census 2006 Principal Demographic Results; Table 33
  6. Máirtín Ó Murchú, The Irish Language, The Department of Foreign Affairs and Bord na Gaeilge, 1985, p. 29
  7. Patrick Le Besco, Parlons gaélique, L’Harmattan, 2000, p. 255

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]