Mont d’an endalc’had

Corca Dhuibhne

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Corca Dhuibhne

Corca Dhuibhne (distaget /ˌkorkə ˈɣuiːn´i/ en iwerzhoneg), eo anv al ledenez zo er mervent da gêr Trá Lí e kontelezh Ciarraí, en Iwerzhon.

An Daingean pe Daingean Uí Chúis eo kêr vrasañ al ledenez, a reer anezhi Dingle Peninsula e saozneg (Ledenez An Daingean). Emañ kornôg an tolead-se er Gaeltacht, ent-ofisiel.

Emañ Cnoc Bréanainn (pe Cnoc Bhreandáin), unan eus menezioù uhelañ kreisteiz Iwerzhon, e gwalarn al ledenez. Dirak ledenez Corca Dhuibhne emañ an inizi anvet Na Blascaodaí, inizi didud bremañ, hogen brudet gwechall, dre ma voe o vevañ enno tud evel Peig Sayers, Tomás Ó Criomhthain pe Muiris Ó Súilleabháin, o deus kontet en o levrioù buhez kalet an enezourien gwechall.

Gwel eus Corca Dhuibhne, e kontelezh Ciarraí, gant inizi Na Blascaodaí war an tu dehoù


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.