Mont d’an endalc’had

Tomás Ó Criomhthain

Eus Wikipedia
Tomás Ó Criomhthain (1856-1937)

Tomás Ó Criomhthain (skrivet Thomas O'Crohan e saozneg) (21 Kerzu 1856 – 7 Meurzh 1937) a oa ur skrivagner iwerzhonek. Genidik e oa eus enez An Blascaod Mór, an hini vrasañ en enezeg Na Blascaodaí, dirak aod kontelezh Ciarraí, e mervent Iwerzhon.

Skrivañ a reas daou levr, Allagar na hInise e 1918-23, embannet e 1928, hag An tOileánach ("An Enezour"), an hini brudetañ, echuet gantañ e 1923 hag embannet e 1929. Sellet a reer ouzh An tOileánach evel unan eus levrioù klasel al lennegezh iwerzhonek ; taolennet eo el levr-se buhez kalet an enezourien gwechall, ur vuhez hag a yeas da get pa voe kuitaet an enezeg gant an annezidi er bloavezhioù 1950. Evel an darn vrasañ eus an enezourien e veve Tomás Ó Criomhthain diwar ar pesketa dreist-holl, en ur labourat un tamm douar ha dastum taouarc'h d'en em dommañ.

Broudet e voe Tomás Ó Criomhthain da gontañ e vuhez gant Brian Ó Ceallaigh eus Cill Airne, goude ar Brezel-bed Kentañ. Pouezañ a reas Brian Ó Ceallaigh warnañ ha diskouez dezhañ e oa bet skrivet gant skrivagnerien veur levrioù hag a zeskrive buhez an dud vunut. En em lakaat a reas Tomás Ó Criomhthain neuze da gas lizhiri bemdez da Ó Ceallaigh, ha kenderc'hel evel-se e-pad pemp bloaz ! Gant ar skrivagner Pádraig Ó Siochfhradha ("An Seabhac") e voe stummet al lizhiri-se ha bodet da sevel ul levr.

Troet eo bet An tOileánach e meur a yezh (saozneg, galleg, alamaneg, svedeg).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]