Taouarc'h
Taouarc'h, pe keuneud-douar, a vez graet eus an danvez a deu diwar geot brein en douaroù gleb, pe glebiennoù, a vez graet taouarc'hegi anezho.
A belec'h e teu an taouarc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er geunioù ne beurvrein ket ar plant abalamour ma'z eo trenk an douar. Berniañ a ra kinvi, gwez, kebell-tousegi, kenkoulz evel korfoù marv amprevaned pe loened. Abalamour d'an diouer a aer, pe a oksigen en dour pe en douar gleb, n'a ket an holl draoù-se betek peurvreinañ.
Blaz an taouarc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant taouarc'h e vez sec'het an heiz a yelo d'ober wiski e kornioù zo eus Bro-Skos, en Inizi Gall. N'eo ket blaz an taouarc'h, met blaz ar moged diwar tan taouarc'h a vez kavet war un toullad wiskioù eus an inizi, an Talisker (eus Skye) pe Laphroaig, eus Islay da skouer.
En 1987 en "Ewiges Meer" (al Lenn Beurbadel), Friz ar Reter (Alamagn).