Peig Sayers

Eus Wikipedia
An Blascaod Mór
Bez Peig Sayers hag he mab

Peig Sayers (18738 a viz Kerzu 1958) a oa ur gonterez iwerzhonat hag a oa bet ganet e Dún Chaoin (Dunquin e saozneg), ur gêr vihan e kontelezh Ciarraí. Da vatezh ez eas a-raok bezañ dimezet gant Pádraig Ó Gaoithín, un den eus An Blascaod Mór (Great Blasket Island) ; da neuze ez eas gant he fried da vevañ war an enez.
Diaes-bras e voe he buhez eno, evel ma kont en he buhezskrid, Peig. Betek ar bloaz 1953 e chomas en Blascaod Mór, a rankas kuitaat pa voe dilezet an enez dre ziouer a dud enni.

Kaset e voe Peig, oadet 80 vloaz, d'un ospital en An Daingean e kontelezh Ciarraí, ma varvas da 85 bloaz d'an 8 a viz Kerzu 1958. E bered Dún Chaoin war beg-douar An Daingean (Corca Dhuibhne) emañ he bez.

Iwerzhonegerez a-vihanik e oa Peig Sayers. Biskoazh ned eas d'ar skol, setu ne ouie na lenn na skrivañ he yezh. Daoust da gement-se e c'hounezas brud dre ma anaveze kalz kontadennoù hengounel, a ouie dibunañ en ur zerc'hel he selaouerien e-pad meur a nozvezh a-wechoù.
Gouizieien evel Seosamh Ó Dálaigh (1909-1992) eus an Irish Folklore Commission (Coimisiún Béaloideasa Éireann) a zeuas da zastum he c'hontadennoù.

Peig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet-bras eo Peig Sayers abalamour d'he buhezskrid iwerzhonek,Peig, he devoa lakaet he mab Micheál (1901-1974) da skrivañ eviti. E 1936 e voe embannet al levr, a zo aet da lennegezh iwerzhonek klasel ; ret e oa e studiañ e skolioù an eil derez betek nevez zo.
Unan eus al levrioù pouezusañ an Irish Literary Revival ("Azginivelezh al Lennegezh C'houezelek") eo Peig, pa ziskouez skeudenn disi ur vaouez eus ar C'hornôg, enni holl stereotipoù ur vuhez ploueziat, hengounel, katolik hag iwerzhonek-rik.
En hevelep rummad emañ ar skridoù An tOileánach ("An eneziad", 1929) Tomás Ó Criomhthain (1856-1937), Fiche Bliain ag Fás ("Ugent bloavezh o kreskiñ", 1933) Muiris Ó Súilleabháin (1904-1950) hag an teulfilm Man of Aran (1933) gant Robert J. Flaherty (1884-1951).

Peig a gont bloavezhioù diwezhañ ur gevredigezh vihan iwerzhonek, paour, devot ha mod-kozh, hag a zalc'he soñj mat eus torridigezh ar Penal Laws (Na Péindlíthe) diwezhañ e 1829 hag eus amzer an Naonegezh Veur en Iwerzhon (1845-1849).
An ton klouanek a vez implijet el levr penn-da-lost a vez santet adalek ar frazennoù kentañ anezhañ :

 I am an old woman now, with one foot in the grave and the other on its edge. I have experienced much ease and much hardship from the day I was born until this very day. Had I known in advance half, or even one-third, of what the future had in store for me, my heart wouldn't have been as gay or as courageous it was in the beginning of my days. 

« Ur vaouez kozh on bremañ, un troad dezhi e-barzh he bez hag egile war ar vord anezhañ. Koulz evurus ha kalet eo bet va buhez adalek an deiz ma voen ganet tre betek an deiz-mañ. Mard em bije gouezet un hanter pe un drederenn zoken eus ar pezh a oa da c'hoarvezout ganin, ne vije ket bet va c'halon kel laouen pe ger kalonek hag e oa e penn-kentañ va buhez. »

An holl dud o deus studiet iwerzhoneg evit tremen al Leaving Certificate Examination[1] a anavez mat al levr-se. Rummadoù skolaerien a oa ret dezho bezañ e studiet, setu bremañ e vez sellet outañ un tammig evel ouzh ul levr-skol gant kalz a dud, ken e vez ankounac'haet alies ar pouez en deus e-keñver studi Istor ha sevenadur Iwerzhon a-gozh.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(en) Peig – The Autobiography of Peig Sayers of the Great Blasket Island, troet diwar an iwerzhoneg gant Bryan MacMahon, Syracuse University Press, 1991 (ISBN 978-0-8156-0258-3)

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Scrúdú na hArdteistiméireachta, peuzheñvel ouzh ar vachelouriezh c'hall.