Kaozeal:Peig Sayers

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Salud deoc'h.

Ar "vioù-koukoug" hag ar fazioù skritur 'peus gwelet e-barzh va fennad ned oant ket na vioù-koukoug na fazioù: skrivet 'moa evel-se a-ratozh-kaer. Ma ned oc'h ket evit gouzañv an disterañ tra ha n'ema ket 'barzh yezhadur bihan Roparz Hemon, emaoun o vont da lavaret kenavo deoc'h ha da vont pelloc'h. 'Dalvez ket ar boan koll ma amzer o skrivañ pennadoù amañ ma vezont distummet gant tud all war-lerc'h. Kit er-maez eus ho ti, ha gwelit penaos ez eus brezhonegoù all, ouzhpenn hini levrioù Hemon. Ma viche bet eus ar furm "ountañ" 'barzh levrioù Hemon, ho piche bet dalc'het va zraoù 'vel ma'z oant? Ma n'anavezit ket ar furmoù rannyezhel 'meus graet ganto, kit da ziskiñ brezhoneg, mes arabat eo deoc'h difaziañ traoù hag a zo reizh... C'hwi a ra war-dro ar brezhoneg tre evel ma ra integristed ar galleg war-dro o yezh-int. Ret e viche deoc'h gouzout petra 'falvez deoc'h: bezañ Bretouned peotramant bezañ Gallaoued o klask brezhonegañ. 'Keñver mennozhioù ne welan ket diforc'h ebet etrezoc'h.


'Barzh va fennad, mar plij, lakait an traoù en-dro 'vel ma'z oant, ma ne rit ket e tilezin ar wikipedia-mañ ha me 'skrivo war ar wikioù all zo e yezhoù all: e lec'h all ned eo ket an dud 'veldoc'h, leuskel a reont an dud da skrivañ evel ma karont. War ar wikioù all eo demokrat an dud, war a seblant, mes amañ ned oun ket sur, na n'oun ket!


Gle 'viche deoc'h kaout un tammig resped ouzh ar minoriteoù en ho pro hec'h-unan. Brav eo difenn ar pobloù "bihan" hag ar yezhoù ned int ket ofisiel, mes ma ned oc'h ket evit gouzañv rannyezhoù bihan ho pro, ne gomprenan ket re penaos e tro an traoù 'barzh ho pennoù. Ken ar c'henta', matreze. Lughaidh 19 Gen 2007 da 00:01 (UTC)

Dañsomp tango an uvelegezh[kemmañ ar vammenn]

N'omp ket en un iliz, met un den a galon uvel n'eo ket displijus da welout pa gaver unan.
Paourkaezh, ma kredez e vo doujet d'az toare-skrivañ er wikipediaoù all eo anat n'ouzout ket penaos ez eont en-dro muioc'h eget hemañ. Graet int gant tud, a zo dre natur disheñvel diouzhit-te.
N'eus wiki bras ebet (n'anavezan ket an holl re vihan) a lez o c'henlabourerien d'ober en ur skritur personel. Mar kavez unan un deiz, kas keloù deomp buan.
Sur on ec'h eus-te doujañs ouzh skritur ar muiañ niver... pa ne vez ket e brezhoneg, keta? Abalamour da se nemetken e vi degemeret mat e lec'h all. Gant ma ne glaski ket ober da lezenn evel just.
Ma kavez gwelloc'h da dammig aotrouniezh eget sevel pennadoù brezhonek e tiskouezez e lakaez da yezh un tamm mat izeloc'h eget da dammig emlorc'h. Evit labourat amañ, sur eo n'eo ket yac'h. Na dit na deomp.
Skrivet eo en un tu bennak eo arabat kemer perzh ma kav dit n'eus netra da gemm ez skridoù. Mard int ken sakr all dit, kerzh d'o embann war baper d'ober levrioù gante.
Mar fell dit sevel da wiki ez rannyezh-te, marteze, piv 'oar, e kavi unan all, a soñjo eveldout rik. Chañs vat dit. Bianchi-Bihan 19 Gen 2007 da 07:30 (UTC)
A-du penn-da-benn ganit-te Bianchi-Bihan, N'em bije ket bet lakaet an traoù sklaeroc'h. A-wezhoù e vefe mat d'an dud klask kompren e pelec'h emaint o labourat a-raok stagañ ganti. Pennadoù a-leizh zo bet savet evit heñchañ an dud ha da displegañ mont-en-dro ar raktres (liammoù war ma fajenn-veañ personel). Ouzhpenn-se e ranker anzav e oa bet goulennet ali an dud diwar-benn implij "parlamañtoù" war ar wikipedia e brezhoneg ha bet resopontet dezhañ gant unan eus ar verourion (Fulup) - n'hall ket mont da glemmichal da c'houde d'am soñj neuze ma tiviz mont pelloc'h gant e soñj ha skrivañ en un doare rannyezhel personel.

--Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Gen 2007 da 09:38 (UTC)

Er wiki gallek e c'haller skrivañ e rannyezh c'hallek Leoun, am eus klevet. Abaoe dec'h. Kergidu 19 Gen 2007 da 09:24 (UTC)
Dizoleiñ a reer wikipedia evel benveg a-raok dizoleiñ na kompren ec'h eus merourion. Na kavout an davarn (am eus met mil boan o c'houzout pelec'h e oa). An aotrou-mañ a ouia mat pezh a rae: da gentañ ur pennad e gwenedeg. War-lerc'h unan all e leouneg... 'Klask ul lec'h da zibunañ e brezeg e oa.Shelley Konk 19 Gen 2007 da 11:10 (UTC)
N'eo ket dav goût ez eus merourion pe get. Trawal'h eo sellet war ar bajenn degemer hag e weler "Skoazell & Degemer", "Degemer an dud nevez" ha "Kammedoù kentañ". Ha boas eo an dud da labourat e lec'hioù dianav dezhe hep klask goût da gentañ e pelc'h emaint ha neuze da glemm p'ac'h a an traoù a-dreuz? N'eus forzh penaos, kavet e oa bet aezet a-walc'h an davarn gant an implijer-se rak savet en doa ar goulenn eno diouzhtu goude bezañ digoret ur gont-implijer. Hag arabt ankounac'haat, n'eo ket gant ar verourion an hini eo ma vez savet ar reolennoù mont-en-dro, met gant ar gumuniezh (pe c'hoazh gant ar raktres orin) - o c'hefridi an hini eo avat o lakaat da dalvezout.

--Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Gen 2007 da 11:42 (UTC)

Ur goulenn am beus da ober diganeoc'h: e pelec'h peus kavet ar ger "uvelegezh"? 'Meus ket kavet anezhann nag e geriadur Favereau, nag e hini Roparz Hemon ive. C'hwi peus savet anezhann peotramant eo bet savet gant un den all? (Vallée? Youenn Olier? tud Preder?). Fentus eo sevel gerioù nevez pa vez gerioù dija evit lavaret ar memes tra! Uvel a deu diwar al latin "humilis", ma'z oc'h intereset gant an etimologïezh. Emaoun o lavaret kement-se pezeogwir e ouezan ez eus lod eus an dud 'veldoc'h ha ned int ket sot gant ar gerioù romanek e brezhoneg.

Lughaidh 20 Gen 2007 da 11:04 (UTC)

Pet holloueziadur rannyezhek er bed saoznek? er bed gallek? er re all?[kemmañ ar vammenn]

N'eus wiki bras ebet (n'anavezan ket an holl re vihan) a lez o c'henlabourerien d'ober en ur skritur personel. Mar kavez unan un deiz, kas keloù deomp buan.

E pelec'h em eus skrivet en ur skritur personel? Lavar din 'ta! Aon meus e veskez daou dra: ar skritur hag ar rannyezh. Ned eo ket ar memes tra tamm ebet. Ma ne ouezez ket an dra-he...
Den ebet amañ ne vesk skritur ha rannyezh neuze. Met brav eo dit klask lakaat da grediñ.

Abalamour da se nemetken e vi degemeret mat e lec'h all. Gant ma ne glaski ket ober da lezenn evel just.

Lavar din en-dro e pelec'h meus ket doujet d'ar lezenn, ha da besort lezenn da heul ivez.
Lavaret em eus e klaskez ober da lezenn amañ. Plijet e vijemp ma rafes kentoc'h e lec'h all, sur mat e ri berzh. Amañ, pep pennad a c'hallo bezañ kemmet gant an hini a garo. Ma ne blij ket dit e c'hallez mont da skrivañ levrioù ez skritur pe pe da dreiñ bili d'an aod. Den ne ray van.

Skrivet eo en un tu bennak eo arabat kemer perzh ma kav dit n'eus netra da gemm ez skridoù.

Me zo kountant e viche cheñchet traoù 'barzh va fennadoù, gant ma vezo ezomm eus ar cheñchamañchoù-se. Diverkañ "ountañ" evit lakaat "outañ" en e lec'h ne servij ket da nentra ebet, nemet da ziskouez din ned oc'h ket gwall-zigor a spered. Ha pa viche skrivet ar ger "anezhe" 'barzh ul leor, e kemerit ho stilo ruz ha lakaat ur groaz warnezhañ ha skrivañ "anezho" en e lec'h ? Me 'garche gwelet ho levraoueg vrezhonek!
Evit gwelout levraoueg unan bennak eo ret bezañ pedet gantañ. Peurvuiañ ne beder ket an dud en em gav un tamm re.
Skrivañ a ran "anezhe", degemeret er yezh. "Viche" n'eo ket.
Piv a lavar petra zo reizh skriva ha petra ned eo ket?
Evel-se emañ er Vreizhig nemeti zo war un douar-mañ. Gra unan all bravoc'h deomp mar kerez.
Te 'gav dit n'eus ken ar peurunvan e Breizh-Izel? Dam, ahe meus truez ouzhit. Spi am beus e weloc'h ar pezh a c'hoarvez tro-dro deoc'h un deiz bennak.

Mar fell dit sevel da wiki ez rannyezh-te, marteze, piv 'oar, e kavi unan all, a soñjo eveldout rik. Chañs vat dit.

Me 'anavez kalz tud hag o deus ar memes soñjoù eveldoun! Bed ez eus kalz muioc'h anezho evit tout ar re a skriv war ar wikipedia-mañ, kamalad! Ha memes kalz muioc'h evit tout ar re a gompren pezh a skrivit-c'hwi e-barzh...
Dispar. Sur mat, gant kement-se a vignoned, emaout o vont da sevel deomp traoù meur, ken e chomimp bamet dirazo. Kas keloù deomp. Graet e vo pennadoù e-leizh dezho. Ne gomprenan ket perak ne oas ket krog dec'h, e-lec'h koll da amzer amañ ganimp.
Komañset em eus ober an dra-he 'raok ez oa eus ar wikipedia, kamalad... ;-) Va digarez , 'meus ket gortozet ac'hanot.


Tout an dud zo demokrat, digor o spered hag a blij an diversite dezho. Bed ez eus kalz anezho c'hoazh.

Lughaidh 19 Gen 2007 da 16:37 (UTC)

Bet 'z eus kalz anezho? Ha n'eus ket ken? N'eo ket aes kompren ken.
"Bed ez eus" 'ni eo meus skrivet. Ret e viche dit cheñch lunedoù. "Bed ez eus" eo ar pezh a vez leveret e Kastell-Paol 'vit lavaret "bez' ez eus" ar brezhoneg "standard".
Evit ar re a gar an "diversite", 11 000 pennad er wikipedia, n'eo ket re fall holl. Ne gav ket dit?
Ned eo ket eus an diversite-se ez oan o kaozeal, 'peus ket komprenet pezh a falveze din lavaret, peotramant 'peus ket klasket kompren.
Ha bremaik, 12 000. Ha pet ganit?
Na vezit ket chalet gant an dra-he, paotred, me zo 'kas labourioù all da benn, a-benn nebeut e vizint embannet. Ha pet leor pe pennadoù skiantel 'peus-c'hwi skrivet? Wikipedia zo un dra bennak plijus, mes n'eus forzh piv a c'hell skrivañ n'eus forzh petra ha n'eus forzh penaos ennañ, setu ned on ket gwall-fromet gant ho pennadoù. A-benn e vezo bet embannet va labourioù, e teuin en-dro amañ da gas keloù deoc'h.
Marteze e laoski ar re o deus c'hoant da labourat e peoc'h un tamm bremañ? Bennozh Doue dit: ur pennad diwar-benn Lusifer a rin fenoz en ur soñjal ennout. A galon. Bianchi-Bihan 19 Gen 2007 da 17:59 (UTC)
Bennozh Doue dit-te ivez!

Lughaidh 20 Gen 2007 da 10:30 (UTC)

Daou fazi?[kemmañ ar vammenn]

Din-me e oa daou fazi yezh ez pennad. Petra int dit-te? Bianchi-Bihan 19 Gen 2007 da 07:32 (UTC)
Ouezan ket, just awalac'h. Lavar din da soñj, me 'lavaro dit neuze ma'z int fazioù pe ma ned int ket.

Lughaidh 19 Gen 2007 da 16:19 (UTC)

Respount ebet c'hoazh... Gortozomp. Lughaidh 20 Gen 2007 da 10:55 (UTC)


C'hoant a vez da vezañ seven gant an dud dereat. Gant ur sac'h lorc'h (pet pennad 'peus savet? pet levr? ) eo un tamm diaesoc'h.
Emaoun o sevel pennadoù ha leorioù (ezomm ez eus eus muioc'h a amzer 'vit skriva anezho evit pennadoù amañ... digarezit ac'hanoun). Lod anezho a vezo embannet ar bloaz-ma', just a-walac'h. Me 'gaso keloù dit. Evit fed al lorc'h, me 'lavarche kentoc'h ne lezan ket an dud all da lavaret diotachoù din hep respont dezho, setu. Ma falvez deoc'h e c'hellit ober lorc'h eus an dra-he.
E yezh Leon ne vez ket lavaret "n'ouzon ket ma".
Geo, leveret e vez. Mes ned eo ket el leorioù brezhoneg standard e vezo kavet. Ret eo mont da gaozeal gant Leoniz evit gouzout traoù evel-se.
Ur fazi ouzhpenn.
me lavarche kentoc'h: un dra ouzhpenn ha ne ouezit ket!
Met ne ra forzh. Arabat bezañ re nec'het: chom a ra dit un nebeud traoù c'hoazh da zeskiñ, plijadur ar vuhez.
O dam ya, sur, me meus c'hoazh traoù da ziski kalz - ma miche ket bet, gwelloc'h viche mont d'ar stêr raktal! Matreze vichec'h bet kountantoc'h ma rachen, mes traoù all meus d'ober!
Amañ eo kustum an dud d'en em reizhañ an eil egile pa vez ret. Ma kavez fazioù gant tud all e c'hallez ober kemend-all.
Ma tichañs din paseal en-dro dre-amañ ha ma welan lod e rin, sur a-walac'h. Mes lekeat em beus e va soñj skriva' e Wikipediaoù all, lec'h ma'z eo muioc'h digor spered an dud 'vit amañ.
Ma kavez ivez un tamm amzer, war-lerc'h glabousat, da sevel ur pennad ur wech an amzer, krog e-barzh. Bianchi-Bihan 19 Gen 2007 da 17:26 (UTC)
Dalv ket 'boan, n'eus ken 'medoc'h a oar skriva e brezhoneg mat - diouzh pezh 'livirit. Neuhe me 'laosko ac'hanoc'h da labourat hep direnka ac'hanoc'h. Mod all ez oun bet kountant o welet ez oa moaien tabutal e brezhoneg war bep seurt danvechoù amañ, an dra-he a ziskouez penaos eo bev-buhezek ar yezh, pezh ned eo ket gwir a-fed an oll yezhoù. Ken ar c'henta tro, paotred! Lughaidh 20 Gen 2007 da 10:55 (UTC)
Noz vat deoc'h. Ur c'heloù espar am beus da lavaret deoc'h. Hiziv ez oun bet en iliz da gofesat, ha war-lerc'h ez on eat d'an overenn ha neuze em eus kejet gant an Aotrou Doue. Hemañ en deveus kaozeet ouzhin ha koumprenet em beus ez oan war un hent fall, hag ez oa ret din paouez da vezañ ken lorc'hus-se e-keñver an dud all. Sklêrijennet oun bet. Me ho ped bremañ da gavout e kreizig-kreiz ho kalon an druez da zigareziñ ac'hanoun evit ar pezh am beus skrivet deoc'h a-raok, ha da va digemerout e-barzh ho kalounoù keltiek. Ne servij da nentra en em gannañ evel-se, pezeogwir ez omp holl tomm hon c'haloun ouzh ar brezhouneg. Ret eo stourma evit kas anezhann da benn ha neket mont pep unan diouzh e du. Adalek bremañ e klaskin bezañ feal da uhelvennad Wikipedia, ha da genlabourat ennañ par ma c'hellin. Ha da skrivañ e brezhouneg unvanet e-barzh pennadoù an holloueziadur-mañ.

Spi am beus e kavoc'h an tu da zigareziñ ac'hanoun. Mea culpa! 89.2.12.42 21 Gen 2007 da 00:51 (UTC)