Mont d’an endalc’had

Lusifer

Eus Wikipedia
Lusifer
doueelezh roman, malʼakh, angels in Christianity, fallen angel, Arc'hael
Anv er yezh orinLucifer Kemmañ
MammHausos Kemmañ
Azeulet gantluciferianism Kemmañ
Studiet gantChristian demonology Kemmañ
Deskrivet dreSaint Michael and Lucifer Kemmañ

Lucifer zo unan eus an tudennoù a zo liammet ouzh ar blanedenn Gwener er folklor. Diwezhatoc'h e voe enframmet en Tanac'h yuzev hag er Bibl kristen evel unan eus anvioù an diaoul.

Kement ha "douger ar gouloù" e talvez ar ger latin lūcĭfĕr, diwar lux, "gouloù" ha fĕro "dougen" ; hini ar blanedenn Gwener (Gwerelaouen, steredenn ar beure) eo Lūcĭfĕr[1]. Eosforos (Ἑωσφόρος Heōsphóros, "douger gouloù tarzh-an-deiz") e oa Gwerelaouen e Gwengelouriezh Henc'hres ; φώσφορος Fosforos "douger gouloù" zo unan eus anvioù all Eosforos[2].

Lūcĭfĕr a oa un doue roman, mab da Aurora (Eos en Henc'hres), doueez tarzh-an-deiz. Par eo da Eosforos ; hervez Ovidius e oa tad Keiks[3] ha Daidalion[4].

Lusifer ar gristenien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwall bell emañ Lusifer Romaned an Henamzer diouzh Lusifer ar Gristenien.

Abaoe ar Grennamzer e vez lakaet Lusifer d'un « ael diskaret », hañval-bev ouzh Satan, un drougael pe un arc'houere, un enebour d'an doue. Eus levezon al lennegezh kristen e teu kement-se. Hervez ar gristenien ez eo Lusifer un arc’hael eus an Neñvoù ; darn a lavar ez eo Lusifer ur c'herubin[5], un ael a eil renk en urzhaz kentañ, pe ur serafin[6], un ael eus an urzhaz kentañ, teir divaskell dezhañ. Lorc’h a vefe bet savet ennañ, hag ar c’hoant da enebiñ ouzh an doue, e grouer. Taolet e voe e-maez eus ar Baradoz a-gevret gant aeled fall all a-seurt gantañ, hag abaoe emaint o redek ar bed-mañ.

  1. (la) (fr) Dictionnaire Gaffiot latin-français
  2. Arabat eo droukveskañ Eosforos gant Hesperos (Ἓσπερος Hésperos "eus ar pardaez"), a zo steredenn ar pardaez hag ar Vesper roman.
  3. (la) Metamorphoses, XI:271
  4. (la) Metamorphoses, XI:295.
  5. Eus al latin ilizel cherubin, diwar an hebreeg kerûb ; testeniekaet abaoe ar bloaz 1080.
  6. 1080 ivez ; latin ilizel seraphim, kemeret war-eeun digant an hebreeg.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.