Folklor

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar folklor a zo ar meizad implijet en dudoniezh evit deskrivañ ha studiañ ar c'hontadennoù, ar mojennoù hag ar c'hredennoù a c'hell bezañ kavet en ur boblad, da lavaret eo lodenn an istor dre gomz en ur c'hultur resis. Graet e vez eus gwerinoniezh eus studi an danvez-mañ.
An termen folklore a oa bet krouet e 1846 gant ur Saoz, William Thoms, hemañ o klask ur ger saoznek (saozneg kozh e gwirionez) e-lec'h popular antiquities.
Ar meizad a zo bet ganet eus al luskad romantik er XIXvet kantved, dezhañ un ideologiezh evit adstummañ an hengounioù evit servij mennozhioù modern. Er XXvet kantved eo bet staliet studi ar folklor dindan an arsell objektivel.
E-touezh an dud o deus bet ul levezon vras, eo ret menegiñ ar vreudeur Jakob ha Wilhelm Grimm hag o deus dastumet hag embannet e 1812 ur strobad kontadennoù alamanek anvet Kinder und- Hausmärchen .